Ellig : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D corr using AWB
Deskrivadur an organ am eus reizhet
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Klitoris und Klitorisvorhaut.jpg|thumb|upright=1.5|Ellig ur plac'h]]
[[Restr:Klitoris und Klitorisvorhaut.jpg|thumb|upright=1.5|Ellig ur plac'h]]


An '''ellig''', pe ar '''c'hwipig''', pe c'hoazh ar '''c'hlitoris''' a zo anezhañ unan eus ar rannoù a ya d'ober [[kourzh|ar c'hourzh]].
An '''ellig''', pe ar '''c'hwipig''', pe c'hoazh ar '''c'hlitoris''' a zo anezhañ un organ sonnidik eus ar c'hourzh a vez kavet war c'horf an holl vronneged (estreget an ekidneed) ha daou spesad laboused (ar c'hasoar hag ar struskañval). Emañ etre ar ''[[muzelloù bras]] '' hag a-us d'ar ''[[muzelloù bihan]]. ''

Emañ etre ar '' [[muzelloù bras]] '' hag a-us d'ar '' [[muzelloù bihan]] ''.
Ar veskenn hag ar c'habellig eo rannoù diavaez an ellig. E-barzh ar c'horf e kaver peulioù an ellig, ar c'horf keviaouek ha bulboù rakkambr ar forzh a c'hellont bezañ perzh eus an ellig ivez.

Er c'hourzh emañ an ellig, gwarezet dindan ar muzelloù bras hag e traoñ ar c'haezour. En em gavout a ra ar muzelloù bihan asambles dindanañ.

Nervaouet stank eo an ellig, unan eus organoù kizidikañ korf un den eo, hag hini kizidikañ al lodenn genel.

Ar broudad kaset gant an atizañ a zegas chenchamantoù a bep seurt : lec'hiadenn gouzoug ar grozh, pH ar forzh, al lardigenniñ, oksigenañ, gwrezverk ar c'horf.

Ur roll pennañ en deus er broudad seksel hag ar blijadur seksel.


== Kalc'h ar merc'hed ==
== Kalc'h ar merc'hed ==

Stumm eus an 27 Ebr 2021 da 20:07

Ellig ur plac'h

An ellig, pe ar c'hwipig, pe c'hoazh ar c'hlitoris a zo anezhañ un organ sonnidik eus ar c'hourzh a vez kavet war c'horf an holl vronneged (estreget an ekidneed) ha daou spesad laboused (ar c'hasoar hag ar struskañval). Emañ etre ar muzelloù bras hag a-us d'ar muzelloù bihan.

Ar veskenn hag ar c'habellig eo rannoù diavaez an ellig. E-barzh ar c'horf e kaver peulioù an ellig, ar c'horf keviaouek ha bulboù rakkambr ar forzh a c'hellont bezañ perzh eus an ellig ivez.

Er c'hourzh emañ an ellig, gwarezet dindan ar muzelloù bras hag e traoñ ar c'haezour. En em gavout a ra ar muzelloù bihan asambles dindanañ.

Nervaouet stank eo an ellig, unan eus organoù kizidikañ korf un den eo, hag hini kizidikañ al lodenn genel.

Ar broudad kaset gant an atizañ a zegas chenchamantoù a bep seurt : lec'hiadenn gouzoug ar grozh, pH ar forzh, al lardigenniñ, oksigenañ, gwrezverk ar c'horf.

Ur roll pennañ en deus er broudad seksel hag ar blijadur seksel.

Kalc'h ar merc'hed

Heñvel eo ellig ar merc'hed ouzh kalc'h ar baotred, n'eo ket dre e vent, anat a-walc'h, met abalamour m'en deus ur vezenn, ur pod-mezenn, un nervenn liammet ouzh an empenn. 8 pe 10 cm hed zo dehañ, ha 3 pe 6 cm a ledander. Ne denn ket d'ur bizenn, met d'ur berenn.

Tud zo a lavar eo kalc'h ar merc'hed: kaletaat a ra ivez evel hini ar baotred.

Benveg ar blijadur

Eus e flourañ e teu ar brasañ plijadur d'ar merc'hed. Se zo kaoz e vez troc'het digant ar merc'hed e pobloù zo, ma klasker mirout ouzh ar merc'hed da gaout plijadur gant o c'horf.

Hormon ar blijadur

Pa vez flouret an ellig e vez krouet gantañ okitokin, hormon ar blijadur, a c'hallje, hervez oberourien zo, displegañ ez a koshoc'h ar merc'hed eget ar baotred: "yaouankaat" a rafe ar merc'hed dre ma vez graet vad dezhañ .


Anavet

Gant Hippokrates e veze graet anezhañ « ar servijer a bed an ostizien » hag a soñje e oa organ plijadur ar merc'hed. Krediñ a rae ivez e oa un « had » gant ar merc'hed, hag e oa o glizh, hag e rankent kaout ur gridienn evit bout brazezet. Er Grennamzer, hervez ar gelennadurezh-se, ha daoust d'an disfiz a vage an Iliz ouzh plijadurezhioù ar c'horf, e veze aliet ar merc'hed gant ar vedisined da ober hervez doareoù (iskis deomp) da vezañ frouezhus : lakaat eoul frondus war ur biz ha frotañ an ellig en ur ober ur seurt klec'h gant ar biz.

Er skridoù medisinerezh ec'h anavezer an ellig abaoe ar XVIvet kantved. Er bloavezh 1559 e voe embannet gant Realdo Colombo (pe Matteo Renaldo Colombo), kelenner surjianerezh eSkol-veur Padova, al levr De re anatomica ma teskrive ennañ lec'h plijadur ar vaouez. Gabriele Falloppio, a gemeras lec'h Realdo Colombo, en deus lavaret ivez bezañ dizoloer kentañ an ellig.

Er XVIIvet kantved e voe dizarbennet an daou ziskleriadur-se gant ur medisin danat a lavaras e oa anavet an ellig abaoe an IIvet kantved.

Re vras, re vihan

Ellig re vras

Lavaret e vez e vez re vras elligoù merc'hed zo a-wechoù. Met ral eo memes tra.

Dielligañ

Troc'hañ an ellig a vez graet e kornioù eus ar bed, e broioù zo eus Afrika dreist-holl, met en Europa ivez gant enbroidi zo. Kondaonet eo an ober-se en anv Gwirioù Mab-Den.

Pennadoù kar

Liammoù diavaez

Levrlennadurezh

  • Le clitoris, ce cher inconnu, film savet gant Michèle Dominici, Variety Moszinski ha Stephen Firmin

[2] evit Arte. [3]

  • Un petit bout de bonheur, Rosemonde Pujol, Editions Jean-Claude Gawsewitch, 2007.