Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 8: | Linenn 8: | ||
E-pad an [[Easter-Rising]], Mac Diarmada abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa ar saozon o deus bet an trec'h, gellet en eus chom kuzhet e touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet eo bet d'ar mrav ha lazhet an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seàn Mac Diarmada e touez an emsaverien bac'het, a voe drouklazhet diwezhatoc'h gant urzhioù [[Michael Collins]]. |

[[ca:Sean MacDermott]] |
|||
[[ga:Seán Mac Diarmada]] |
|||
[[no:Sean MacDermott]] |
Stumm eus an 16 Mez 2007 da 09:56
Seàn Mac Diarmada a zo bet ganet an 28 a viz C'hwevrer 1883 e ranvro Leitrim ha marvet an 12 a viz Mae 1916. Aozañ ha kemer a reas perzh en Easter Rising ha kondaonet d'ar marv goude-se.
Ganet eo bet an 28 a viz C’hwerver 1883 e ranvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da Zulen e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-Saoz ( ar Sinn Fein,an Irish Republican Brotherhood hag ar Gaelic League). Dont a reas da vezañ ezel kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.
E 1910, dont a reas da vezañ ar pennskrivagner er gazetenn « Irish Freedom », gazetenn krouet gantañ, Blumer Hobson ha Denis MacCullough. Dilennet e voe e giz unan eus pennoù an IRB. An dra-se a lakas anezhañ da gejañ gant Thomas Clarke, dont a rejont da vezañ tost kennañ an eil diouzh eben. Un tammig diwezhatoc’h, paket e voe gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.
E 1913, Mac Diarmada a laoburas da genstagañ kevredigezh an Irish Volounteers ouzh an IRB. E 1915 harzet e voe gant ar saozon abalamour d’ur brezegenn en eus graet a-enep ar Rouantelezh- Unanet. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e barzh aozadur emsav 1916.
E-pad an Easter-Rising, Mac Diarmada abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa ar saozon o deus bet an trec'h, gellet en eus chom kuzhet e touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet eo bet d'ar mrav ha lazhet an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seàn Mac Diarmada e touez an emsaverien bac'het, a voe drouklazhet diwezhatoc'h gant urzhioù Michael Collins.