Erika Kornélia Szeles : diforc'h etre ar stummoù
Lamet kuit eo bet ar restr ''60th_anniversary_of_Hungarian_Revolution_2016_stamp.jpg'' peogwir e oa bet diverket diwar Commons gant Jcb |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 7: | Linenn 7: | ||
== Emsavadeg Budapest == |
== Emsavadeg Budapest == |
||
⚫ | |||
Pa voe kroget emsavadeg Budapest d'an [[23 a viz Here]] [[1956]] e voe mennet e amourous gant sevel ur strolladig stourm enep komunour. Emezelañ a reas he er strolladig a oa suj d'an nerzhioù lu pobl enep komunour. Erika a grogas gant bezañ ur soudard, deskiñ a reas buan penaos implij ur vindrailherez. D'ar [[4 a viz Du]] [[1956]] pa voe kaset nerzhioù al Lu Ruz evit flastrañ emsavadeg Budapest e cheñchas an traoù, an emsavadeg a oa sur da vezañ flastret garv gant ar gomunisted. Kamaladed dezhi a gendrec'has anezhi da baouez gant bezañ ur soudard hag e voe karget he da vezañ un infirmiourezh eus ar Groz-ruz o pareañ an emsavidi gloazet o tougen anat un unwisk gant ur groaz ruz. |

Linenn 12: | Linenn 13: | ||
Brudet eo dre he oad pa varvas ha dre ur poltred gant ar poltrijer-kazetenner [[Danmark|danek]] Vagn Hansen. Beziet eo bet e bered Kerepesi e Budapest. |
Brudet eo dre he oad pa varvas ha dre ur poltred gant ar poltrijer-kazetenner [[Danmark|danek]] Vagn Hansen. Beziet eo bet e bered Kerepesi e Budapest. |
||
== Ar Merzher == |
== Ar Merzher == |
||
Deuet eo Erika Kornélia Szeles da vezañ un arouez d'ar reveulzi e Budapest dre sikour ar poltred brudet e-pad ha dres goude an darvoudoù. Hiziv-an-deiz c'hoazh ez eo enoret e [[Hungaria]] evel ur simbol eus frankiz ar vro. |

== Liammoù diavaez == |
== Liammoù diavaez == |
||
* [http://www.findagrave.com/cgi-bin/fg.cgi?page=gr&GRid=103704387 {{en}} Find a grave] |
* [http://www.findagrave.com/cgi-bin/fg.cgi?page=gr&GRid=103704387 {{en}} Find a grave] |
Stumm eus an 28 Gen 2018 da 16:34
Erika Kornélia Szeles (Szeles Erika Kornélia, hervez ar stumm hungarek), ganet d'ar 6 a viz Genver 1941 e Budapest hag aet da Anaon d'an 8 a viz Du 1956 e Budapest, a oa ur stourmerez hungariat enep-komunour a voe lazhet d'an oad a 15 vloaz e-pad Reveulzi Hungaria 1956 pa oa o stourm en un emgann straed a-enep nerzhioù al Lu Ruz.
Yaouankiz
Ganet e voe Erika e 1941 en ur familh yuzev, ha desavet e voe gant he mamm dreist-holl dre ma oa bet kaset he zad d'ar c'hamp-bac'h Nazi lec'h ma varvas. Tra ma oa eus he mamm ur gomunourez gredus ha strizh, Erika a zeuas da vezañ enep-komunourez dindan levezon he amourouz.
Studierez e oa da gentañ en Dobos C. József Vendéglátóipari Szakképző Iskola e Pest, ha goude-se e voe keginerez deraouat en ostaleri Hotel Béke e Teriz Kvrut 43, Budapest.
Emsavadeg Budapest
Pa voe kroget emsavadeg Budapest d'an 23 a viz Here 1956 e voe mennet e amourous gant sevel ur strolladig stourm enep komunour. Emezelañ a reas he er strolladig a oa suj d'an nerzhioù lu pobl enep komunour. Erika a grogas gant bezañ ur soudard, deskiñ a reas buan penaos implij ur vindrailherez. D'ar 4 a viz Du 1956 pa voe kaset nerzhioù al Lu Ruz evit flastrañ emsavadeg Budapest e cheñchas an traoù, an emsavadeg a oa sur da vezañ flastret garv gant ar gomunisted. Kamaladed dezhi a gendrec'has anezhi da baouez gant bezañ ur soudard hag e voe karget he da vezañ un infirmiourezh eus ar Groz-ruz o pareañ an emsavidi gloazet o tougen anat un unwisk gant ur groaz ruz.
E-pad un oberiadur brezel, Erika a voe gloazet marvus dre tenn soudarded al Lu Ruz d'an 8 a viz Du 1956. Klasket he doa he sikour ur gamarad stourm bet gloazet e-kreizh aur straed. Ar soudarded eus an Arme Ruz a dennas warni memestra padal he touge un unwisk eus ar Groaz Ruz. Mont a reas da Anaon el lec'h ma voe gloazet d'an oad a 15 vloaz.
Brudet eo dre he oad pa varvas ha dre ur poltred gant ar poltrijer-kazetenner danek Vagn Hansen. Beziet eo bet e bered Kerepesi e Budapest.
Ar Merzher
Deuet eo Erika Kornélia Szeles da vezañ un arouez d'ar reveulzi e Budapest dre sikour ar poltred brudet e-pad ha dres goude an darvoudoù. Hiziv-an-deiz c'hoazh ez eo enoret e Hungaria evel ur simbol eus frankiz ar vro.