Florian Ceynowa : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|250px|Florian Ceynowa '''Florian Ceynowa''' (''Florión Cenôwa'' e kachoubeg) (4 Mae 1817 – 26 Meurzh 1881) a oa ur mezeg, skriva..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 3 Ebr 2017 da 10:46

Restr:Florian Ceynowa.jpg
Florian Ceynowa

Florian Ceynowa (Florión Cenôwa e kachoubeg) (4 Mae 1817 – 26 Meurzh 1881) a oa ur mezeg, skrivagner ha yezhour eus Polonia. Stourmet en deus evit ar c'hachoubeg hag e sevenadur. Asambles gant Alexander Hilferding e studias yezh ha mojennoù ar Gachoubed ha broudañ a reas tud all da ober kemend-all. En ur ober an dra-se e save a-enep an alamanekaat hag ar polonekaat war un dro. Kavout a rae dezhañ e oa ar Gachoubed ur bobl diouti he-unan, met sevel a rae a-du gant an hollslavegezh ivez. Labourat a reas evit unvaniñ ar yezh kachoubek, he doare-skrivañ hag he yezhadur. Embann a reas levrioù yezhadur ha testennoù kachoubek gant troidigezhioù e yezhoù slavek all. Treiñ a reas testennoù rusianek e kachoubeg ivez hag un den a bouez eo el lennegezh kachoubek.

Liamm diavaez