Diforc'hioù etre adstummoù "Polonia"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
24 410 okted lamet ,  4 bloaz zo

(Nevesaat)

La masturbation, c'east très bien![[Rummad:Polonia|*]]
{| border=1 align=right cellpadding=4 cellspacing=0 width=250 style="margin: 0 0 1em 1em; background: #f9f9f9; border: 1px #aaaaaa solid; border-collapse: collapse; font-size: 95%;"
|+'''Rzeczpospolita Polska'''

| style="background:#efefef;" align="center" colspan=2 |
{| border="0" cellpadding="2" cellspacing="0" style="padding-top: 0.5em;"

| align="center" width="125px" | [[Restr:Flag_of_Poland.svg|border|125px|Banniel Polonia]]
| align="center" width="110px" | [[Restr:Herb Polski.svg|80px|Skoed-ardamez Polonia]]

| align="center" width="125px" | [[Banniel Polonia]]
| align="center" width="110px" | [[Skoed Polonia]]

| align="center" colspan=2 | [[Restr:LocationPoland.png]]

|'''[[Kan broadel]]'''
| ''Mazurek Dąbrowskiego''

| '''[[Yezh ofisiel]]'''
| [[Poloneg]]

| '''[[Kêr-benn]]'''
| [[Varsovia]] (Warszawa)

| '''Gorread'''
-En holl
-% dour

312 679 km²
2%

|'''Poblañs '''
-Hollad
-Stankted ar boblañs

38 485 779 (2014)<ref>Główny Urząd Statystyczny. Baza Demografia. Ludność. Stan, ruch naturalny i wędrówki ludności w I kwartale 2014 r., stan na 31.03.2014. [http://demografia.stat.gov.pl/bazademografia/Tables.aspx]</ref>
123/km²

| '''Prezidant'''||[[Andrzej Duda]] (abaoe ar 06.08.2015)

| '''Kentañ ministr'''||[[Ewa Kopacz]]

|'''[[Gouel broadel]]'''
|[[11 Du|11 a viz Du]]

| '''Moneiz'''||Złoty

| '''Kod pellgomz'''||48

| '''Kod war ar Genrouedad'''||.pl

'''Polonia''' (''Rzeczpospolita Polska'' e [[poloneg]]), pe '''Pologn''', zo ur vro eus [[Europa ar C'hreiz|kreiz Europa]] enni tremen 38 000 000 a annezidi. Gronnet eo gant [[Alamagn]], [[Belarus]], ar [[Republik Tchek]], [[Slovakia]], [[Ukraina]], [[Lituania]], hag enezennad rusian [[Kaliningrad]]. Abaoe ar 1añ a viz Mae [[2004]] eo ezel eus [[Unaniezh Europa]].

== Douaroniezh ==
[[Restr:EC_map_of_poland.png|thumb|290px|left|Kartenn Polonia]]
Dremmvro Polonia a c’hoarvez dreist-holl eus douaroù [[Plaenenn Europat an Norzh]]. Er su emañ aradennad-venezioù ar C’harpatoù avat, hag a stumm harzoù naturel etre Polonia hag ar [[Republik Tchek]] ha [[Slovakia]]. Digor-frank eo ar vro war ar mor Baltel ha dre se eo aesaet ezporzhiadurioù produioù al labour-douar, an oberiadoù hag an danvezioù krai ([[glaou-douar|glaou]]). Gallet ez eus bet sevel chanterioù sevel bigi ivez. Merket eo an harzoù gant [[Alamagn]] war-bouez al linenn [[Oder-Neisse]] diwar anv ar stêr hag hec’h adstêr e kornôg ar vro.

Kêrioù pennañ :
[[Varsovia]] (1,6 milion a annezidi), [[Łódź]] (803 000), [[Krakovia]] (740 000),
[[Wrocław]] (633 000), [[Poznań]] (578 000), [[Gdańsk]] (458 000), [[Szczecin]] (417 000), [[Bydgoszcz]] (387 000), [[Lublin]] (356 000), [[Katowice]] (345 000), [[Bielsko-Biała]] (200 000).

''Sellet ivez ouzh : [[Kêrioù Polonia]] ~ [[Brasañ kêrioù Polonia]]''

[[Restr:Satellite image of Poland in February 2003.jpg|280px|right|thumb|Luc’hskeudenn dre loarell eus Polonia]]

== Istor ==
''Pennadoù dre ar munud : [[Istor Polonia]] ~ [[Kronologiezh Istor Polonia]]''

[[Restr:Rzeczpospolita.png|thumb|300px|16./17. kantved]]
Fontet e oa bet Polonia en Xvet kantved war dachennad ar [[Polaned|Bolaned]]. Er [[Krennamzer|Grennamzer]] e teuas da vezañ ur vro na c’halled ket ober hepti e [[Kreiz Europa]]. Mieszko I{{añ}} eo he roue kentañ, anezhañ diazezer ar rummad-roueed [[Piast]] a renas war Bolonia eus 966 da 1370. Gniezno eo ar gêr-benn da neuze, er reter da Boznań.

Rakged ar C’hornôg katolik roman eo Polonia, a-dal d’ar bedoù ortodoks ([[Rusia]], [[Belarus]], [[Ukraina]]), pagan (broioù baltek), ha muzulman ([[Turkia]] ha [[Mongolia]]). En em gavout a ra ivez e-tal an ''[[Drang nach Osten]]'' (lusk germanek war-du ar reter), pe e vefe gant an [[Impalaeriezh Santel]] pe gant ar [[Marc’heien deutonek|Varc’heien deutonek]]. Polonia, e kroashent meur a ved, hep harzoù naturel dezhi, zo digor-frank d’an alouberien. Gwastet e vo ar vro gant ar re-se, dreist-holl en XIIIvet kantved (aloubadegoù gant ar Vandennad Aour mongol eus 1248 da 1275).

[[Kazimir III Polonia|Kazimir III ar Meur]], roue diwezhañ ar rummad-roueed [[Piast]] a unvan Polonia.

En he barr emañ Polonia er XVvet hag er XVIvet kantved, e-pad ren ar rummad-roueed [[Jagellon]], gant [[Ladislas II Jagellon|Ladislas II]]. Gant ar ''Rzeczpospolita Obojga Narodów'' (''republik an div vroad''), diwar unvaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh Veur [[Lituania]] (Unaniezh Lublin – [[1569]]), ez eus goloet un tiriad hag « a ya eus ar [[Mor Baltel]] d’ar [[Mor Du]] » ha betek dorioù [[Moskov]]. [[Krakovia]] e oa ar gêr-benn da neuze, e Polonia vihan. Dont a ra [[Kazimir IV Polonia|Kazimir IV]] a-benn da unvaniñ evit ur prantadig rouantelezhioù [[Bohemia]] ([[1471]]), [[Hungaria]] ([[1490]]) ha Polonia.

Savet he doa ar [[Rzeczpospolita]] ur reizhiad politikel ha na oa ket bet gwelet abaoe Roma an Henamzer, ar [[Brientinelezh|Vrientinelezh]]. Dilennet e veze ar roue, ha ne veze ket treuzkaset ar garg dre hêrezh. Evel-just ne roe ar « republik »-se ar gwir da votiñ nemet d’an noblañsoù, met ar re-se a yae d’ober tost 10% eus ar boblañs, ha muioc’h c’hoazh en-dro da [[Varsovia]] a oa deuet da vezañ ar gêr-benn er XVIIvet kantved. Rediet e voe ar roue da zilezel darn eus e c’halloudoù gant an noblañsoù, e-keñver an tailhoù, an arme hag ar justis peurgetket. Evel-se, roue Polonia, d’ur mare ma oa kreñvaet o galloud gant roueed [[Europa]] ([[Frañs]], [[Spagn]], [[Aostria]], [[Prusia]]), a oa gwanaet e hini er c’hontrol.
[[Restr:Kazimierz Dolny (kamienica pod sw Mikolajem i Krzysztofem) 01.jpg|thumb|left|Kazimierz Dolny]]
Aroueziet e oa ar Rzeczpospolita gant ar frankiz-kredenn ivez. Ma oa chomet katolik an darn vrasañ eus ar gouerien e oa troet un nebeud brav a noblañsoù ouzh ar brotestantiezh, hervez kredennoù Luther ha dreist-holl re Calvin. A-hend-all, Polonia he doa roet bod (e kêr Leszno dreist-holl) d’ar « Vreudeur dchek » (Husited) a felle dezho tec’hout diouzh Bohemia a veze katolikaet en-dro gant ar re Habsbourg. Erfin e oa ur bern Yuzevien er Rzeczpospolita (etre 5 ha 10 % eus ar boblañs), er c’hêrioù hag el lodenn reter eus ar vro dreist-holl.

E 1570 ez erbede Emglev Sandomierz kenvezañs peoc’hus ar relijionoù. Kreñvaet e voe an emglev-se e 1572 gant Kengevread Varsovia. Ken damantus e oad d’ar frankiz-se ma voe rediet Henri de Valois (1572-1574, [[Herri III a Vro-C'hall|Herri III]] e Frañs) gant noblañsoù Polonia da reiñ muioc’h a wirioù da brotestanted [[Frañs]], dezhañ da vezañ dilennet roue Polonia.

Met digreskiñ a reas ar frankiz-se tamm-ha-tamm er XVIIvet kantved, dreist-holl war-lerc’h 1655 pa voe aloubet Polonia gant Sveden a oa protestant.

E [[1683]] ez eus harzet gant [[Yann III Sobieski]] un argad turk bras dindan mogerioù [[Vienna]]. Daoust d’ar c’hur-se ez a ar ''Rzeczpospolita'' da fall tamm-ha-tamm, dre benn d’he reizhiad politikel distabil ha d’an aloubadegoù niverus (gant [[Sveden]], [[Rusia]], [[Turkia]], [[Prusia]]). E fin an XVIIIvet kantved n’eo ket dizalc’h ken Polonia ha rannet eo teir gwech diouzh renk etre hec’h amezeien (e 1772, 1793 ha 1795).
Kentañ rannadur Polonia, e 1772, a voe kaoz d’un dastaol gant ar geodedourien. Da-heul an dastaol-se e voe embannet ur Vonreizh e 1791. Daoust ma ne oa ket ken « dispac’hel » honnezh ha hini Frañs e voe kavet re zañjerus gant amezeien Polonia.

Hed-da-hed an XIXvet kantved e voe diframmet Polonia, rannet etre [[Rusia]], [[Prusia]] (hag [[Alamagn]] da c’houde), hag [[Aostria]] (hag [[Aostria-Hungaria]] da c’houde). Ne voe dizalc’h en-dro nemet e miz Du [[1918]].

Evel ma voe kont gant an darn vrasañ eus broioù kreiz-reter [[Europa]], nemet [[Tchekoslovakia]], ne badas ket pell an uhelvennadoù demokratel. Buan e teuas ar renad da vezañ aotrouniezhus, dre levezon [[Józef Piłsudski]] peurgetket.

Distaget eo an eil brezel-bed gant aloubidigezh Polonia gant [[Alamagn]] d’ar 1{{añ}} a viz Gwengolo [[1939]]. En ur ober 7 devezh e tizh ar [[Wehrmacht]] [[Varsovia]] a-drugarez da strategiezh ar « [[blitzkrieg]] » ha d’e zreistelezh teknologel. D’an 28 a viz Gwengolo e kodian Polonia.
Er reter n’eus tamm spi ebet da herzel war-lerc’h an aloubidigezh [[Unvaniezh ar Republikoù sokialour soviedel|soviedel]] eus ar 17 a viz Gwengolo.
Rannet eo ar vro adarre, etre [[Alamagn]] hag an [[Unvaniezh ar Republikoù sokialour soviedel|Unvaniezh soviedel]] ar wech-mañ.

E fin an 2{{l}} brezel-bed e vir [[URSS]] al lodenn reter eus ar vro, bet destaget e 1939, ha Polonia a « rikl » war-du ar c’hornôg, oc’h euvriñ su [[Prus ar reter]], [[Pomerania]] ha [[Silezia]]. Kas a reer kuit an [[Alamagn|Alamaned]] a oa o vevañ en tiriadoù-se war-zigarez e oa ar re-se da Bolonia ent istorel. Dont a ra Polonia da vezañ ur republik poblel e dalc’h [[Moskou]] hag ezel eus [[Feur-emglev Varsovia]].

Er bloavezhioù 70 ha 80 e tiroll emsavadegoù taer er vro. E [[1980]] e krouer ur sindikad dieub ([[Solidarność]] : kengred), ennañ 10 milion a izili a-benn nebeut hag en e benn ul levier arouezel : [[Lech Walesa]]. Klask a ra ar Jeneral [[Wojciech Jaruzelski|Jaruzelski]] terriñ ar sindikad dre embann ar "stad a vrezel" d’an 13 a viz Kerzu [[1981]], met kazeg a ra abalamour da levezon teir beaj Karol Wojtyla, deuet da vezañ ar pab [[Yann-Baol II]], ha d’an treuzfurmadurioù krenn en [[URSS]] gant [[Gorbatchev]].
E [[1989]] emañ "an Taolioù Krenn", un heuliad emvodoù gant ar gouarnamant ha Solidarność hag a zigoro an hent da Bolonia nevez ha demokratel, renet gant T.Mazowiecki.
D’ar mare-se eo Polonia kentañ bro ar Feur-emglev oc’h en em zizober eus ar yev soviedel, hag o stummañ ur gouarnamant ha n’eo ket liammet ouzh ar [[bloc’had soviedel]].
E 1990 eo dilennet Lech Walesa da Brezidant ar Republik, met skarzhet eo tri bloaz war-lerc’h gant Alexandre Kwasniewski, un ez-komunour anezhañ (1993-2005).
Abaoe [[1999]] emañ Polonia e-barzh [[Aozadur Feur-emglev Norzh Atlantel|AFNA]]. E [[2003]] eo fiziet enni penn un takad aloubet eus [[Irak]] gant [[Stadoù-Unanet Amerika|SUA]].
D’ar 1{{añ}} a viz Mae [[2004]] ez a e-barzh [[Unvaniezh Europa]].
D’an 23 a viz Here [[2005]] eo dilennet ar prezidant nevez : [[Lech Kaczyński]].

== Politikerezh ==
''Pennad dre ar munud : [[Politikerezh Polonia]]

Ur republik eo Polonia. Ar C’hentañ ministr eo prezidant Kuzul ar vinistred. Atebek eo e ouarnamant dirak ar gambr izel. Ar Prezidant, dilennet evit 5 bloaz hervez ar mouezhiañ hollek eeun, eo penn ar Stad. Envel a ra penn ar gouarnamant ha gwir en deus da lakaat e veto. Evit enebiñ ouzh ar gwir-se e rank ar gambr izel votiñ diouzh muiañ-niver an teir fempvedenn. Div gambr a ya d’ober ar parlamant : an [[Dieta]] – [[Sejm]] e poloneg – enni 460 kannad, hag ar [[Sened (Polonia)|Sened]] ennañ 100 senedour.

D’ar 5 a viz Mae 2006 ez eus deuet e gouarnamant Polonia meur a vinistr tost d’an tu dehou pellañ pe d’an tu kleiz pellañ. [[Roman Giertych]], rener [[Kevre familhoù Polonia]] (LPR - Liga Polskich Rodzin), zo e penn an deskadurezh vroadel. Mennet eo da bouezañ, er programmoù-skol, war ''« talvoudoù kristen Polonia beurbadus »''<ref>Véronique Soule, Maja Zoltowska, « La Pologne à droite toute », e-barzh [http://www.liberation.fr/page.php?Article=381774 ''Libération'' web, 13 a viz Mae 2006]</ref>. Evit a sell ouzh [[Andrzej Lepper]], anezhañ ur c’homunour kozh, bedaraller ha levier ar strollad [[Samoobrona]] (« Emzifenn »), eo bet anvet bes-kentañ ministr e karg eus al labour-douar. Ministrerezhioù al labour hag ar sevel-tiez en em gav ivez etre daouarn izili Samoobrona. Nec’het eo darn eus Poloniz, ar studierien peurgetket, gant ar c’habined kemmesk-se savet gant [[Jarosław Kaczyński]].

:[[Roll prezidanted Polonia]]
:[[Kentañ ministred Polonia]]

== Poblañs ==
''Pennad dre ar munud : [[Poblañs Polonia]]''

[[Restr:Poland-demography.png|thumb|500px|center|Emdroadur ar boblañs etre 1961 ha 2003 (sifroù gant [[Aozadur ar Broadoù Unanet evit ar boued hag al labour-douar|FAO]], 2005). Poblañs e miliadoù a annezidi]]

== Azrannoù melestradurel ==
Rannet eo Polonia e 16 rannvro velestradurel a reer ''województwa'' anezho e poloneg :
{|border="0" cellspacing="8" cellpadding="0"

|valign="top"|
* [[Dolnośląskie]]
* [[Kujawsko-pomorskie]]
* [[Lubelskie]]
* [[Lubuskie]]
|valign="top"|
* [[Łódzkie]]
* [[Małopolskie]]
* [[Mazowieckie]]
* [[Opolskie]]
|valign="top"|
* [[Podkarpackie]]
* [[Podlaskie]]
* [[Pomorskie]]
* [[Śląskie]]
|valign="top"|
* [[Świętokrzyskie]]
* [[Warmińsko-mazurskie]]
* [[Wielkopolskie]]
* [[Zachodniopomorskie]]

Bez’ e oa 49 rannvro etre [[1975]] ha [[1999]] (diskar URSS). Distroet int d’o niver hengounel goude m’eo bet dilezet ar Vonreizh sokialour kozh.

== Armerzh ==
''Pennad dre ar munud : [[Armerzh Polonia]]''

D’an 12 a viz Gwengolo [[1989]] eo stummet gant rener kozh [[Solidarność]], [[Tadeusz Mazowiecki]], ar c’hentañ gouarnamant poloniat ha n’eo ket komunour abaoe fin an [[Eil Brezel-bed]] e [[Reter Europa]].

[[Leszek Balcerowicz]], bes-kentañ ministr ha ministr an arc’hant er gouarnamant-se, a laka da dalvezout ur politikerezh strizh, dezhañ da bal suraat an tremen eus an [[armerzh steuñvet]] da [[armerzh ar marc’had]]. Gant ar steuñv-se – anavezet dindan an anv « '''yac’haat tu pe du''' » – ez eus bet gallet mestroniañ ar [[gourmonc’hwez]] a rivine armerzh Polonia ha mont buan war-du armerzh ar marc’had.

Goude ul lankad kentañ diaes, aroueziet gant ur [[monc’hwez]] kreñv, [[gouwerzhekadur]] ar moneiz, embregerezhioù o serriñ, hag an [[dilabour]] o kreskiñ, ar politikerezh-se en deus sikouret da ziorren ha da vodernaat armerzh Polonia. Distroet eo ar c’hresk armerzhel kerkent ha [[1993]], gwellaet eo bet barr bevañ an dud, ha da-heul eo kresket ar bevezerezh, digresket ar monc’hwez ha stabilaet ar [[zloty]]. Kresket eo ivez an eskemmoù armerzhel hag ar postadurioù estren eeun.

D’an 23 a viz Kerzu [[1991]] e kuita Leszek Balcerowicz e bost e ministrerezh an arc’hant. Sellet e vez outañ evel tad an adreizhoù armerzhel hag oberour pennañ ar c’hemmoù don zo bet e Polonia e-doug ar bloavezhioù 90, war-lerc’h daou-ugent bloavezh a gomunouriezh. Kemeret eo e blas gant [[Karol Lutkowski]].

Ur vravadenn zo bet en armerzh Polonia da-heul ar « ''yac’haat tu pe du'' » ha kendalc’het he deus betek [[1997]]. Er bloavezh-se e oa tremenet feur an dilabour dindan 10 %. Abaoe ez eus kudennoù all gant Polonia : goude bezañ tremenet 20 % e [[2004]] e chom feur an dilabour en tu-hont da 19% e penn kentañ ar bloavezh [[2005]].

=== Un nebeud sifroù ===
* '''PDK :''' 512 900 000 000 PLN([[2005]])
** '''kresk [[2004]] : 5,7 %
** '''kresk bloaziek keitat [[1990]]-2003 : 4,7 %
** '''dasparzh dre c’hennadoù e 2003 :
*** labour-douar / koadeier : 3 %
*** sevel-tiez : 7 %
*** treuzdougen : 7 %
*** greanterezh : 22 %
*** kenwerzh ha servijoù : 56 %
*** traoù all : 5 %
* '''Feur monc’hwez :''' 0,4 % (03.2006)
* '''Korvoder dre annezad :''' 15 200$ (2006), Varsovia - 37 000$ (2005)
* '''Feur an dilabour :''' 17,3 % ([[miz Du]] 2005), Varsovia - 5,7% ([[miz Du]] 2005),
* '''Kenwerzh diavaez (2004) :''' 92 720 000 000 $ a ezporzhiadurioù ha 95 670 000 000 $ a enporzhiadurioù.
Alamagn eo kentañ keveler kenwerzhel Polonia. Frañs eo eil pratik ha pevare pourchaser ar vro. Ar gevelerien bennañ all eo Italia, Rusia, Breizh-Veur, ar Republik Tchek, Sina hag an Izelvroioù
* '''Dle publik/PDK :''' 51,6 % (2003)
* '''Feur kampi : 6,5 % (16 a viz C’hwevrer [[2005]])
* '''Feur eskemm ar [[zloty]] :''' 1 € = 3,9265 PLN ; 1 $ = 3,2071 PLN ([[18 a viz Ebrel]] [[2006]])

== Minorelezhioù (dael zo diwar-benn ar sifroù) ==
* Alamaned (eus 147 000 da 500 000)
* Belarusiz (eus 48 700 da 200 000)
* Tcheked (eus 2 000 da 3 000)
* Lituaniz (eus 5 800 da 25 000)
* Ukrainiz ha Rutened (en ur gontañ al Lemkoed, eus 5 800 da 7 000), (eus 39 000 da 300 000)
* Armeniz (eus 300 da 15 000)
* Tsiganed (eus 12 800 da 60 000)
* Rusianed (eus 3 800 da 15 000)
* Slovaked (eus 2 000 da 25 000)
* Tatared (eus 490 da 5 000)
* Yuzhevien (eus 1 100 da 10 000)
* Karaimed pe Karaited (eus 50 da 80 000)

* Kachoubed (niveradur diasur-kenañ, adalek 5 000 ''a gomz ar yezh'' betek 100 000 a dud, pe 300 000 zoken, ar Gachoubed a lavar peurliesañ ez int Poloniz)
* Sileziz (evel ar Gachoubed e lavaront peurliesañ ez int Poloniz. Bez’ ez eus war-dro 1 500 000 anezho)
* Gresianed ha Makedonianed (eus 2 000 da 4 500) (ar vinorelezh-se a oa anavezet gant ar renad komunour, ha n’eo ket ken e Polonia vremañ dre ma’z eo ur vinorelezh tud enbroet, anezho repuidi eus brezel diabarzh Gres e [[1946]]-[[1949]])

Bez’ ez eus war-dro 40 000 a estrenien e Polonia, dreist-holl tud eus broioù reter Europa (Rusia, Belarus, Ukraina...) met ivez tud eus ar reter pellañ (Sina ha Viêt Nam).

E [[diaspora]] Polonia ez eus 20 milion a dud.

== Sevenadur ==
=== Folklor Polonia ===
Lod eus an dud a soñj n’eo folklor Polonia nemet korolloù Slask ha Mazowsze. Koulskoude e vez pleustret kalz ar folklor poloniat gant Poloniz a bep seurt oad hag a bep seurt dere.

Kement-se a zleer d’al labour youlek ha dispar zo bet graet evit gwareziñ ar folklor-se. Unan en deus graet kalz evit se eo [[Oskar Kolberg]] a redas dre Bolonia en XIXvet kantved a-benn dastum tonioù, barzhonegoù ha dañsoù, ar muiañ ar gwellañ, e kement rannvro zo tout. Tu zo da gaout al labour enklask-se en e bennoberenn, enni ouzhpenn 50 levrenn : « ''LUD'' » (ar bobl).

Krouet ez eus bet strolladoù a-leizh evel-se, lorc’h enno gant o rannvro orin. Cheñch a ra an tonioù hag an dañsoù eus an eil rannvro d’eben. Bez’ ez eus 5 dañs broadel zo bet brudet an darn vrasañ anezho gant Chopin : ar ''[[krakowiak|c’hrakowiak]]'' (dañs [[Krakovia]]), an ''[[oberek]]'', an dañs poloniat, ar ''[[mazur]]'' hag ar ''[[kujawiak|c’hujawiak]]''.

Rannvro Podhale, tost da [[Zakopane]], eo ar skouer sebezusañ eus gwarez an hengoun folklorel. Er rannvro veneziek-se eo bet miret henvoazioù ar vuhez pemdez, ha dreist-holl ar sonerezh, gant an diorren touristel hag ar ''[[karczma|c’harczma]]'' (tavarnioù ma c’haller selaou sonerezh eus ar menezioù).

Erfin, abaoe ar bloavezhioù 1960, ez eus bet kalz a strolladoù estren o pleustriñ ar folklor poloniat a-benn lakaat an henvoazioù da badout.

* [http://www.folklor.com.pl www.folklor.com.pl]

=== Keginerezh Polonia ===
Sellet ouzh [[keginerezh Polonia]].

== Liammoù diavaez ==
* [http://www.polskiswiat.com Polonia online]

=== Roll Poloniz vrudet ===
''Pennad dre ar munud : [[Roll Poloniz vrudet]]''
* [[Stanisław Bułak-Bałachowicz]], jeneral
* [[Frédéric Chopin]], sonaozour
* [[Adam Kazimir Czartoryski]], priñs, skrivagner ha politikour
* [[Nicolaus Copernicus]] (Mikołaj Kopernik), steredoniour
* [[Marie Curie]] (Maria Skłodowska-Curie), loreadez [[priz Nobel ar fizik]] (1903) ha [[priz Nobel ar gimiezh]] (1911)
* [[Wojciech Jaruzelski]], milour ha politikour,
* [[Jarosław Kaczyński]], politikour,
* [[Lech Kaczyński]], politikour,
* [[Ryszard Kapuściński]], istorour, skrivagner
* [[Tadeusz Kościuszko]], dispac’her,
* [[Stanisław Lem]], skrivagner
* [[Stanislas Leszczyński]], [[Roll roueed Polonia|roue Polonia]], ha neuze [[Roll duged Loren|dug Loren]] ha [[Roll duged Bar|Bar]], tad-kaer da [[Loeiz XV Frañs|Loeiz XV]].
* [[Rosa Luxemburg]], stourmerez marksour
* [[Czeslaw Milosz]], skrivagner
* [[Józef Piłsudski]], milour ha politikour
* [[Józef Antoni Poniatowski]], a voe lakaet [[marichal an Impalaeriezh]] gant [[Napoleon Iañ]]
* [[Stanislas II a Bolonia|Stanisław August Poniatowski]], roue dizalc’h diwezhañ unaniezh Rouantelezh Polonia ha Dugelezh-Veur [[Lituania]] (''Republik an Div Vroad'') ([[1764]] - [[1795]]).
* [[Arthur Rubinstein]], pianoour
* [[Henryk Sienkiewicz]], skrivagner, aozer ''[[Quo vadis]]'' ([[1896]]) hag ar ''Varc’heien Deutonek''.
* [[Yann III Sobieski]], [[Roll roueed Polonia|roue Polonia]] eus [[1672]] da [[1696]], a argasas an [[Ottomaned]] eus Europa.
* [[Wisława Szymborska]], skrivagner
* [[Lech Wałęsa]], loread [[priz Nobel ar peoc’h]] (1983)
* [[Yann-Baol II|Karol Wojtyła]], pab (Yann-Baol II)
* [[Ludwik Lejzer Zamenhof]], krouer an [[esperanto]]

=== Roll arzourien boloniat brudet ===
* [[Waldemar Fydrych]] lesanvet « Major », krouer al luskad Pomarańczowa Alternatywa ([[Dazeilad Orañjez]])
* [[Tadeusz Kantor]], den a c’hoariva ha plastikour
* [[Krzysztof Kieślowski]], filmaozour
* [[Roman Polanski|Roman Polański]], filmaozour hag aktor
* [[Anna Prucnal]], komedianez ha kanerez
* [[Andrzej Seweryn]], komedian eus ar c’h[[Comédie Française]]
* [[Andrzej Wajda]], filmaozour
* [[Stanisław Ignacy Witkiewicz]] (Witkacy), skrivagner, dramaour ha livour
* [[Tamara de Lempicka]], livour

=== Roll ar skrivagnerien boloniat brudet ===
* [[Joseph Conrad]] – skrivañ a rae e saozneg hepken
* [[Witold Gombrowicz]], skrivagner ha dramaour
* [[Ryszard Kapuściński]], skrivagner, kazetenner, kelaouer ha beajour
* [[Tadeusz Konwicki]], skrivagner ha filmaozer
* [[Stanislas Lem|Stanisław Lem]], skrivagner skiant-faltazi
* [[Adam Mickiewicz]], skrivagner romantel
* [[Czesław Miłosz]], barzh, loread [[priz Nobel al lennegezh]] ([[1980]])
* [[Jan Chryzostom Pasek]], bet ganet war-dro 1630, ''Eñvorennoù JC Pasek'' a gont e daolioù-brezel hag ar vuhez politikel e Polonia er XVIIvet kantved, diouzh savboent un noblañs eus ar szlachta.
* [[Jan Potocki]], skrivagner, aozer an ''Dornskrid kavet e Zaragoza''
* [[Władysław Reymont]], skrivagner, [[priz Nobel al lennegezh]] ([[1924]])
* [[Henryk Sienkiewicz]], skrivagner, [[priz Nobel al lennegezh]] ([[1905]])
* [[Wisława Szymborska]], barzhez, loreadez [[priz Nobel al lennegezh]] ([[1996]])
* [[Lucjan Wolanowski]], skrivagner, kazetenner, kelaouer ha beajour

=== Roll ar sonerien boloniat brudet ===
* [[Frederik Chopin|Fryderyk Chopin]], sonaozour
* [[Henryk Mikołaj Górecki]], sonaozour
* [[Stanisław Moniuszko]], sonaozour
* [[Krzysztof Penderecki]], sonaozour ha penn laz-seniñ
* [[Wojciech Kilar]], sonaozour
* [[Basia Trzetrzelewska]], sonerez
* [[Grażyna Bacewicz]], sonaozourez ha biolinourez
* [[Tadeusz Baird]], sonaozour
* [[Mieczysław Karłowicz]], sonaozour
* [[Ignacy Jan Paderewski]], pianoour ha sonaozour
* [[Zbigniew Preisner]], sonaozour
* [[Krzysztof Zimerman]], pianoour
* [[Grzegorz Fitelberg]], sonaozour, biolinour ha penn laz-seniñ
* [[Karol Szymanowski]], sonaozour
* [[Ewa Demarczyk]], sonaozourez ha kanerez
* [[Renata Przemyk]], sonaozourez ha kanerez

=== Roll an arzourien neuzierien boloniat ===
* [[Roman Cieslewicz]], [[grafour]]
* [[Jan Lenica]], tresour, saver liketennoù, filmaozour
* [[Bogdan Korczowski]], livour
* [[Elisabeth Wierzbicka]] lesanvet ''Wela'', livourez

=== Prederourien boloniat ===

* [[Kazimierz Ajdukiewicz]] (1890-1963)
* [[Józef Maria Bocheński]] (1902-1995)
* [[Tadeusz Czezowski]] (1889-1981)
* [[Ludwik Fleck]] (1896-1961)
* [[Roman Ingarden]] (1893-1970)
* [[Leszek Kołakowski]] (1927-)
* [[Tadeusz Kotarbiński]] (1886-1981)
* [[Stanisław Leśniewski]] (1886-1939)
* [[Jan Łukasiewicz]] (1878-1956)
* [[Jerzy Prokopiuk]] (1931-)
* [[Klemens Szaniawski]] (1925-1990)
* [[Magdalena Środa]] (1957-)
* [[Alfred Tarski]] (1901-1983)
* [[Andrzej Towiański]] (1799-1878), [https://archive.is/20130703075956/www.inlibroveritas.net/auteur2237.html e oberennoù]
* [[Kazimierz Twardowski]] (1866-1938), diazezer [[Skol Lvov-Varsovia]]
* [[Jan Woleński]] (1940-)
== C'hoarierion [[echedoù]] poloniat ==
* [[Josef Cukierman]]
* [[David Janowsky]]
* [[Miguel Najdorf]]
* [[Samuel Reshevsky]]
* [[Akiba Rubinstein]]
* [[Savielly Tartakower]]
* [[Szymon Winawer]]
* [[Johannes Zukertort]]

== Mammennoù ==
{{Daveoù}}

== Levrlennadur ==
* [http://www.ecologiste.org/ « Peseurt dazont evit maezioù Polonia ? », pennad gant F. Bonnet, D. Julien, F. de Ravignan, P. Styblinski, ''L'Ecologiste'' niv. 19, Gwengolo-Here-Du 2006, p. 6-7]
{{Stadoù Europa}}{{AFNA}}
{{Frankofoniezh}}

[[Rummad:Polonia|*]]
Implijer dizanv

Lañser merdeiñ