Jacques Toubon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D Robot Ouzhpennet: de, en, it, tr
Linenn 17: Linenn 17:
*[http://jacquestoubon.over-blog.com Blog de Jacques Toubon]
*[http://jacquestoubon.over-blog.com Blog de Jacques Toubon]


[[Rummad: politikerien c'hall]]
[[Rummad: politikerien c'hall]]

[[de:Jacques Toubon]]
[[en:Jacques Toubon]]
[[fr:Jacques Toubon]]
[[fr:Jacques Toubon]]
[[it:Jacques Toubon]]
[[tr:Jacques Toubon]]

Stumm eus an 28 Mae 2007 da 07:47

Jacques Toubon zo ur politikour gall parizian, kamarad d'ar prezidant Jacques Chirac, a zo bet ministr ar sevenadur ha ministr ar justis e Bro-C'hall.

Sevenadur

Evel ministr ar sevenadur (1993-95) en deus savet ul lezenn da wareziñ ar galleg (1994).

Justis

Evel ministr ar justis (1995-97) en deus klasket gwareziñ e vignoned politikel diouzh ar justis, ha kalz a labour en deus bet.

E bennoberenn a voe kas un askell-dro, e 1996, war-lein an Himalaya da glask war-lerc'h ur prokulor bras evit ma tiskennfe aleshont da reiñ urzh d'ur prokulor bihan dindan e urzhioù da baouez gant un enklask diwar-benn gwreg maer Paris, an itron Xavière Tibéri, a veze roet kalzik arc'hant dezhi gant he gwaz maer evit labourioù dister.

Prouiñ a reas, ur wech ouzhpenn, e oa distag ar justis eus pep galloud politikel.

Goude

Pa voe laosket er-maez en dilennadeg diwezhañ evel kuzulier-kêr ha kannad e voe sikouret gant e gamarad prezidant da vezañ anvet kannad europeat, ha kavet e voe un tamm fourmaj mad all dezhañ da grignat.

Ur blog eus ar c'hentañ