Naer-zour Lerna : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
D Removing Link GA template (handled by wikidata)
Linenn 9: Linenn 9:
[[Rummad:Kurioù Herakles]]
[[Rummad:Kurioù Herakles]]
[[Rummad:Euzhviled]]
[[Rummad:Euzhviled]]

{{Link GA|pl}}

Stumm eus an 16 Ebr 2015 da 16:25

Herakles o lazhañ naer-zour Lerna, gant Antonio del Pollaiolo (v. 1460). Gwisket eo gant kroc'hen leon Nemea.
Gustave Moreau: Herakles ha naer-zour Lerna, 1876

Naer-zour Lerna (Λερναία Ὕδρα / Lernaía Húdra, e gregach) a oa un euzhvil hag a rae freuz ha reuz e Lerna, hervez mojennoù Hellaz kozh. Meur a benn he devoa, hag unan anezho a oa divarvel, hag adkreskiñ a rae daou all outi kerkent ha ma vezent troc'het unan. Ken flaerius e oa hec'h alan, a deue eus he lies genou eta, ma veze kontammet an dud ha pa veze kousket al loen. Den ne zeue a-benn anezhi, ha lazhañ anezhi a voe an eil eus Daouzek trevell Herakles.

Merc'h e oa da Tifon hag Ec'hidna, ha savet e voe gant an doueez Hera dindan ur wezenn e-tal feunteun Aminone ha lenn Lerna, en Argolis. nemet ur penn n'he devoa pa oa ganet, met re all a greskas outi, betek meur a gantad hervez oberourien zo.