Charlotte Augusta Kembre : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : en:Princess Charlotte of Wales zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : es:Carlota Augusta de Gales zo ur pennad eus an dibab |
||
Linenn 23: | Linenn 23: | ||
{{Liamm PuB|en}} |
{{Liamm PuB|en}} |
||
{{Liamm PuB|es}} |
Stumm eus an 24 Du 2013 da 15:26
Charlotte Augusta Kembre (1796 -1817) a oa ur briñsez saoz, merc'h d'ar roue George IV ha da Caroline von Braunschweig-Wolfenbüttel (1768 -1821), hag o bugel nemetañ.
Burzhudus e vije bet he ganedigezh. Fougeal a reas he zad, bloavezhioù goude, ne oa tostaet ouzh he mamm nemet teir gwech en o buhez. Nemet un toullad mizioù ne oa Charlotte Augusta pa zispartias he zud en ofisiel. Diwar neuze e viras he zad outi da welout he mamm nemet gwechig dre vare.
Klask a reas he zad he zreiñ a-enep d'he mamm, met atav e karas anezhi.
Dimeziñ
Dimeziñ a reas d'an 2 a viz Mae 1816 d'ar priñs Leopold von Sachsen-Coburg-Saalfeld, a zeuas da vout roue Belgia diwezhatoc'h.
Rouanez Bro-Saoz e oa Charlotte da vezañ, dre ma oa bugel nemetañ he zad. Met mervel a reas er gwentloù d'ar 6 a viz Du 1817, d'ur 21 bloaz, goude genel ur mab hag a varvas ivez.