Elesbed Iañ (Bro-Saoz) : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : ja:エリザベス1世 a zo ur pennad vat; Kemm dister |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : bg:Елизабет I zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister |
||
Linenn 33: | Linenn 33: | ||
[[Rummad:Rouanezed Bro-Saoz]] |
[[Rummad:Rouanezed Bro-Saoz]] |
||
{{Liamm PuB|bg}} |
|||
{{Liamm PuB|bs}} |
{{Liamm PuB|bs}} |
||
{{Liamm PuB|en}} |
{{Liamm PuB|en}} |
Stumm eus an 24 Du 2013 da 13:23
|
- Meur a Elesbed Iañ zo bet.
Elesbed Iañ, ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1533 ha marvet d'ar 24 a viz Meurzh 1603, a oa rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon adalek ar 17 a viz Du 1558 betek deiz he marv.
Lesanvet e oa ar Rouanez Werc'h ("The Virgin Queen") , "Gloriana", pe ar Rouanez Vat ("Good Queen Bess"), hag an hini diwezhañ eus an dierniezh Tudor.
Merc'h e oa da Herri VIII hag Anne Boleyn e eil pried, a voe dibennet daou vloaz hanter goude genel ho merc'h, ha diskleriet e voe e oa bastardez Elesbed. He lezbreur Edward VI a legadas ar gurunenn da Jane Grey, diwar-goust gwirioù e ziv lezc'hoar, Elizabeth ha Mary, en desped d'al lezenn. Ne voe ket dalc'het kont eus e youl, Mary a voe anvet da rouanez, ha Jane Grey a voe dibennet. En 1558 e teuas Elizabeth da vezañ rouanez war-lerc'h he lezc'hoar, goude bezañ bet karc'haret tostik da vloaz, abalamour ma vije bet harperez ar brotestantiezh.
Rouanez Bro-C'hall e oa ivez (an titl hepken) ha rouanez Iwerzhon, adalek ar 17 a viz Du 1558 betek he marv.
Un tamm barzhez a oa anezhi, met brudetoc'h eo abalamour m'he doa lakaet dibennañ he c'heniterv Mari Stuart, rouanez Bro-Skos.
En he raok: Mari Iañ |
Rouanez Bro-Saoz Rouanez Iwerzhon 1558 – 1603 |
War he lerc'h: Jakez Iañ |
Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Link GA