Organeg daskemmet he genoù : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: is:Erfðabreyttar lífverur
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: hr:Genetski modificirani organizmi
Linenn 488: Linenn 488:
[[fr:Organisme génétiquement modifié]]
[[fr:Organisme génétiquement modifié]]
[[gl:Organismo xeneticamente modificado]]
[[gl:Organismo xeneticamente modificado]]
[[hr:Genetski modificirani organizmi]]
[[hu:Genetikailag módosított élőlények]]
[[hu:Genetikailag módosított élőlények]]
[[ia:Organismo geneticamente modificate]]
[[ia:Organismo geneticamente modificate]]

Stumm eus an 7 Gen 2013 da 12:24

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 


Petra eo un OKG (Organeg Kemmet e Genoù) : Stumm ha mont en-dro

Un OKG a zo termenet gant Kuzul Meur Europa evel « un organeg ez eo bet kemmet dezhañ e danvezioù genetikel dre un doare na c’hoarvezh ket ez-naturel dre liesadur ha/pe dre adstummadur naturel ».

Teknikoù dreistijin-genetekek a servij da dreuzkas e genotipenn un organeg, un pe meur a gen a-benn kas doarennoù nevez dezhañ. An teknikoù-se a c’hell bezañ implijet kement war loened, fungi, plantoù pe mikro-organegoù. Ar genoù kaset a c’hell dont eus forzh peseurt organeg : virus, bakteri, plant, fungi, loened, mab-den...

Stumm ha mont en-dro an Organegoù Kemmet o Genoù (OKG) el live molekulel: an TDN (Trenkenn Dezoksiribo-Nukleikel)

An TDN ’zo ur vakromolekulenn a vez adkavet e nukleus kelligoù pep boud-bev. Bez ez eus diouti er c’helligoù eukariot ha prokariot.

Dougen a ra holl keleier genetikel un den hag a ya d’ober e fenotipenn. An TDN a zo douger an hêrelezh dre ma c’hell ar volekulenn-se bezañ eilgeriet ha kaset d’un diskenad e-kerzh al lieskementadenn pe ar gouennadur. E orin mont-en-dro sintenn ar proteinoù emañ. Dougen a ra holl keleier doareennoù ur boud bev, e vont-en-dro, hag a vez savet gant ar proteinoù.

An TDN a zo an danvez pennañ a ya d’ober ar c’hromozomoù, dieub eo er c’helligoù prokariot dre ma n’eo ket dispartiet an nukleoplasm hag ar sitoplasm gant goloenn an nukleus er c’helligoù-se. Hogen en em gav an TDN e nukleus ar c’helligoù eukariot, pa vez dispartiet an nukleoplasm deus ar sitoplasm. Ur stumm doubl a zo gant ar vakromolekulenn-se, dispartiet eo e daou chadenn nukleotidoù o vezañ liammet an eil gant eben dre liammoù-gwan. Pep nukleotidenn a zo savet gant ur fosfat, ur sukr (dezoksiriboz) hag ur vazenn azotek.

Stumm ha mont en-dro e live ar c’helligoù: eus an TDN d’ar protein

Evit tremen eus an TDN d’ar protein, eo ret tremen dre meur a hentenn :

  • Treuzskrivadur an TDN e TRN (Trenkenn Ribo-Nukleikel)
  • Treuzkas an TRN eus an nukleus betek ar sitoplasm
  • Treiñ an TRN e protein.

Pa ’z eo bet sintezennet ar protein e vez neuze dieubet, hag a ya d’ober e labour, da sevel, da lakaat da vont en-dro an organeg.

Diwar-se ez eo bet savet an OKG; o kemm ar genoù, ha neuze ar proteinoù sintezennet a-benn pinvidikaat, sikour, buanaat pe simplaat mont-en-dro ur boud-bev.

An dreistijin genetek a servij neuze da cheñch, tenn pe kas doareennoù ‘zo. An treuzfurmadur a servij da :

  • Kas ur fonksion nevez
  • Paouez pe brasaat efeduster ur fonksion hag a zo dija en organeg.

Dre ma vez termenet an doarennoù-se e live ar genoù, eo el live-se e vo kemmet an organeg, dre-se e teuont da vezañ Organegoù Kemet o Genoù.

Ar genoù kemeret ha/pe kemmet a teu eus organegoù-zo hag a zo gouest da lieskementiñ o danvezioù genetikel hag a c’hell ivez en em veskañ en hon endro ; da skouer, evit ur blantenn KG,e vo kemmet ar blantenn kement hag ar pezh a broduo : e breun, e frouezh, e vrenn…

Ma n’en em lieskement ket an organeg e unan, pe ma ne vez ket lieskementet e gelligoù a-hed an amzer ennañ, e vez tremenet dre ur vakterienn, lakaet e vez enni ar gen. Pa lieso ar bakteri e lieso ivez he genotipenn, dre se e vo produet meur a genoù a-benn kas anezho en organeg da gemm, hag a teuio da vezañ un OKG.

Stumm ha mont en dro e live an organeg

       Eskemm, ouzhpennañ pe tennañ genoù a cheñch neuze doareennoù, mont-en-dro ha stumm an organeg a vez cheñchet. Met evit sevel un OKG eo ret da gentañ gouzout peseurt gen a vo ouzhpennet, tennet pe treuzfurmet dezhañ. 

Ar pezh ‘zo, daoust ma vez disheñvel ar genoù eus un organeg d‘unan all, kodet e vezont dre ar memes doare : dre pevar nukleotid : A,T,G ha C. Pep organeg a c’hell neuze treuzskrivañ ar genoù-se e TRN hag a vo troet e proteinoù, ha pa ’vefent en o gelligoù orin pe bet enbarzhiet en un doare artifisiel. Ha dre ma ’z eo disheñvel pep organeg, na c‘hellomp ket gouzout petra vo efed ur gen kemmet en organeg, evit-se eo ret ober testoù da c’houzout petra ra pa vez tennet ur gen, da skouer ur gen anavezet G, pe ma vez ouzhpennet ar gen G. Peurvuiañ e vez graet an test mañ war lapined, rak eo ul loen hag ez eo tostig e organeg d‘hini un den, dre-se eo aes deomp evezhiañ ar pezh a c‘hoarvez dezhañ dre kemm ar gen G. Pa vez ouzhpennet pe tennet ur gen G d‘un organeg, gallout a ra cheñch nemet un doareenn, met bez e c‘hell ivez krouiñ cheñchamantoù war reizhiad metabolegezh an organeg a-bezh.

      Gen enep amprevaned: an eneberezh-se a vez kaset d‘ar plantoù dre genoù a kod ur furm a andotoksin- proteinek, produet gant bakterioù al leur: ar Bt.
      Gen enep lazher-geot: (servij a reont da lakaat lazher geot war ar plantoù ha tro-dro hep ma varvfent), kemeret e vezont dreist-holl war genoù ar c‘hrug, ha gouzañv a reont ar glufosat (bevener er Round-up) hag ar glufosinat ammonium (a vez kavet el lazher-geot Basta).
      Gen difrouezhusted parel: ar gen-se (banase) a god ur ribonukleotid, a zo kontrolet a benn bezañ efedus nemet er greun brenn. Enebiñ a ra ouzh sintezenn molekulennoù trenkenn-ribonukleek a gemer perzh er frouezhusadur. Ar gen-se a zo bet implijet evit difenn ar ribonukleotid-se da frouezhañ ha neuze kas a-benn plantadurioù heñvel-gen, gant par ebet, e Europa.
      Gen dalc‘henn eus genoù all: ar fed se a zo graet en ur embarzhiañ ur gen ouzhpenn d‘ur gen sipl, met savet en tu enep (komzet e vez eus genoù „enep-tu“, pe a-wechoù en tu mat met cheñchet (lakaet un nukleotid A e plas C pe T e plas A…). Bezañs ar gen enep-tu a disken efedusted ar gen sibl, ar pezh a vir ouzh sintezennadur ar proteinoù siblet.

Ar 7 pazenn evit sevel un organeg kemet e genoù (OKG)

Choazet e vez ar gen on eus ezhomm

Amañ vo kemeret evel skouer ar gen Bt, tennet eus ar bakteri Bacillus Turingisbakterialleur, a servij da broduiñ ul lahzer-amprevan.

Diembarzhiadur ur gen eus e TDN orin

  • Ar plasmid (kromozom) a vez tennet eus ar bakteri.
  • Enzimoù strizhaat a droc’h tro-dro ar gen en ur derc’hel ur bord d’ar gen ; triplet nukleotid pennkaser ar gen hag triplet nukleotid dibenn ar roer.

Rask ar penn-gaser hag an dibenn

  • Pennkaser ha dibenn ar gen a zo spesius d’ar plantenn pe d’an organeg. Servij a reont estaoladur ar gen. Pennkaser ar vakterienn na estaol ket ar gen en edajoù. Dre-se eo ret tennañ anezho dre anzimoù distruj all.

Adsavadur ar gen

  • Ret eo lakaat ar resever da annavezout ar gen, dre-se e vez staget dezhañ ur Pennkaser hag un dibenn annavezet gantañ.

Lieskamentadur ar gen

  • Ar genoù savet o deus da vezañ lieskementet a-raok bezañ implijet. Ar bakterioù eus hon stomok a raio al lieskementadenn, dre maz eo ar bakterioù-se, bakterioù a en em lies dibaouez.
  • Ar plasmidoù a zo kemeret er bakterioù stomok.
  • Ar plasmidoù a vez troc’het etre daou gen.
  • Embarzhiet e vez ar genoù kemet er plasmidoù-se.
  • Ar plasmidoù a zo adembarzhiet en o bakteri orin.
  • « Bouetaet » e vo neuze ar bakterioù-se en ur kas dezho pep ar pezh o deus ezhomm evit en em lieskementiñ (glukoz, nutriantoù…)ha lakaet e vo anezho en un endro da 37 °C, temperadur ar c’horf a-benn aesaat o lieskementadurioù. Dre lieskementiñ, e lieskemento ivez o genotipenn ha dre-se e vo lieskementet ar gen kemmet, ur bern a vo savet.

Embarzhiadur ar plasmid er blantenn

  • Meur a hentadoù a zo evit embarzhiañ genoù er plantoù, unan anezho a zo ar muiañ implijet a zo ar biolistik : mikro kanetennoù induet a plasmidoù (douger ar gen kemmet) kemeret er bakterioù.
  • Ar c’hanol a denn ar meskajoù-se er plantuloù.
  • Treuzhiñ a ra ar ganetenn ar plantulenn en ur laoskel enni plasmidoù pe just tammoù TDN (Trenkenn Dezoksiribo Nukleikel), chom a ra neuze ar gen kemmet e kelligoù ar plantuloù.
  • Dre-se ar plantuloù taget a embarzho en o genotipenn ar sekañsoù gen embarzhiet.

Dibab ar blantenn gemmet

  • E boestoù, ar plantuloù a zo dibabet.
  • Ar plantoù a varv dre al lazher-geot a zo lakaet d’ar poent-se en ur skuihlañ annezhañ war ar plantuloù. Choazhet e vez nemet ar plantuloù gant Basta.
  • Pa gresko ar plantuloù e dougin neuze ar gen c’hoantaet.
  • Gwiriekaet e vez neuze a-hed an amzer ma toug mat ar blantenn al lazher-geot hag ma chom kompez en amzer.

Istor an OKG hag ar Genetikerezh

1866 : Gregor Mendel, ur manac’h, a dizolo lezennoù an hêrelezh.

1941 : George W. Beadle hag Edward L. Tatum a dizolo eo rennet sintezenn ar proteinoù gant ar genoù, met n’anavezont ket natur ar genoù.

1944 : Oswald Avery, Maclyn Mc Carthy ha Colin Mc Lead a dizolo eo an d/Trenkenn Dezoksiribo Nukleek (TDN) a ya da sevel ar genoù hag a ren an hêrelezh, ha n’eo ket proteinoù ar sitoplasm evel ma veze kredet a-raok.

1953-1955 : Francis Crick ha James Watson a ziskriv struktur an TDN. Hipotezenniñ a reont eo diazezet sintezenn ar proteinoù war an Trenkenn Ribo Nukleek (TRN) kannad hag a vez treuzskrivet en nukleus diwar an TDN a-raok bezañ troet war-lec’h, en organitoù ar sitoplasmenn.

1970 : Dont a ra a-benn Hamilton Smith ha Kent Wilcox da izolañ ar protein Hind II, un enzim bakteriel hag a “redu” ar molekulennoù TDN. Ar seurt sizailh kimiel-mañ a droc’h an TDN e tammoù hag a c’hell bezañ enbarzhiet e TDN spesadoù all: Tu ‘zo treuziñ ar vevenn etrespesadoù.

1973 : Kavet e vez er bakteri Agrobakterium Tumefaciens ur plasmid, ar plasmid Ti, hag a ro tro da zegemer ur gen hag a doug un titour genetikel klasket, ha d’e enbarzhiañ e genom ur blantenn.

1983 : Mary Dell Chilton hag Andrews Binns a grou ar gentañ blantenn treuzgenel: ur plant butun, ur gen goell enbarzhiet en e genom.

1985 : Kentañ blantenn kemmet he genoù hag a harz an amprevaned.

1986 : Krouidigezh ar C’huzul dreistijin biomolekulel (Commission de génie biomoléculaire) hag a ziviz ma ‘z eus tu lakaat pe get war ar marc’had ur produ OKG ennañ, hag a briz diferadennoù strewerezh an OKG en diavaez.

1987 : kentañ blantenn treuzgenel hag a dalc'h penn d'ul lazhgeot

1988 : kentañ edaj treuzgenel (mais hag a dalc'h penn d'ar c'hanamisin, ul louzaouenn)

1989 : Krouidigezh ar c’huzul dreistijin genetek ( Commission de génie génétique), hag a zo e garg barnañ riskloù un OKG nevez a-raok ma vefe aotreet e implij.

1990 : Degemeret e vez gant an UE div lezenn diwar-benn an OKG : - An disentez 90/219/CEE, diwar-benn implij mikroorganegoù kemmet o genoù (MKG) e lec’hioù serret (labourvaoù) evit ar greanterezh hag an enklask. -An disentez 90/220/CEE, o reoliañ ar strewerezh OKG evit an enklask hag an emdroadur. Redi a ra e vefe gwiriet, a-raok strewerezh pe lakaat war ar marc’had pep OKG, e efedoù war ar yec’hed denel, ar yec’hed loenel hag an endro. Memes bloavezh : kentañ blantenn kemmet he genoù lakaet war ar marc'had ( e China, ur plant butun)

1994 : Kentañ legumaj KG lakaet er c'henwerzh (tomatez Flavr savr, gorrekaet o darevidigezh)

1996 : Kentañ gounidegezhioù PKG.

1997 : kentañ plantenn butun o produiñ hemoglobin. E Bro C'hall : kentañ plantenn KG aotreet da vezañ gounezet : ar mais BT, hag a talc'h penn d'an amprevaned o produiñ un toksin lazhamprevan, dre ur gen eus ar bakteri Bacillus Thuringiensis, hag a brodu an toksin (Cry1Ab) hag a c’hell lazhan ar biskoulennoù piral (debret e vez ar plantoù mais gant biskoulennoù piral ar mais).

1998 : 10 a viz Meurzh : lakaet e vez e plas ar C’huzul bioevezhiañs.

1999 : 1 a viz ebrel : Krouidigezh an AFSSA (agence française de sécurité alimentaire)

20 a viz Mae : Embann er gelaouenn skiantel saoz « Nature » gant ar skiantour John Losey ur pennad diwar-benn dañjer polen ar mais Bt war ar balafenned Danaus plexippus (monarque).

24 a viz Gouere : Europa a diviz eus ur goursezenn diwar-benn an OKG, hag a difenn aotreañ plantoù KG nevez evit ar c’henwerzh.

2000 : Miz ebrel : Reolenn european nevez diwar-benn an tikedenniñ : bezañs OKG a rank bezañ menneget ma vez muioc’h eget 1% dioutañ er produ.

Miz mae : hadoù kolza hag a oa sañset bezañ nann-OKG, a vez gwerzhet gant ar firm Advanta ha plantet e meur a bro. Merzhet e vo int e gwirionez OKG. E Bro C’hall e vo goulennet gant ar gouarnamant distruj ar parkeier kontammet. Eus miz Gwengolo da miz Kerzu : Tabutoù a vez aozet e 60 kêr e Bro C’hall. Klozadur : an dud a nac’h beveziñ molekulennoù nevez pa na vez ket anavezet o efed war hir-dermen war an organeg. 2001 : Ar c’huzul European a ginnig div reolenn nevez a-benn gwelaat heulidigezh ha tikedenniñ an OKG.

Miz eost : distrujet e vez parkeier OKG gant ar „Confédération paysanne“

Un neubeut OKG

Plantoù KG

      -Butun gouest da brobuiñ hemoglobin : tu ‘vo e implijout evit degas gwad, d’ober ensikladennoù. Ijinet a zo bet ivez butun gouest da broduiñ molekulennoù a vefe tu d’o implijout a-benn parreañ deus ar skleroz dre blakennoù, ur chleñved a ampech da fiñval. Deuet eo ar skiantourien a-benn da grouiñ ur butun gouest da sintezenniñ enep-korfoù da siblañ ar c’hrignoù-bev. Ijinet ‘zo bet ivez butun hep nikotin. Gant un embregerezh amerikan a zo ar soñj da grouiñ ur butun a-enep an dant fall.
      -Lost-louarn a-enep ar c’hign-bev : ijinet eo bet gant an enklasker eus bro Kebek, Loeiz Vézina, eus “Agriculture Canada”. Produiñ a ra kalz a interleukine II, ul louzaouenn a-enep ar c’hrign-bev, na vez ket kavet kalz mod-all hag a goust ker-ruz. Hervez Loeiz e c’hellfe ar pradeier luzern dont da vezañ produerien pennañ ar produioù apotikerez. Deuet eo a-benn Loeiz da lakaat ar blantenn da sintezenniñ reaktivoù gouest da anavezout ar c’hevredad gwad.
      -Bananezenn vrec’herez : gant an dreiistijin-genetek e vo tu da brec’hiañ poblañsoù a-bezh, hep ma verzhfent tra ebet. Ar soñj a zo gant ar skiantourien da grouiñ ur vananezenn a broduefe enep-genoù an hepatit A ha B. Chazhet eo bet ar vananezenn abalamour ma gresk er broioù paour e-lec’h ma vez alies ar c’hleñvedoù-se kleñvedoù-red hag ivez abalamour ma vez debret kriz gant an dud, gallout a rafe bezañ diefedus ma vez poazhet.
      -Fusarium oxysporum : roet ‘zo bet da Monsanto ur budjed a 5 milion a dollard gant ar gouarnamant Amerikan evit krouiñ ur fungi a dagfe ar c’hannab hag ar c’hoka dre ar gwriziennoù. Ur c’hleñved a dag alies an tomatez eo. A-benn neubeut e vo implijet e Kalofornia evit distruj pradeier dizaotreet marijuana.

Plantoù KG gant efedoù dic’hortoz

        Krouet a zo bet ur goedenn OKG evit gwelaat goadur an alkol. Met gant ar goedenn-se e veze produet kalz a vethilglioksal, en ur c’hementad 30 wech uheloc’h eget ar memes goedenn nann OKG, hag a zo ur sustañs pistri kennañ.
        Gant tud Monsanto o klask lakaat ar c’holza da sintezenniñ muioc’h a garotenoid, ur sustañs a servij da broduiñ ar vitamin A, ez eus bet merzhet e izelae a galz produadur ar blantenn e vitamin E hag e klorofil.
        Gant skiantourien all ‘zo bet klasket kemm sintezekadur karotenoid an domatezenn gant sikour ar genetikerezh. Gwelet eo bet, hep tamm displegadenn, e veze ar plantoù bihanoc’h eget ma vezent sañset da vezañ.
        Soja OKG anvet Roundup Ready (RR) krouet gant Monsanto a varv aes pa vez re domm an amzer ha pa vez un tamm neubeutoc’h a dour eget ma vez dleet, sur a-walc’h peogwir a vez sintezenekaet muioc’h a lignin gant ar blantenn. Ouzhpenn da-se, kementad phyto-oestrogen ar soja OKG a zo etre 12 ha 14% izeloc’h eget er soja normal.
        Ar c’hementad a glikoalkaloid, un toksin, en aval-douar a zo bet uhelaet pe izelaet en un doare dirc’hortoz e maneadennoù genetek disheñvel, na veze ket o fal lakaat da cheñch produadur toksinoù ar batatezenn.
        Plantoù KG e Bro-C’hall:
        An OKG aotreet e bro-c’hall (produadur, treuzfurmadur, gwerzhañ):

-Ar butun " ITB-1000-0X " a c’hell enebiñ ouzh ul lazh-geot -Ar mais Bt-176 a c’hell enebiñ ouzh ar piral hag ul lazh-geot -Ar mais MON 810 a chell enebiñ ouzh ar piral -Ar mais T 25 a c’hell enebiñ ouzh ul lazh-geot

        An OKG aotreet e bro-c’hall nemetken ha ket e Europa:

-Ar soja 40-3-2 a c’hell enebiñ ouzh ul lazh-geot -Ar mais BT-11 a c’hell enebiñ ouzh ar piral hag ouzh ul lazh-geot 11 vouedenn OKG a zo bet aotreet da vezañ gwerzhet d’an dud : eoul kolza, ha produioù o tont eus mais (bleud, amidon, glukoz, eoul).

     OKG bet nevez krouet : An aval-douar-lost-lou (gant leun a broteinoù), ar c’havr-gevnid (produiñ a ra en he laez ur fibrenn gweñv), ar riz-bleunienn (riz melen gant leun a veta-karoten), pemoc’h-krank (gant mourroù melen ha lufrus), kelienenn-krank (a ra goulloù), kotoñs-lapin (‘vit ma vefe dousoc’h), aval-douar-kraoñv Brazil (dilezet dre allergiezh), aval-douar-bleunienn-erc’h (devet ar plantoù dre ma roe ar c’hrign-bev aes), patatezenn krank (lufrus), patatezenn-virus (brec’hidigez an dazont bet arnodet bloavezhioù ‘zo war an den), eog-den… 

Ekologiezh ha Saotradur an endro gant Plantoù Kemet o Genoù (PKG).

Soja Monsanto

      E soja treuzgenel ar gevredigezh Amerikan Monsanto (brasañ embregerezh OKG er bed, an hini gentañ da vezañ kenwerzhet anezho), ur gen embarzhiet a lak ar blantenn da vezañ gwarezet deus ur produ lazh-geot, ar Round-up, o produiñ round-up o unan. Lavaret e vez eo ar Round-up ul lazher-geot « hollek » dre ma lazh an holl plantoù (ar re mat kement hag ar re fall, war-bouez ar blantenn hag a zo enni ar gen « derc’hel-penn »-se. Kenwerzhet gant ar memes embregerezh. En ur gounidigezh-douar-naturel, implij ul lazher-geot hollek a zo bevennet, rak en deus ivez efedoù war ar plantoù produet, hag ar plantoù tro-dro d’ar parkeier. Ar soja KG produet gant Round-up ennañ, (atav gant an embregerezh Monsanto), a vez produet e kementadoù bras kennañ. Kas a ra neuze d’ur saotradur bras eus al leur, dre meur a zoare (gwelet Saotradur an en-dro dre plantoù OKG ), hag saotradur ar gweleadoù dour-puñs.

Al labourerien douar hag a implij ar soja Monsanto (soja OKG) ‘zo rediet da implij nemet al lazher-geot Round-up. Dre-se Monsanto a uhela marc’had al lazher geot kement hag ar plantoù treuzgenel, ar pezh a lak ar produadur agrokimikel da vezañ kemmet, betek distruj an endro hag ar plantoù.

Emplantadur ur blantenn en diavaez eus e ekoreizhiad naturel

       Mekanism naturel an emdroadur en deus kaset pep spesad da emdreiñ en un endro spesius dezhi, da lâret eo, gant un etreobererezh a boudoù bev determinet, en ur metoù bennak (en un doare geologel ha hinel). Emplantañ ur spesad en diavaez eus e vetoù orin a gas peurvuiañ d’ur gwalldreuz ekologel. 

E mod-se, ur bezhin, ar Caulerpa taxifolia (o tont eus Meurvor Indez), a zo bet adkavet er Mor Kreizdouarel. Oc’h aloubiñ un enezenn, chalañ a ra an holl bezhin betek o distruj ha kemer o plas, ha dre-se e lazh spesadoù plantoù ha loened. Ar riskloù a zo ar memes re gant an OKG ha dreist holl ar plantoù treuzgenel rak n’o deus ket a lec’h emdroañ, da laret eo n’o deus ket emdroet en un ekoreizhiad ispisial, bez e c’hellont bevañ e pep lec’h. Ar plantoù treuzgenel a zo o fal enebiñ gwelloc’h ouzh ar preizherien pe ouzh buhez-sunerion naturel all, ar pezh a ro dezho un dreistelezh war ar spesadoù all, hag ar riskl eo e lakfent ar re-se da vont da get, en ur laoskel nemet plantoù KG war al leurioù. Ar plantadurioù diouzh ar vro (plantoù orin ) eo a kas ar genoù spesius d’ar blantoù KG, met ar produioù implijet a dago ar plantoù orin-se dre o heñvelded genetikel. Taget int neuze gant kleñvedoù krouet abalamour d’o heñvelded ouzh ar plantoù KG. Plantadurioù bedel a vo neuze ar plantoù KG hep ma chomfe eus ar spesadoù orin. Evel-mañ e teu da vezañ ar soja, ar c’holza hag ar maïs Monsanto, plantadurioù bedel, ezel eus an OKG ha drastus d’an ekologiezh.

Saotradur ar plantoù OKG

       Ar saotradur treuzgenel anvet «  saotradur genetek » n’en deus netra da welet gant forzh peseurt saotradur anavezet hiriv an deiz er bed : e efedoù a zo digontrolabl evit an den, rak ar plantoù-se o deus urzh d’en em liesaat dibaouez. Den ebet hiriv en deus ur menoz eus ar pezh a erruo, ha diposubl e vo da vont war-gil ma vez merzet efedoù dic’hoantaet en dazont. 

Evel-mañ, kontaminadur ar plantoù naturel gant plantoù KG tro-dro-dezho a zo bet merzet gant ar skiantourien c’hall, renet eo bet an taolioù arnod-se gant an INRA (institut stadel an enklask agronomel).

Un taol-arnod a zo bet great war ur bloaz en ur parkad kolza kelc’hiek, 100 metrad e skin, gant plantoù naturel tro-dro ha plantoù KG eus ar memes spesad en e greiz :

- Kolza naturel ket kemmet e genoù. (100m skin) - Kolza kemmet e genoù. (10m skin)

              Pa ‘z eo deuet koulz produadur brenn ar plantoù, kroget eo an daou tip Kolza d’en em kroazhiañ, 3 sizunvezh war-lerc’h, eo bet stadet e oa deuet an holl blantoù da vezañ ur spesad nevez, kroazhet etre an daoù seurt kolza-se (ar re kemmet o genoù hag ar re naturel). 

Gouzout a reomp e teu ar c’hontaminadurioù-se eus kroazhadegoù trumm, gant eskemmoù genoù. Anavezet e vez an treuskas-se al lanviad genel.

Pa ‘z eo bet implijet evit ar wechoù kentañ, ha pelloc’h c’hoazh, an OKG, e oa evit ar medisinerezh, pe nemet evit taolioù arnod. Ar pezh ‘zo eo e oa e-barzh labourvaoù, spasoù a oa harzet gant mogerioù hag hep eskemm gant an diavaez nag an natur. Bremañ, dre ar produadurioù hag an implij el labour-douar, e vezont implijet e spasoù digor, bez e c’hell forzh piv gwelet anezho, touchañ anezho ha treuzkas anezho e-pep lec’h dre ar bed. An OKG–se a vo debret, plantet, implijet : n’eo ket ken ur benveg, dont a ra da vezañ ur gwir vouedenn. N’ez eus ket tu ken tennañ anezho deus an douar, rak dre an treuzkas pe just ar saotradur genetikel (kontaminadurioù) ez eo bet treuzkaset war an douaroù dre ar bed tro-dro.

       Hiriv an deiz e vez krouet gant an embregerezh Monsanto plantoù a grou tri lazher geot (holl plantoù ar bed a vez lazhet gant an tri lazher geot–se, hini ebet na c’hell enebiñ ouzh al lazherien-geot se ha dreistvevañ). Dre ma brodu ar blantenn-se al lazherien geot–se, ne vez lazher-geot ebet hag a c’hell lazhañ ar blantenn-se rak gwarezet eo eneptañ. Dre saotradur ar plantoù naturel tro-dro d’ar parkeier OKG-se, e vez kontaminet ar blantoù nann KG-se gant ar genoù produadur lazher-geot. Dont a ra ar plantoù-se da vezañ plantoù KG ivez, ha da enebiñ ouzh al lazherien geot, ha na c’hellomp ket enebiñ dezho ken.
        Ar genoù produer-se a brodu neuze ur « saotradur genetikel » hag a zo, er c’hontrol eus ar saotradur kimiek pa radioaktivel, diamginabl penn-da-benn. Ne vo gwech ebet tu degas en-dro d’ul labourva ur gen, a vefe bet strewet eus plant-mañ-plant KG.

Bez ez eus daou zoare d’ar plantoù da eskemm o genoù

     An eil a zo an doare « vertikalek », hag a zo an hini stadet peurvuiañ hag anzavet gant al lezennoù. Ar genoù en em eskemm dre gouennadur ar plantoù, pa eskemmont o brenn pe kelligoù marv dre an avel, virusoù, bakterioù, an amprevaned, ar c’hendouch… Da lâret eo dre diavaez an douar, ha koulskoude, un doare all ‘zo, met ket anzavet gant al lezenn, anavezet nemet gant ar skiantourien.
     Egile a zo neuze dre an douar, anavezet e vez an doare « a-blaen ». Dre amprevaned an douar, kontakt ar wriziennoù … Genoù ‘zo a vez neuze eskemmet etre ar plantoù, ha saotret e vez al leur ezgenetikel. 10 vloaz a gemer an douar evit kaout roud ebet, greunenn ebet ken eus ur blantenn a zo bet plantet ennañ ha tennet war-lec’h. Saotret eo neuze an douar, hag an natur a brodu neuze OKG war lerc’h bezañ bet e kontakt gant meur a-hini, pe zoken unan nemetken.

Plantoù Kemet o Genoù (PKG) enep amprevaned hag enep virusoù

         Kresk enebiezh an amprevaned ouzh ar blantoù
       Plantoù KG hag a zo savet, gwerzhet hag aotreet e Bro-c’hall hiriv an deizh, evel ar mais treuzgenel, a zo savet diwar ur gen tennet eus ur bakteri a vev el leur : ar Bacillius Thuringiensis (Bt). Sintezenniñ a ra ar gen-se un toksin er blantenn, hag a lak anezhi da vezañ gwarezet a-enep an amprevaned rak ne c’hellont ket ken debriñ anezhi. Da skouer pa vez emplanet ar gen Bt er mais, hag a teu neuze da vezañ mais treuzgenel, e vezont gwarezet a-enep piral an edajoù (ar viskoulenn ar muiañ brudet e Bro c’hall dre he distrujoù er plantoù) hag na c’hell ket ken debriñ ar blantenn ha neuze en em staliañ e-barzh.

Er c’hontrol eus un enep-amprevan klasel hag a vez implijet en ur skuilhiañ anezhañ war ar plantoù, ar plant KG a brodu anezhañ dibaouez. An amprevan, en ur vezañ atav e kontakt gant ar plantoù-se ha neuze gant an enep-amprevan-se, a zo vont da vezañ muioc’h-mui boaz d’an enep-amprevan-se. An toksin Bt a teuio neuze diefedus war an amprevaned-se, hag e vo ret deomp adimplij war c’horre ar plantoù KG-se ul lazh-amprevan all rak ne vo ket efedus ken an hini produet gant ar plantoù. Uhelaat a raio neuze saotradur al leur, hag an douar a vo saotret daou wech muioc’h eget pa vez implijet lazher-amprevan klasel nemet ken, ha ret e vo produiñ edajoù KG o produiñ ul lazher amprevan nevez, betek ma teufe d’e dro da vezañ diefedus. Ha nebeut goude, ar mont-en-dro-se a adkrogo gant lazher amprevan all, hag ar pezh kaset na vo nemet torr chadenn naturel hag amzerel an amprevaned ha saotrañ muioc’h-mui al leur gant hag hon endro.

               Ar plantoù douger virusoù 
       Evit gwareziñ ur blantenn eus ur virus (evel an domatezenn enep ar virus mozaik, hag a lak anezho da vreinañ) e vez treuzplantet enno ar gen hag a brodu ar virus-se. N’ouzhomp ket perak, met pa vez produet ur virus gant ur blantenn he-unan e teu ar blantenn-se da vezañ gwarezet a-enep tagadennoù ar virus-se eus an diaveaz. Anavezet e vez an teknik-se ar vrec’h-genetikel.

Plas hag efedoù an OKG er geopolitikerezh

Tachennoù implij an OKG

  Evit petra, gant peseurt pal, peseurt implij a zo pe a vefe tu kaout d’an OKG ? Perak implij OKG ?  
      -En Enklask

O studiañ an OKG hag an dreuzgenadur e vefe tu kompren gwelloc’h doareoù mont-en-dro ar genoù, o doareoù reoliañ hag ar proteinoù kodet gante. Da skouer ez eus tu enbarzhiañ ur gen da studiañ en ur bakteri anavezet mat he fenotipenn, hag o studiañ an doareennoù nevez e vo tu kompren gwelloc’h rol ha perzh ar gen-mañ.

-En apotikerezh O implij plantoù, loened pe bakteri KG e vefe tu produiñ louzoù pe brec’hidigezhioù nevez e kementadoù bras ha gant ur c’houst kalz izeloc’h. Evel se eo bet kemmet genoù bakteri ‘zo a-benn lakaat anezho da broduiñ insulin denel, implijet da skouer dindan stumm ensinkladennoù evit pareañ an dud diabetek. (gwelet er pennad diwar-benn ar yec'hed evit muioc'h a titouroù).

      -Er greanterezh agrovouedel

O kemm genoù plantoù ez eus tu lakaat anezho da derc’hel penn da louzoù pe da produoù lazh-geot, pe c’hoazh lakaat anezho da broduiñ o unan un toksin gouest da lazhañ un amprevan.

      -Skouer ar plantoù Bt
       Ar plantoù Bt a zo plantoù bet ouzhpennet dezho ur gen eus ar bakteri Bacillus Thuringiensis, hag a zo neuze gouest da broduiñ un toksin hag a lazh ar biskoulennoù piral, hag a zistruj ar parkeier o tebriñ ar plantoù. Evit ar poent e vez produet mais ha kotoñs Bt evit al labour douar, hag esaeoù a zo graet war plantoù all hag a c’hello bezañ implijet a-benn nebeut (ar riz Bt a zo o vezañ peurechuet e Sina). Ar plantoù Bt a c’hell bezañ gounidus war berr amzer evit al labour-douar dreistproduer, a-benn kreskiñ c’hoazh ar produadur en ur implijout nebeutoc’h a broduoù lazh-amprevan hag en ur saotrañ neuze nebeutoc’h. Met, war hir amzer, an amprevaned a c’hello enebiñ eus an toksin produet e kementadoù bras gant ar plantoù, evel ma ‘z eo bet gwelet anezho o tont a-benn da enebiñ da meur a brodu lazh-amprevan, ha ret e vo neuze kavout un diskoulm all. Ouzhpenn da se, ma ‘z eo pistrius an toksin-mañ evit ur spesad amprevaned e c’hell ivez bezañ pistrius evit spesadoù all, hag a c’hellfe bezañ breskoc’h ha non pas dont a-benn da enebiñ : evel-se eo bet diskouezet e c’helle ar plantoù Bt bezañ toksek evit ar valafenn Danaus plexippus (monarque). Gallout a rafe ivez an toksin, war hir amzer, kaout efedoù war organeg al loened hag a debro ar blantenn...eveldomp, da skouer. 
         -Ar plantoù hag a dalc’h penn d’ur produ lazh-geot : skouer ar plantoù “Roundup ready”, gant Monsanto :
        Ar Roundup a zo ur produ lazh-geot produet gant ar firm amerikan Monsanto, hag o kas 40% eus o c’hounid, daoust d’e desteni bezañ deuet da vezañ foran e 2000. Ar volekulenn pennañ a zo ennañ a zo ar glifosfat, gouest da lazhañ an holl plantoù, o vont er blantenn dre an delioù hag o vezañ treuzkaset er blantenn a-bezh. Lazhañ a ra ar blantenn o inhibiñ sintezenn ar proteinoù ret da sevenidigezh ar c’helligoù. Ar plantoù KG Roundup ready, produet gant Monsanto, a zo gouest da zerc’hel penn da efedoù ar glifosfat. Moaien e vo neuze d’al labourer douar feltrañ round up war e barkad a plant round up ready, pa oa ret tretiñ ar park a-raok lakaat ar plantoù ennañ gant plantoù nann Roundup ready. Monsanto, hag en deus testeniet ar plantoù-se, a werzh neuze anezho  d’al labourer douar gant ur c’hontrad hag a redi anezhañ da brennañ ivez ar Roundup hag a za gante. 
        Ar round up a zo un danvez tost ken toksek evit an den hag evit ar blantenn. Ouzhpenn ar glifosfat ez eus ennañ tallowamin polietoksilet (POEA), trenkennoù organek tost eus ar glifosfat hag isopropilamin. Euvradur hag analadur an danvezioù toksek-mañ a gas kudennoù yec’hed bras (krignoù-bev, kleñvedoù analañ ha kudennoù koazhañ...). Kavet e veze dija roudoù glifosfat e plantoù bet hadet e pradeier e-lec’h ma oa bet feltret round up ur bloavezh a-raok, rak e vez miret ar volekulenn-mañ gant kompozadoù al leur. Met e plantoù hag a gresko er round up e vo sur a-walc’h muioc’h a roudoù eus ar produ-mañ, ha galloud a rafe bezañ arvarus debriñ anezho... Ouzhpenn-se, ar round up ha n’eo ket mirret gant al leur pe enbarzhiet gant ar plantoù a vo kaset dre ar glaveier betek ar stêrioù, hag a yelo da saotrañ an dour... Amañ ne vez ket anat perzh an OKG da wareziñ an endro hag a vez bepred meneget gant an embregerezhioù pro-OKG... 
        Ouzhpenn-se, plantoù evel ar c’holza hag an ed a c’hello, dre ar vrennadur, kas o zitour c’henetikel da plantoù all eus ar memes spesad, hag a talc’hfe penn ivez d’al lazh geot. Ur wech strewet an doareenn, ar plantoù da lazhañ na vo ket tizhet ken gant al lazh-geot, ha ret e vo d’al labourerien douar implijout ul lazh-geot disheñvel, gant hadoù hag a dalc’h penn d’al lazh-geot-mañ, betek ma teufe al louzoù da terc’hel penn d’al lazh-geot–mañ ivez, hag all, hag all...
        Ar plantoù-mañ a gas neuze kentoc’h ur c’hounid d’an embregerezh hag a werzh anezho, ha n’eo ket d’al labourerien douar hag a implijo anezho...

Dre ma ‘z eo testeniet an hadoù Monsanto, ne c’hell ket an hadoù eostet bezañ adimplijet gant al labourer-douar ar bloavezh war-lec’h : re-diet eo neuze adprenañ hadoù bep bloaz. Setu eo an OKG ur pezh-mell business evit seurt embregerezhioù : an dispign lakaet da broduiñ hadoù KG n’eo netra e-keñver an arc’hant hag a vo gounezet o werzhañ anezho. Ouzhpenn se, an hadoù e-re, ha na vo ket bet gwerzhet, a c’hello bezañ “profet” d’ar broioù paour, hag ar re mañ, pa na vo ket profet ken an hadoù dezho, a vo rediet o frennañ rak n’o do ket ar gwir adimplij hadoù ar bloaz a-raok. An embregerezhioù agrovouedel a zo neuze sur da c’hounid un nebeut pratikoù e-touez ar broioù-se, evel Afrika ar Su, hag a zo mennet da vont war-raok ha da ziorren o labour-douar...

An OKG: un diskoulm evit al labour douar er broioù war hent an diorren ?

   Hervezh difennerien an OKG e vefent un diskoulm da gudenn an naonegezh ha da diaesterioù al labour douar evit ar broioù war-hent an diorren. Hervezho, ar plantoù treuzgenel hag a dalc'h penn d’ar sec’hor, pe d’an amprevaned, a lakfe o froduadur da greskiñ, hag o emrenerezh da heul, o vont a-enep neuze d’an naonegezh er bed. An arguzenn se a vefe roet d’an dud dreist holl evit reiñ ur skeudenn vrav ha glann eus an OKG hag evit o lakaat da vezañ degemeret gwelloc’h gant ar bevezerien. E gwirionez eo kudenn an naonegezh er bed ur gudenn e rannadur ar pourvezhioù : er broioù diorroet o ekonomiezh e vez kudennoù yec’hed gant an dud dre un hypervouedelezh, pa gouzañv tud ar broioù paour gant un diouer a voued.  E gwirionez ez eus, ezobjektivel, a-walc’h a boued evit an holl war ar bed, an diskoulm da gaout d’an naonegezh a vefe neuze un doare da rannañ ar pinvidigezhioù ha n’eo ket un doare da broduiñ muioc’h c’hoazh : al lodenn vrasañ eus ar pezh produet gant ar broioù paour (frouezh, edajoù, kakao, kafe...) hiziv an deiz a vez ezporzhiet, forzh penaos, hag ar fed e vefe OKG pe get ar produadur-mañ na cheñcho ket kalz ‘tra d’ar gudenn, er c’hontroll : broioù an U-E a chom evit ar poent un tamm e-kichen marc’had an OKG, hag an darn vrasañ eus ar bevezerien a gav gwelloc’h beveziñ produoù naturel eget produoù gant OKG enno : na vefe ket neuze an OKG un diskoulm evit ekonomiezh ar broioù-mañ. 
   Er c’hontrol, emled an OKG er bed a gresko galloud ar firmoù etrevroadel meur hag a brodu o hadoù, evel Monsanto pe Adventis da skouer, hag a lakao en arvar an doareoù labour-douar hengounel hag al labour-douar « bio ». Dre ma n’o deus ket al labourerien douar ar gwir da adimplij o hadoù OKG d’ur bloavezh d’egile e vint rediet adprenañ hadoù bep bloaz... ma n’o deus ket c’hoant da gaout ur mell dell-gastiz da baeañ.  
   Ar sikour vouedel Amerikan a ro ur skouer vat eus an dra-se : o beuziñ broioù Afrika gant an OKG, krouiñ a ra marc’hadoù nevez en ur gavout an tu d’en em zisober eus an hadoù diwar-re... Evit ar poent e vez « profet » an hadoù-mañ d’ar vroioù war hent an diorren, met a-benn un nebeud bloavezhioù, pa vint rediet paeañ evit o c’haout pe evit paouez d’o gounez, e vo diaes dezho dibab : strewet e vo OKG e pep lec’h er c’hontre hag a vo difennet dezho adimplijout evit e hadañ en-dro, ha diaes e vo dezho sur a-walc’h kavout ur firm da werzhañ dezho hadoù nann-OKG... Tost rediet e vint neuze kenderc’hel da c'hounid OKG en ur baeañ bep bloaz o prenañ hadoù nevez.

Lezennadur

   -En Europa 
   E Europa, ur goursezenn a reolie an implij hag an esaeoù OKG, divizet e 1997 gant 7 bro eus an UE, lakaet e pleustr adalek 1999, hag echuet ezofisiel d’an 19 a viz Mae 2004.  Etre an daou deiziad-mañ n’eo neuze bet aotreet OKG nevez ebet da vezañ lakaet war ar marc’had. E 2004 eo bet aotreet ar firm Suis Syngenta da lakaat he mais Bt 11, gouestlet d’ar magadur denel, war ar marc’had. 
   Adalek ar 17 a viz Here 2002, diouzh al lezenn 2001/18 diwar-benn ar vouedoù nevez, pa vez ar c’hoant gant un embregerezh gwerzhañ OKG en ur bro European, e vez neuze daou degouezh disheñvel  : 
   -Ma’z eo gant ur pal a enklask nemetken e vez a-walc’h gant un aotre eus ar bro sellet a-benn diorroiñ an OKG, met ret eo d’ar c’huzul european bezañ kelaouet.
   -Ma ‘z eo evit lakaat war ar marc’had an OKG-mañ, neuze, war-lec’h ma vefe aotreet gant ar bro sellet, ar stadoù all a rank reiñ o ali. Ma vezont holl a-du gant an OKG-mañ e vo neuze tu lakaat anezhañ war ar marc’had European ha gwerzhañ anezhañ er CEE a-bezh. 
          Reolennoù evit an tikedenniñ e Europa
   D’an 18 a viz ebrel 2004 eo bet lakaet e pleustr ul lezenn european nevez evit tikedenniñ ar produoù OKG. Adalek an devezh-se eo neuze rediet skrivañ sklaer, war an etikedennoù, e listenn danvezioù ar produ, ma vez OKG er produ. 
   Adalek an 18 a viz ebrel eo neuze rediet bezañ tikedennet :

- Ar mais, soya, kolza pe plantoù all, ma vez enno muioc’h eget 0,9% a OKG. - An danvezioù savet adalek mais, soya, kolza pe plantoù all, ma vez enno pe ma vezont savet diwar muioc’h eget 0,9% a OKG, zoken ma ne vez ket roud ebet ken eus ar c’hemm er produ (evel en eoul, er sukr, en alkool, hag all.) : o Ar bleud, ar simoul o An amidon mais kemmet, ha produoù savet diwar amidon evel ar siros glukoz o Ar materi druz - An ouzhpennadoù diwar mais, soya pe kolza ma vezont savet diwar 0,9% a OKG, zoken ma n’eo ket merzhabl ken ar c’hemm genetek er produ, evel da skouer : o An ouzhpennadoù diwar mais : an amidon oksidet ( E 1404), ar fosfatoù amidon (E 1410, E 1412, E 1414), ar sorbitol ( E 420), ar mannitol (E 421), an isomalt (E 953), ar maltitol (E 965), hag all... o An ouzhpennadoù diwar soya : al lécithine (E 322), an eoul oksidet (E 479b) - Ar bouedoù evit al loened a zo ivez rediet da vezañ tikedennet ma vez OKG muioc’h eget 0,9% eus ar produ, eus un danvez pe ouzhpennad ennañ. Kelaouet e vez neuze an desaverien loened ma roont boued OKG pe get d’o loened. - Ar produoù enno danvezioù o tont eus loened bouetaet gant OKG (laezh, kig, vioù, amann...) n’int ket rediet da vezañ tikedennet. Ar studiadennoù bet graet betek hen evit gouzout ma vez mirret roudoù eus an OKG bet debret gant al loened er produoù-mañ n’int ket bet kaset da benn : paouezet int bet a-raok ma vefe bet kavet disoc’h ebet. - Pa vez skrivet „amidon modifié“ pe „amidon transformé“ war an etikedenn, ne dalvez ket ez eus amidon o tont eus ur plant KG er produ, met amidon hag a zo bet kemmet war lec’h. Pa vez OKG er produ eo rediet resisaat „génétiquement modifié“.

      -E Bro C’hall 
     E forzh peseurt bro, a-raok ma vefe lakaet ur produ nevez war ar marc’had e rank bezañ graet studiadennoù a-benn bezañ sur n’eo ket dañjerus ar produ-mañ. Evit lakaat un OKG nevez war ar marc’had eo ar memes tra. An embregerezh hag  a grou an OKG a rank studiañ e efedoù posubl war ar yec’hed, ha sañset ne vo lakaet war ar marc’had nemet ma ‘z eus riskl ebet.
     E Bro C’hall ez eus meur a aozadur gouestlet da reoliadur implij an OKG er bro :

- Kuzul an dreistijin genetek (CGG, Commission du Génie Génétique) hag a zielfenn an doseroù hag a ro e ali war an aotreoù laosket d’al labourvaoù hag a barn riskloù un OKG a-raok ma vefe aotreet e implij. -Kuzul an dreistijin biomolekulel (CGB, Commission du Génie Biomoléculaire), krouet e 1986, o termeniñ hag o evezhiañ diferadennoù strewerezh an OKG er maezioù, hag a briz re al lakaat war ar marc’had. O c’harg a zo rentañ kont eus an efedoù war an endro, daoust ma n’az eus ket enni a skiantour arbennikaet war tachenn an endro… - An AFSSA (Agence Française de Sécurité des Aliments), o wiriañ surentezh ar bouedoù gant plantoù treuzgenel enno. - Ar c’homite bioevezhiañs, o evezhiañ hag o priziañ ar riskloù evit an endro kaset gant an OKG dija aotreet.

Plas an OKG war ar marc’had hiziv an deiz hag efedoù war an ekonomiezh

      -Er bed
    Kroget e 1996, gounidigezh ar PKG a zo deuet da vezañ pouezusoc’h-pouezusañ, gant ur c'hresk eus etre 10 ha 15% bep bloaz. Ur c'hresk dibaouez ken fonnus a c'hellfe bezañ souezhus, met e gwirionez n'eo ket, dreist-holl pa ouezer eo bet kroget da 0, diaes e vefe bet neuze d'an traoù mont war-raok en ur mod all. 
     E 2006, 2% eus ar gorread gounezabl bedel a vefe PKG; ha 57% eus ar soya, 13% eus ar c’hotoñs, 5% eus ar c’holza ha 25% eus ar mais produet er bed a oa KG. Kresk ar gorread PKG etre 2005 ha 2006 a vefe bet eus 13%. E 2005, gounezet e vefe bet PKG gant 8,5 milion a labourer-douar ha gant 10,3 milion e 2006, 90% anezho er broioù war hent an diorren (evel Brazil, Sina, India...). Ar broioù-mañ a zo o klask diorroiñ ur greanterezh genetek dizalc’h eus SUA. Europa, dre "pennahel an derbennoù", a chom al lodenn eus ar bed ar muiañ e-kichen marc’had an OKG. Gwelet a vo er bloavezhioù o tont m’emañ ar gwir ganti pe get. 

80 % eus an OKG produet evit ar magadurezh a za da bouetañ al loened. Ar peurrest a vez implijet, kentoc’h e kementadoù bihan, er produoù gouestlet d’an dud, dindan stumm ouzhpennadoù an aliesañ, met ivez dindan stumm eoul evit ar soya hag ar c’holza, pe bleud evit ar mais. Ar gorreadoù roet er pennad-mañ a zo ar gorreadoù aotreet ha disklêriet nemet ken, met ret eo gouzout e vez gounezet PKG diaotre e meur a vro (evel e Tailand da skouer), hag e vez ivez gounezet gorreadoù PKG (aotreet pe get) disklêriet evel gorreadoù gounidigezhioù klasel. Ar sifroù roet er pennad-mañ a zo sifroù ISAAA (International Service for the Aquisition of Agri-biotech Applications), hag a zo ur servij paeet gant an embregerezhioù hadoù meur, setu n’eo ket anat e vefent objektivel, driest holl pa vez islinennet ha pouezet gant an ISAAA war ar fed e vefe gounezet muioc’h a PkG gant ar broioù war hent an diorren, ar pezh a vefe, hervezho, ur brouenn eus efeduster hag eus talvoudegezh ar PKG evit al labour douar.

    E 2000 e veze gounezet PKG (Plantoù Kemmet o Genoù)  e Amerika dreist-holl : gant Stadoù Unanet Amerika, Arc’hantina ha Kanada e oa 98% eus ar gorread PKG gounezet er bed, 1% gant Sina, 

hag 1% gant broioù all

    Etre 1999 ha 2006 eo kresket ar gorreadoù plantoù KG eus
war-dro 15% bep bloaz. SUA a chom bepred ar bro gant ar brasañ produadur a PKG. 
    E 2006 e vefe 102 ha a PKG er bed. Stadoù Unanet Amerika a zo c’hoazh, hag a-bell, ar vro hag a brodu ar muiañ a OKG, gant ur gorread a 54,6 milion ha a mais, soya, kotoñs ha plantoù KG all. Arc’hantina a chom an eil bro produer a OKG, gant ur gorread a 18 milion ha a plantoù KG. An trede bro produer a zo Brazil, hag a zo tremenet pell dirak bro Kanada, gant 11,5 milion ha pa vez gounezet 6,1 milion ha e Kanada. Evit ar wech kentañ, India (3,8 milion ha) a vez gant ur gorread brasoc’h a PKG eget Sina (3,5 milion ha), met na bado ket, rak a-benn nebeut e vo kroget gounidigezh riz KG gant Sina.
     -E Bro C’hall hag en Unvaniezh European
    Europa a chom e-kichen marc’had an OKG, dre pennaenn an diarbennoù. Betek 2004 e oa ur goursezenn o tifenn gounit spesadoù PKG nevez e Europa evit ar c’henwerzh, ne oa neuze gounezet nemet mais. Ar bro hag a brodu ar muiañ a PKG e Europa a zo Bro Spagn, gant ur gorread a war-dro 100 000 ha. E Bro C’hall, Bro Alamagn hag Aostria e vez gounezet ivez mais KG evit ar c’henwerzh. Er broioù all ne vez gounezet PKG nemet evit an enklask. Gwan e chom memes-tra ar gorread PKG, o vezañ nemet 0,1% eus ar gorreadoù gounezabl, pa eo 2% eus gorreadoù gounezabl ar bed.   
    E Bro C’hall, ar blantenn KG nemeti aotreet evit ar c’henwerzh evit ar poent a zo ar mais. Hiziv an deiz e vefe war dro 5500 ha mais KG gounezet e Bro C’hall, hervezh ministrerezh al labour-douar. 

Ali ar boblañs diwar-benn an OKG

    E Bro C’hall, an OKG a zo degemeret fall a-walc’h gant ar bevezerien : 78 % eus ar boblañs a vefe kentoc’h a-enep d’an OKG. Abegoù skeudenn fall an OKG d’ar bevezerien c’hall a zo da gentañ ar gudenn a etik kaset gante : tud o c’hoari gant ar vuhez, oc’h en em kemer evit sorserien pe doueed (graet eo bet „les apprentis sorciers” deus ar bioteknologourien gant tud enep-OKG), ar vuhez o vezañ prevezet gant an embregerezhioù meur, hag ar fed e teufe pep tra da vezañ posubl d’ar bioteknologourien ma vez laosket anezho da oberiañ : dre an dreuzgenezenn e vefe tu krouiñ a bep seurt euzviled : krouet eo bet dija morc’h gant ur fri ha divskouarn melen fluo, a-benn nebeut e vo tu krouiñ Frankenstein pe Hulk...                         
   Bez ez eus ivez kudenn ar yec’hed : an dud n’o deus ket fiziañs pa vez asuret dezho n’ez eus efed fall ebet war ar yec’hed gant an OKG (hag ar gwir a zo gante marteze...).  Ar studiadennoù bet graet a zo re verr, ha n’ez eus ket tu gouzout ma ‘z eus efedoù war hir amzer pe get. 70 % eus an dud na vefent ket prest da vagañ o bugale gant boued diwar OKG. 
   An trede gudenn a zo hini an endro : ar gevredigezhioù o tifenn an endro evel Greenpeace pe „les amis de la terre“ a zo a-enep krenn da gounidigezh OKG en diavaez 

eus al labourvaoù, abalamour d’an efedoù posubl war an endro hag ar bioliesded.

    Ar santimant bezañ dornataet ha gwall-kelaouet a gas ivez an dud da vezañ difizius e-keñver an OKG : an dud n’en em santont ket kelaouet a-walc’h war ar gudenn. Resev a reont keloù enep a-berzh kazetennoù disheñvel, a-berzh ar stad hag ar gevredigezhioù o tifenn an endro.   D’un tu e vez asuret dezho eo an OKG un diskoulm d’an naonegezh er bed, un diskoulm evit labourat an douar en ur saotrañ nebeutoc’h hag un doare da saveteiñ buhezioù o produiñ louzeier e kementadoù brasoc’h ha gant ur c’houst izeloc’h, hag e vez frealzet anezho o lavar ez eo bet graet studiadennoù hag n’eo bet diskouezet dañjer ebet evit ar yec’hed o tebriñ OKG. D’un tu all e vez lavaret dezho n’eo an OKG un diskoulm nemet war berr amzer evit ar broioù paour kement hag evit al labour douar, eo dibosubl pe diaes kennañ mont war-gil ur wech strewet an OKG hag e lakaont ar stummoù labour-douar all en arvar abalamour d’ar saotradur genetikel, eo un dañjer evit ar bioliesded hag eo re verr ar studiadennoù bet graet diwar-benn o efed war ar yec’hed evit galloud lavar eo an OKG dizañjer. Gant tout ar c’heloù kontrol-mañ e gav gwelloc’h an dud chom war evezh ha non pas fiziañ en OKG, hag a zo nemetken un teknologiezh labour-douar nevez hag a gaso arc’hant d’an embregerezhioù agrovouedel...

Strolladoù enep an Organegi Kemet o Genoù (OKG)

Perzhioù mat an OKG el labour-douar

Ar perzhioù mat lakaet war-wel gant ar c’henwerzhourien OKG a zo : - Kresk ar produadur - Stourm a-enep an naonegezh (dre ma c’hellfe an OKG bezañ kreñvoc’h a-enep ar sec’hor, hag uhelaet e vefe neuze ar produadur). - Posublentez produoù-lazhañ marc’hadmatoc’h. Evit ar c’henwerzhourien e tiskouez an OKG produ dazont al labour-douar, a-benn uhelaat ar produadur pe aesaat ar produiñ.Lod a lavar e c’hellfe sikour an OKG da ziskoulmañ kudenn an dreist-pobladur, an naonegezh, pe kleñvedoù pe alergiezhoù ‘zo, hag a servijfe ivez d’un doare ekologel, rak e tigreskfe an implij a broduoù e produadur ar plantoù (lazh-amprevaned, lazh-geot…).

Stourm a–enep an OKG

Kas-a-benn ar produadur OKG e pradoù diglozet, gant eskemmoù posubl gant ar pradeier tro-dro ‘n eus kaset da veur a vanifestadeg, en o zouez distruj pradeier ‘zo. An aksionoù-se a zo bet great gant strolladoù tud liesseurt : falc’herien a youl-vat, ekologourien, labourerien-douar eus Via Campesina eus ar C’hengevredad Labourerien-douar Gall. E bro-C’hall, José Bové (raok-leader eus ar c’hengevredad labourerien-douar gall) a zo bet kondaonet, gant meur a genlabourer all, ha toullbac’het evit bezañ bet distrujet ur broduadur riz treuzgenel. Meur a stourmer hag un nebeut dilennidi ekologour a zo klasket war o lec’h evit falc’hadegoù c’hoantaet. Muioc’h eget 2000 strollenn c’hall a zo en em disklêriet « zonenn hep OKG » dre ziviz ar c’huzul kêr. Aotre an disklêriadur-se a zo bet tammalet gant ar prefeti rak ez eo a-enep lezennadur Europa, a zo hi enep ar priñsip-se. Evit tud enep OKG ‘zo, an OKG a zo mantrus e keñver mirerezh an natur glann ha heñvel ma ‘z eo bremañ. Soñjal a reont eo efedoù an OKG disamginabl hag dirakwellus ; ha n’omp ket, hiziv an deiz, tamm ebet gouest da c’houzout an efedoù a vo gant an OKG war an endro, ar geopolitikerez, ar serc’hed, ar vuhez… Tud a en em kinnig evit implijout an OKG, hep komz eus an efedoù pe hep gouzout tra ‘bet. Lod all anezho a klask gouzout traoù, peurvuiañ e nac ‘hont implij an OKG, rak ne vez ket roet deomp nag e gwir efedoù na disoc’hoù an testoù graet warno, pe mod all int a-du e vefent implijet, met e lec’hioù kloz evit an enklaskoù, a-benn ma na vefe ket a riskloù saotradur genetikel nag emled an doareennoù; ha ket e lec’hioù all. Enklaskourien evel Gilles-Eric Séralini pe Jean-Pierre a dammal ar rediñ roet d’an enklaskerien evit implij an OKG.

Plas an Organegoù bet Kemmet o Genoù er medisinerezh

Al louzaouiñ

    Er medisinerezh hag el louzaouerezh e servij an OKG da grouiñ loened OKG a-benn studiañ ar c’hleñvedoù denel. Implijet e vez kalz an dreuzgenetikerezh evit studiañ mont-en-dro ar pezh a c’hoarvezh a-raok ur yoc’henn, ha gouvezet e vez ez eo alies ur mont en-dro fall eus ur gen hag a zo abeg ar c’hleñved. Pa vez kaset ur gen kemmet resis en ul logodenn, e ouiomp e vo ur yoc’henn el lec’h-mañ lec’h, ha peseurt tipenn e vo. Servijout a ra se da anavezout gwelloc’h mont-en-dro ur yoc’henn, met ivez da arbenikaat molekulennoù nevez da barreañ deus ar c’hleñved. Gant logod all e vo kleñved Alzheimer…
    Met ma z’eus tu da lakaat ul logodenn da vezañ glañv gant ur gen bet kemmet, e vez ivez ar soñj da barreañ kleñvedoù, genetek pe get, gant sikour ar genoù bet kemmet, pe ar molekulennoù a broduont. Tu ‘zo degas er c’helligoù ar gen a vank dezho, anvet an louzaouadur genetic er gellig (disheñvel diouzh an derapiezh genetek er c’horf). Bugale gant un immuno-digresk en un doare genetek o dues gallet kregiñ da vont er maez diouzh o c’hlogorenn-gwareziñ goude bezañ bet resevet ur gen estren e kelligoù o mell gein. Met chom a ra diaes an doare-mañ da bareañ, rak diaes da vaneal, da zegas ur ù gen e kelligoù ur voud-bev. Met degas ar proteinoù a vank a zo un doare kalz aesoc’h da ober, hag un teknik kozh-tre eo ivez.

An agrovouederezh-yec’hed

    Gant an OKG, ouzhpenn da gaout tu da sevel plantoù a c’hellfe bezañ aesoc’h dezho da greskiñ en ur metoù ha ma n’a oant ket evit padout outo a-raok, ez eo bet dizoloet gant an arbenikourien e veze tu dezho da lakaat e pleustr ur medisinerezh nevez, n’a vefe ket diazezet war ar memes doareoù ober, rak diazezet e vefe war ar genetikerezh. Gant ar medisinerezh genetek, e vez kalz muioc’h a zegouezhioù, rak tu a vefe da ijinañ, en ur mod, plantoù, pe zoken loened, da lakaat anezho da broduiñ un danvez pe ur volekulenn bennak a servijfe da bareañ ur c’hleñved resis. Tu vefe deomp annavezout an doareoù pareañ-se « medisinerezh ameeun dre OKG ».
    Met tu a zo c’hoazh da implijout loened bet degaset enno kelligoù bet kemmet o genoù evit gouzout parreañ ur c’hleñved, evel ar yoc’henn. Pe degas en un den klañv molekulennoù pe kelligoù a c’hello pareañ anezhañ diouzh krignoù-bev.
     Dre ma vez ledan-tre ar medisinerezh dre ar genoù, peseurt sikourioù e c’hellfe degas d’ar broioù paour en dazont, pe c’hoazh pareañ kleñvedoù a seblantont c’hoazh bezañ ur gudenn evit mab-den; met ivez evit al loened hag ar plantoù…
     Bremañ, al lodenn vrasañ eus ar plantoù OKG, da-skouer ar mais, ar c’hotoñs, ar c’holza, ar soja produet en un doare industriel a zo bet krouet abalamour ma vezent ar re aesañ da dreuzfeurmiñ o c’henoù, da blantañ genoù enebiñ a-enep ar c’hleñvedoù, pe a-enep al laz geot. Evit aesaat al labour int bet savet, met bremañ ez eus c’hoant gant an dud da gaout boued gwelloc’h evit hor yerc’hed hag doujusoc’h ouzh an endro.
     Dre-se, un doare nevez a blantoù OKG a zo o vezañ  studiet hag gwellaet. Gouvezet e vez gant an holl ez eus plantoù a c’hell enebiñ, pe zoken parreañ deus kleñved-mañ kleñved, abalamour ma vez kavet enno trenkennoù druz poliansaturet, pe enep-oskidadoù, vitaminoù, oligo-elfennoù,…hag a vezont aliet da debriñ dre ma vezont gant an danvezioù-se. Ma vez dija ur seleksion dre al liesadur, e vez aesoc’h tapout ar genoù produer eus ar sustañs a zo ezhomm, a-benn kaout plantoù hag a brodu muioc’h a volekulennoù a barrefe kleñved-mañ kleñved. Gant an doare ober-mañ e vez ar soñj pareañ ar c’hrignoù-bev. Ma vez dibosubl deomp soñjal e vo tu da barreañ ur c’hrign-bev en ur zebriñ ur blantenn pe ul loen OKG ; ret eo ober kalz muioc’h a labour evit parreañ ur c’hrign-bev, implijout leun a louzoù evit kement-se, e vez memestra posubl deomp da soñjal ma vez debret ur vouedenn vennak alies, e c’hello izelaat ar riskloù da gaout ur yoc’henn en un organ resis. Setu ar pezh a zo c’hoant da ober gant ar skiantourien.

Tu ‘zo lavar e vo, marteze, an OKG un doare da enebiñ ouzh ar c’hrign-bev. Gant al louzoù e c’hellfe bezañ an doare efedusañ da enebiñ ouzh ar c’hrignoù-bev. ‘Benn neubeut ne vo ket kaoz ken diouzh an enebiñ en a-raok, met eus un tretamant.

    Proteinoù OKG, pe, zoken genoù OKG, a c’hellfe bezañ al louzeier nevez. Met ret e vo kaout ar proteinoù en ur c’hementad uhel a-walc’h.

Implijout al loened OKG er medisinerezh

         -Krouidigezh loened nevez evit ar studioù medisinel
      A-baoe pell-tre e vez implijet loened evit studiañ kleñvedoù denel ha krouiñ louzoù nevez. Met n’int ket bewech evit bezañ evel m’o deus ezhomm ar skiantourien. Klasket ‘zo bet neuze, gant al logod, ar razhed, al lapined hag ar pemoc’h, ouzhpennañ ur gen dezho, pe tennañ unan, evit kaout loened tostoc’h diouzh mont-en-dro mab-den, ha neuze efedusoc’h evit ar studioù. Gant al loened-se ez eus tu studiañ ar c’hrignoù-bev, an ateroskleroz, ar sida, ar mukovisidoz, kleñved ar sukr, berradur ar c’higennoù. Studiet e vezont zoken evit ar c’hleñvedoù genetikel, goude bezañ bet lakaet ur gen kaoz diouzh kleñved ar mukovisidoz e plas ur gen reizh.
     -Aozañ organoù evit an emboudañ
    Bez a zo nebeutoc’h-nebeutañ a organoù evit ober emboudoù. Gant al lodenn vrasañ deus ar skiantourien na vez gwelet nemet un diskoulm : implijout organoù loened. Gant ar pemoc’h e vez gwelet al loen a glotfe ar muiañ, evit rein e galon, el lounezh, e enezennoù Langerhans (kelligoù lec’hiet er pankreas e karg sintezenniñ an insulin)…Met ret eo ober kalz a strivoù evit ma vefe posubl ober kement-se. Ouzhpenn ar riskloù d’ober ur skarzhadenn gant an organoù o ton eus ar memes spesad (allo-embouderezh), organoù ar spesadoù estren (xeno-embouderezh) a c’hell ober ur dizegemer feulz gant ar c’horf. Bez a zo war an organoù estren enep-genoù anavezet gant enep-korfoù naturel an den bet treusplantet an organ dezhañ. Met doare mon-en-dro an enep-korfoù-se n’int ket ar memes reoù ha pa vez un allo-emboud (immunerezh aktivel), met ar memes reoù hag a vez gant ar boued, ar boultrenn,…Liammadur an enep-korfoù-se ouzh an xemo-emboud a zegaso un heuliadenn a zistrujoù. Na dreuzvev ket a-us da un eus an organoù bet embouded.
     Met deuet int a-benn neubeut amzer ‘zo : Pemorc’h OKG bet recevet genoù denel, a zistan an efed distruj a zo bet krouet. Kalonoù ar pemoc’h-se o deus gallet treuzvevañ daou viz en ur marmouz, hep bezañ re distrujet gant an enep-korfoù. Met ret e vo kaout gwarezioù all evit ma c’hallfe an organ treuzvevañ, nemet marteze evel un organ gortoz e keit ma vo kavet unan all, o tont eus un den. Chom a ra disur an teknik-mañ. N’eo ket posubl gouzout ma vo kleñvedoù nevez o tont diwar-se, dreist-holl kleñvedoù-red, a c’hellfe tagañ hag an den hag ar pemoc’h, neuze a c’hellfe bezañ danjerus kennañ. Memes ma seblant bezañ diaes da gaout an disoc’h-se ez eus memestra riskloù hag a zo diaes da c’houzout en a-raok.

An OKG louzoù

      -Tapout plas al louzaouennoù kimikel
     Adalek ma’z eus bet eus ar gimiezh evit ober al louzoù ez eo bet treuzfurmet a galz dazont mab-den. N’eo ket bet graet gant ar viokimikourien hag ar vevoniourien un daolenn eus ar molekulennoù a z’afe da sevel ur voud-bev, met gallet a zo bet goude o labour  mont pelloc’h eget kaout ar sustansoù parreañ deus ar plantoù-se, met ivez o froduiñ en ur c’hementad uhel en ur cheñch un tamm o struktur evit ma vefent efedusoc’h, gant sikour ar gimiezh. Tu a zo da dapout evel skouer dellioù an halez. A-baoe pell e veze annavezet gant mab-den e efedoù. Adalek ma voe annavezet struktur kimiek ar volekulenn a rae un efed, an trenkenn salisiliek, e voe posubl, abalamour ma veze simpl a-walc’h ar volekulenn-se, sintezenniñ an drenkenn, a-baoe penn kentañ an XXvet kantved. Priziet e vez c’hoazh kalz an aspirin, ha dizoloet e vez c’hoazh efedoù nevez en drenkenn salisiliek.
     Met klasket eo bet gant ar gimiourien mont kalz pelloc’h eget-se, c’hoant a veze ganto da sintezenniñ molekulennoù kalz luzietoc’h. Gallout a ra bremañ industriezh an apotikerezh, gant an holl molekulennoù disheñvel, o zestiñ war ul lodenn vihan deus ur gellig, ur gellig a-bez a zoken ur voud-bev. Studiet e vez ivez en un doare theorikel o mont en-dro er gellig, arr pezh a servij da c’houzout en un doare  efedusoc’h-efedusañ peseurt molekulenn a reakt gant mont-en-dro organ-mañ organ, evit ma vefe stabiloc’h goude bezañ bet roet d’un den klañv, neubeutoc’h pistri… Da lavarout eo evit ma vefe tu d’o gwerzhañ evel ul louzaouenn.

Daoust d’ar studioù donn-tre, e chom kleñvedoù ken luziet ha mont-en-dro an organ a z’a fall en-dro, ha n’eo ket a-walc’h da implijout molekulennoù kimiek, daoust dezho bezañ galloudus, evit o farreañ.

     Gouzout tout ar pezh a denfe ouzh genoù mab-den a c’hellfe sikour arc’hanomp da annavezout gwelloc’h mont en-dro an organeg, a lako da vezañ posubl da uhelaat an niver a gelligoù a vefe tu deomp da gaout ur volekulenn a c’hellfe pareañ ur c’hleñved a zo dibosubl, pa dost, da barreañ evit ar poent. Gant skouer ar c’hrign-bev, e c’hellomp ijinañ e vo tu deomp da gaout molekulennoù a c’horreko liesadur ar c’helligoù taget, gant sikour ar pezh a ouiomp deus ar gen e penn mont-en-dro an organ. En un doare resisoc’h e c’hellfemp soñjal e vo kavet molekulennoù a lakaat da vann ur protein hag a vefe e penn diorroadur ur yoc'henn. Met sintezenniñ ur sustañs kimiek a vefe tu dezhi cheñch pal un neubeut proteinoù e penn diorroadur na c’hello nemet, na disoc’hoù,  kaout ar memes efed eget ur chimioterapenn, met en un doare galloudusoc’h, resisoc’h ha gant neubeutoc’h a efedoù dic’hortoz.

Met, dreist-holl, dre anavezout rol ar genoù, ar proteinoù hag ar c’hod genetikel e vo tu da vont pell-tre war parreadur ar boudoù-bev.

     Ar proteinoù adkombinabl 
      E-pad pell-tre n’eus ket bet kaoz diouzh ar proteinoù en apotikerezh. Seblantout a ra bezañ iskis, dre ma ouiomp bremañ e vez ar molekulennoù-se e penn lodenn vrasañ ar reaktadurioù kimikel an organegi-bev. Bewech ha ma zo ezhomm gant ur gellig pe un organ bennak deus ur protein, e vez produet gant ar gen e penn e sintezenniñ, ha distrujet e vez pa ne vez ket ezhomm dioutañ ken(ar gen a chom stabil). Met, ma vezont savet aes ur protein diwar trenkennoù aminet gant ur gellig, n’eo ket posubl da vont da sevel molekulennoù gant muioc’h eget 30 trenkenn aminet gant ar CHIMISTES, ar pezh a zo bihan tout e gwirionez. Setu perak ne vez ket implijet kalz ar proteinoù da sevel louzoù.

Met n’eo ket an abeg nemetañ : ret eo gouzout ne veze annavezet un neubeut a amzer a zo nemet un neubeudig a broteinoù. Neuze na veze ket tu d’o froduiñ, ha d’o implijout en un doare industrieg.

      Ouzhpenn da-se ne vez ket stabil ur protein, ar re a debromp a vezont didroc’het e trenkennoù aminet. Tremen a reont eus ar vouzelenn d’ar gwad a dreuzkaso anezho betek ar c’helligoù, a implijo anezho da sevel proteinoù all. Neuze, evit ma na vefe ket cheñchet stumm ur protein bennak e vo ret dezhi bezañ degaset hep tremen dre ar venveg koazhañ. Tu a zo da gemer evel skouer an diabetek, a zegasont insulin en o gwad a-raok pep pred.

Goude ganedigezh an dreistijin genetek ez eo bet cheñchet kalz a draoù : tu a zo bet da dreuzkas ur gen en ur gellig pe c’hoazh un organeg a-bez evit ma sintezfe e kemmentadoù bras ar protein hag a zo ar gen e karg, hag a servijo evel louzaouenn. Da-skouer, gallet a zo bet produiñ insulin gant bakterioù a oa bet kaset dezho gen an insulin denel, ha deuet omp a-benn d’e broduién en un doare industriel. Ar c’hentañ protein adsavet eo bet, rak bet savet goude adsavadur ur gen.

      E 1987 ez eo bet graet logodennoù a broduont tPA en o laez, hag a zo ur volekulenn a disolv pa vez kenstaged an hemoglobin Krouet int bet gant genoù mab-den. Krouet eo bet en un doare arbennikaet traoù disolvant evit sikour an hemolierien, an alpha1-eneptripsin evit ar mocovisidoz, hormonoù kreskiñ, enep-genoù evit ar brec’hidigezhioù, enzimoù (an alphaglukosidaz denel o tont eus laez lapin en deus gallet sikour babogoù taget gant kleñved ar Pomp, ur c’hleñved genetikel). Soñjet eo bet  ivez da lakaat loened, da-skouer kivri, da broduiñ enep-korfoù en o laezh, evit o implijout a-benn parreañ tud taget gant ar c’hrign-bev (gwelout ar poent parreañ ar yoc’henn gant an OKG). Prouet eo bet e c’hell enep-korfoù ‘zo gwareziñ en un doare efedus hon organeg eus ar C’horonavirus. Ouzhpenn, efedusoc’h e vint eget an antibiotik, rak na vo ket a eneberezh gant ar bakterioù pathogenel. Ouzhpenn an enep-korfoù-se a c’hello enebiñ ouzh ar virusoù.
     Benn nebeut e vo krouet plañtoù a sintezenno lipaz ki, abalamour ma vez al lipaz nemetañ na vez ket lakaet da vann gant ar sukr koazhañ, ha neuze e vez posubl d’e rein dre ar dre ar beg, evit sikour an dud taget gant ar mukovisidoz. Krouet a zo bet ivez enep-korfoù monoklonel gouest da skarzhañ ar bakterioù e penn stummadur dent fall gant al logod.

Produet eo bet brec’hidigezhioù efedus-tre, en ur lakaat ur gellig da broduiñ enep-genoù adkaset eus un elfenn bathogenel. Skouer an hepatit B : produet e vez gant c’hoedenn pe loened protein enep-gen an hepatit, ha goude bezañ bet treuzkaset en den e vez produet gantañ enep-korfoù a-enep ar protein-se, ha setu an den brec’hed. Ar c’hoant a zo da grouiñ ivez an immunelezh genetek evit al loened, met chomet eo diefedus evit ar poent. Tu vefe soñjal e vo dizoloet e-kerzh ar c’hantved-mañ kantvedoù a broteinoù adsavet all evel louzoù.

Ar chrignoù-bev hag ar yoc’henn : skouerioù kleñvedoù a c’hellfe bezañ pareet dre implij an OKG

     Bez a zo kalz a seurtoù krign bev, hag a zo disheñvel dre ma tizhont organoù disheñvel, hag a c’hellont bezañ disheñvel ivez memes ma tagont ar memes organ, hervez e natur hag e grevusder.

Goude bezañ bet betek al loar e oa bet divizet gant an amerikaned klask parreañ ar c’hrign-bev. N’int ket deuet a-benn, met dizoloet eo bet ganto ul lodenn vras deus an abegoù, met n’eo ket a-walc’h evit dont a-benn d’e barreañ.

             Diorroadur ar c’hleñved
    Pa vez yac’h kelligoù un organeg lieskelligeg a zo oc’h en em blasañ hag oc’h en em rannañ evit sevel an organoù e kerzh ar vuhez e stumm fœtus. Pep kellig a zo e karg ur pal resis en organeg a-bez : Lavaret e vez eo disheñvelaet. Da-skouer e vez produet gant an thiroidenn hormonoù thiroidek, karg ar globulennoù ruz a zo transportiñ an dioksidenn betek ar skevent…

Pouezhus-tre eo e vefe kontrolliñ en un doare reizh liesadur ar c’helligoù, da-skouer, pa vez distrujet un organ eo ret dezhañ adsavet. Kelligoù ar c’hroc’henn hag ar bouzelennoù a zo distrujet alies, padal e c’hell bevañ pell-tre kelligoù an avu. Goude pep gwallzistruj en avu e vez un adsavidigezh a baouez p’eo bet kempennet an organ. E karg a liesadur ar c’helligoù-se e vez genoù disheñvel, reoù evit ma z’afe buhanoc’h ar reaktadenn, reoù all evit ma baouezfe. Gallout a ra ar genoù-se kemm, evel ar genoù all, da lavarout eo e c’hell cheñch ur c’helloù, pe muioc’h, ennañ. Pa vez ur gellig oc’h en em rannañ, eo sañset d’he z/TDN d’en em rannañ en un doare kevatal evit an div gellig o tont. A-wechoù e vez ur fazi na c’hell ket ket bezañ kempennet, ha da-heul e vez kemmet en un doare diamginabl. Muioc’h muiañ e vez a adnevesadur kelligel, muioc’h e vez a riskloù da gaout ur gen bet kemmet. Met abegoù all a zo, abegoù diavez(molekulennoù kemmgenel, ultramouk,…)a c’hell difesonniñ an TDN, anvet elfennoù a c’hell zegas. Ur c’hemm a c’hell lakaat ur gellig da sintezenniñ ur volekulenn hag a zo disheñvel diouzh ar pezh a oa sañset da broduiñ.

     Dont a ra ar yoc’henn diouzh ar fed ma vez lieskemmoù e genoù disheñvel. Gant unan dioute e c’hell ur gellig en em broduiñ en un doare difin, met gant un tizh normal. Lavaret e vez int deuet da vezañ divarvus, padal n’hall ket ul lodenn vras diouzh kelligoù hon organeg en em rannañ muioc’h eget 50 gwech. Gant kemmoù all en ur gen e c’hell tennañ ar gen a servij da chom hep produiñ re a gelligoù. Kaoz e vez aze diouzh ur yoc’henn er stad gentañ. Chom a ra ar c’helligoù-se disheñvelaet, setu int c’hoazh tost a-walc’h diouzh ar re all. Evit parreañ-se n’eus nemet da droc’hañ an tamm fall, pe rein louzoù evit ma’z afe goustadikoc’h diorroadur ar c’helligoù kemmet. Da-skouer, evit parreañ yoc’henn en stad gentañ ar vronn pe ar prostat : kreskidigezh ar c’helligoù ar bronnoù hag a zo dindan urzhioù an oestrogen, ha kelligoù ar prostat hag a zo dindan urzhioù an androgen, ma vez roet enep-oestrogen pe enep androgen, ha lak da mann urzhioù an hormonoù androgen hag oestrogen, a goustadiko diorroadur ar yoc’hennoù-se.
    Kemmoù all a c’hell lakaat ar c’helligoù d’en em rannañ en un doare diaes da verrañ, ha kollet e vez neuze gant ar c’helligoù o c’harg disheñvelaet, neuze e c’hell mont en un organ all, da lakaat anezhañ klañv d’e dro. Kaoz e vez aze deus ur yoc’henn vetastazet. Kalz diaesoc’h eo parreañ seurt yoc’henn, rak en em ledañ a ra ar c’helligoù un tamm pep lec’h, ha n’int ket kizidikoc’h ken deus ar reoliekadur.
        Teknikoù parreañ ar mare-mañ
       An distruj eus ar c’helligoù yoc’hennet a zo unan eus an doareoù posubl evit parreañ deus ar c’hleñved. Implijet e vez kalz, evit parreañ yoc’hennoù ar stad kentañ pe metastazet. Diaes eo, rak ret eo lac’hañ ar c’helligoù taget hep distujañ (re) ar re yac’h. Evit-se e vez implijet daou deknik : ar chimioterapiezh hag ar radioterapiezh.

Ar chimioterapiezh

     Ar chimioterapiezh a zo ar fed da rein d’un den klañv sustañsoù kimikel a zo pistri evit ar c’helligoù hag en em liesont buhan (ar c’helligoù taget) eget ar c’helligoù yac’h. Efedus eo an teknik-mañ, met taget e vez ivez kelligoù yac’h, rak kaset e vez ar sustañs pistri dre ar gwad, ha n’eo ket er yoc’henn (ar pezh a vefe dibosubl evit al lodenn vrasañ).

Ar radioterapiezh

     Gant ar radioterapiezh e vez kaset ur skin radioaktivel, en ur c’hlask bezañ ar resisañ posubl, betek ar yoc’henn. Ar skin-se, kemmgenel kennañ, a lako da vezañ diefedus ul lodenn vras eus genoù ar c’helligoù taget, ar pezh a zegaso o distruj. Na vez ket bewech distrujet an holl gelligoù, hag a-wechoù e tegas un doare krign-bev all.
          -Parreañ gant an OKG

An enep-korfoù monoklonel

    Mont-en-dro difenn pennañ ar voudoù-bev lieskelligeg a zo ar reizhiad immunel. Pa erru un elfenn estren en organeg e vez produet limfosotennoù B gant ar globulennoù gwenn, enep-korfoù a z’aio da dagañ an elfenn estren goude bezañ bet annavezet anezhañ.

Petra eo un enep-korf ?

    Un enep-korf a zo ur protein, a c’hell anavezout un elfenn estren hepken, hag e zistruj. Pa ‘z eo bet taget ur wech dija gant un elfenn bennak e ouio ar c’horf peseurt enep-korf degas a-benn e zistruj, ha neuze e broduo leun eus an enep-korfoù a vo ezhomm, hag efedusoc’h e vint eget pa’z int bet taget ar wech gentañ gant an elfenn-se.
    Gallout a ra ar c’horf produiñ enep-korfoù a-enep bep seurt doare molekulennoù. Ar genoù e penn sintezekadur an enep-korfoù a zo troc’het. Pa erru un elfenn esten en em stag ar genoù en un doare dre zegouezh, ar pezh a broduio kalz a enep-korfoù disheñvel. Na vo mirret nemet ar c’helligoù a savo an enep-korf a-zerre. Kreskiñ a ra o niver, ha neuze e broduont kalz a enep-korfoù a-benn difenn an organeg. Mirret e vo e memor ar c’horf an darvoud dindan stumm al limfositennoù B, a vo degaset er felc’h. Bewech ha ma tistroio an elfenn estren, en em lieso al limfositennoù B a glotont gant an elfenn estren, ha produiñ a reont an enep-korfoù.

Poli pe monoklonel

     Gant pep enepkorf na vez anavezet nemet ul lodennig vihan eus an elfenn estren, a zo alies ur protein virus pe ur protein bakteri. Anavezet e vez al lodenn-se un enepgen. Un enep-korf oc’h annavezout ur protein bennak, an enep-gen, a zo sintezenet gant ur stumm eus al limfosetenn B. Setu perak e vez lavaret eo monoklonel (Klonel : kelligoù heñvel dre o genoù). Ur protein estren a zegas sintezekadur leun a enep-korfoù monoklonel a annavezo pep hini e e enp-gen. Anavezet eo ar strollad enep-korf-se poliklonek. Gant un teknik ez eus tu da gloniñ limfosetennoù B a sintetizo enep-korfoù a-enep un elfenn estren. Gant pep klon e vez sintezenekaet un enep-korf monoklonel. Ma vez produet kalz a limfosetennoù B e vo tu da gaout kalz a enep-korfoù monoklonel. Gant ar dreistijin-genetek ez eus tu da dapout genoù pep enep-korf monoklonel ha treuzkasiñ anezho e loened pe plantoù a-benn ma brodufent kalz a enep-korf. Gant an OKG-se e vo tu da broduiñ en un doare industriel enep-korfoù monoklonel.

Penaos o implijout

     Ugent vloaz ‘zo ‘zo bet soñjet da implijout an enepkorfoù monoklonel evit klask distrujañ ar c’helligoù yoc’hennel. Gant ar re-se e vez alies molekulennoù war-benn, a zo anavezet enep-genoù yoc’hennel, na vezont alies ket kavet war ar c’helligoù yac’h. Tu ‘zo da lavarout n’eo ket ar c’helligoù-se normal, e-keñver ar re yac’h.
    Logodennoù bet embouded dezho tammoù yoc’henn denel o deus klasket skarzhañ an elfennoù estren en ur zegas enep-korfoù a glotont gant an enep-genoù yoc’hennel. Tu a zo da dapout an enep-korfoù-se, kas anezho dre gwad betek ar c’helligoù klañv, ar pezh a lazho anezho en un doare efedus…

Klaskoù kentañ

     Da gentañ eo bet klasket da implijout pal kentañ un enep-korf : distruj an elfenn estren. Pa vez klasket kas enep-korfoù monoklonel betek ur yoc’henn e vez alies dipitus : da gentañ tout eo n’hall ket an enep-korfoù mont betek ar c’helligoù taget rak e vezont re vras, hag ez eo alies staliet fall ar c’helligoù klañv. Da c’houde eo peogwir e veze enep-korfoù bet sintezekaet gant ul logod, setu e vezent diouzhtu gwelet evel un elfenn estren gant an organeg, ha skarzhet e vezent. Met marteze e veze abegoù all e penn an dieedusted: an enep-genoù enep-korf n’int ket estren diouzh an organeg, rak e depent o sintezekadur diouzh genoù ar gellig, met kentoc’h o seblant a zo direizh. Setu na vez ket aktivet mont-en-dro ar reizhiad immunel evit distruj ar c’helligoù klanv, setu perak e vezont aotreet da chom en hon organeg. Daoust da-se e vez distrujet yoc’hennoù o paouez genel dre ar reizhiad immunel gant pep hini.

Implijoù resisoc’h

     Soñjet eo bet neuze e implij an enep-korfoù-se evit treuzkas sustañsoù toksek betek ar c’helligoù yoc’hennek.
      Evit-se eo ret ouzhpennañ dezho toksinoù (proteinoù pe sustañsoù Chimique). INJECTER d’un den klañv, mont a ra an enep-genoù betek ar c’helligoù yoc’hennel. Klasket eo bet an teknik-mañ war al loened, met ivez war an dud, hag efedus eo bet.

Un eil teknik a zo bet kavet c’hoazh, a zo bet implijet er c’hlinik : Tu a zo da stagañ e penn un enep-korf ur seurt gwask kimiek, ar stager, a c’hell stagañ un ion houarnek en un doare diamginabl. Staget e vez neuze un atom radioaktivek da bep enep-korf. N’en em stago ar strollad atom rdioaktivel-enep-korf nemet d’ur gellig yoc’hennel. Gant-se ez eus tu da annavezout, gant sikour ur radiografiadur, da wellout en un doare resis kennañ pelec’h eo ar yoc’henn.. Ma vez treuzkaset kalz a gompleks enep-korf-elfenn radioaktivel e ve ar memes efed hag ur radioterapienn resis hag efedus. Tud bet taget gant kleñved Hogdins ‘zo bet parreet gant-se. Kroget eo bet an teknik-se da vezaén implijet e bro-c’hall, e ospital Laennec. Klasket eo bet implijout an teknik-maén evit parreañ deus yoc’henn ar pankreas, met n’eo ket bet efedus, rak na veze ket annavezet gant an enep-korf peseurt kelligoù oant yac’h, ha peseurt reoù na vezent ket. Distrujet e vezent holl.

      Soñjet eo bet ivez stagañ e penn an enep-korf ur « gen lazher », da lavarout ur gen e fonksion naturel lazhañ ur gellig. Pa vez implijet an teknik-se, goude bezañ bet annavezet ar gellig klaénv e vez treuzkaset enni ar gen, a zistruj ar gellig. Arbennikaet eo bet ar reizhiad-se e logodennoù bet kaset enno tammoù yoc’henn lounezh denel, a bihanaet a galz eo bet ar yoc’henn. Gant an teknik-mañ ez eus tu kement lazhañ ha lakaat da greskiñ. Da-skouer, ma vez un enep-korf o klask war-lec’h kelligoù nervennel gant ur gen a lak da greskiñ ar gwiadoùe vo tu adsevel un danvez a zo ezhomm.

Riskloù posubl gant an Organegoù bet kemmet o genoù

        Penaos gouzout ma vez toksek un OKG 
     Pep kemm en ur vouedenn vennak a c’hell degas riskloù evit bevezer ar vouedenn bet kemmet, dre ar vouedenn pe dre produioù o tont eus ul loen bet debret gantañ ar vouedenn bet kemmet. Neuze ez eo ret gouzout ma vez danjerus un OKG a-raok e werzhañ.
     Evit gouzout ma vez danjerus ur produ OKG eo ret derc’hel kont diouzh :

-Ar c’hemm genetek -Analizañ ar produ ervez efedoù ar genoù bet degaset, an efedoù dic’hortoz bet degeset gant an treuzhgen, ar c’hompozadur kimiek.

    A-raok lakaat ur produ OKG war ar mac’had eo ret degas un doser gant keloù a-ziwar ar c’hemmoù genetek, hag kelloù diwar-benn pistriusdet ar produ, hag ar pezh a c’hellfe degas allergiezhioù.
      A-raok gwerzañ ur produ OKG eo sañset ret studiañ anezhañ evit gouzout ma vo toksek :

-war loened arnodiñ e vez roet da zebriñ produ ar gen bet ouzhpennet. Gant-se e vo annavezet muioc’h war efedoù toksek o tont deus ar c’hemm genetek. -roet e vez da zebriñ d’al loened arnodiñ OKG hag studiet a vez an efedoù war ar c’hoazhadur war lodennoù ar blantenn ha produioù diorroet ar blantenn. Servijout a ra-se evit gouzout hiroc’h diwar-benn efedoù bevezadur reoliek ur produ OKG war un den pe ul loen. Gant pep kemm genetek e c’hell ur blantenn bezaén kemmet e dalvoud nutriantel pe sustañsoù toksek a zo dija er blantenn.

     Met diaes kennañ eo arnodiñ ur produ OKG, ret eo kaout leun a dafar, ober war un hi-dermen an arnodva, ha dreist-holl ar c’houst uhel.

Pa vez arnodet ur blantenn OKG eo ret he zestiñ e-keñver ar memes blantenn nann OKG, a-benn kaout un disoc’h a dalvoud.

      Testiñ me vez toksek produ un organeg bet kemmet e genoù
    Pa na vez ket produet a-walc’h eus ur sustañs gant ur blantenn e vez tapet ar gen a-zere ha degaset e vez en ur mikroorganeg a broduio ar sustañs goulennet. Met riskloù a zo na vo ket produet rik ar memes sustañs gant ar mikroorganeg eget gant ar blantenn. Ret eo neuze analizañ ar riskloù, keñveriañ efedoù an daou sustañs.

Ret eo keñveriañ produ gen ar blantenn ar mikroorganeg hag ar blantenn (pouez ar volekulenn, ar sekañs trekennoù aminet, mont-en-dro biologel, kizidigezh e-keñver ar proteaz…) Soñjet eo bet gant an enklaskerien e vefe ret arbenikaat an OKG war un hir-dermen war al loened en arnodva a-benn gouzout hiroc’h war efedoù an OKG war ar reizhiadoù immunel ha gouenañ.

      Arnodiñ gant ar pistriegezh subkronikel

Pa vez arnodet ar pitriusded subkronikel war loened (razhed, logod) ez eus diaezamantoù : -produadur ar gen na vez ket e euvret glann, met gant kompozadurioù all ar blantenn ; -diaez eo kaout produioù ar gen, ha ret eo gwelet ma vez ar sustañs bet tapet er blantenn ar memes hini hag a vo debret. -ret eo e vefe a-walc’h a sustañs met ivez doujañ ouzh kempouezh magadurel al loen.

        Hirderioù posubl an arnodiñ

28 devezh : soñjet e vez eo ret kaout 28 devezh d’an neubeutañ evit gwelout an efedoù war organoù gouenañ ar razhed, dre mont en-dro diorroadur o gametoù. Na vez graet-se nemet p’eo bet studiet dija an efedoù. Gant ar studioù-se ez eus tu da rein ur c’hementad bras a sustañs OKG,gant louzoù pe produioù kimiek. Evit ma vefe doujet diouzh magadurezh al loen e c’hellomp rein d’al loened betek 50% eus e voued e OKG. 3 pe 6 miz : resisoc’h eo muzuliañ war 3 miz eget 6 miz an efedoù. Gant ar studiadenn-se e vez gouvezet resisoc’h an efedoù war elfennoù a bouez, da-skouer ar reizhiad immunel, hormonel ha gouenañ hag efedoù posubl an dreistberniadur.

Protokol evit arnodiñ pistriegezh subkronikel produ ur gen war razhed Gant ar studiadenn-se ez eus bet c’hoant da c’houzout an efedoù war diorroadur an organoù pe gwiadoù goude ur prantad hir, choazhet eo bet 90 devezh. Divizet eo bet rein d’ar razhed 15% eus e voudaj e OKG. Gant ar studiadenn-se ez eus bet c’hoant da c’houzout an efedoù goude bet roet en un doare reoliek efedoù an OKG war ar yec’hed, efedoù diannavezet na vefe ket bet gwelet e studiadenn ar pistriegezh subkronikel. Met ret eo derc’hel kont eus kizidigezh disheñvel al loened dre o doare koazhañ, o metabolegezh a c’hellfe stokañ produioù toksek e organoù ispisial. Pa vez studiet un OKG e vez arnodet war loened arnodiñ, alies razhed pe logod, yaouank ha loened eus an daou reizh. Ret ‘vo da bep loen bezañ boutaet dre hinienn. Ret e vez d’ar c’hementad OKG roet dezañ da vezañ an uhelañ posubl, er ur zoujañ deus kempouezh magadur al loened. Analizet e vo ar memes organoù ha pa vez studiet gant ar pistriegezh subkronikel. Ma vez kemmoù en organoù e vo ret mont pelloc’h gant ar studiadenn. Studiet e vo kresk al loened, pegement e debr, ha ma varvont e vo klasket perak. Pa vez studiet un efed war ur strollad loened eo ret choazh o niver ervezh variuster naturel an elfenn studiet, stabiloc’h e vez, aesoc’h da welout un disheñvelder bennak; an disheñvelder hon eus c’hoant da lakaat war-wel, bihanoc’h e vez, muioc’h a loened a vo ezhomm. Benn un nebeut amzer e vo tu da vont pelloc’h gant ar studioù, abalamour da teknikoù nevez. Tu vefe ganto da annavezout en un doare hollekoc’h ar c’hemmoù war sintezekadur an TRN, ar proteinoù hag ar metabolitoù. Gant an teknikoù nevez e vo tu annavezout an TRN, e gementad er gellig pe en organ, annavezout ar proteinoù hag ar metabolitoù produet er gellig. Gant-se a vo annavezet gwelloc’h levezon ur c’hemm genetikel war sintezekadur ar proteinoù, ha neuze gouzout hiroc’h war e c’hompozadur ha neuze bezañ gouiziekoc’h e-keñver ar surentez.

        Rentañ-kont eus an efedoù toksek war un hir-dermen

Sañset, ma vez merzhet kemment disoc’h a c’hellfe degas soñj eus ur riskl bennak evit ar yec’hed, ne vez ket gwerzhet an OKG. Met en em goulenn a ra ar skiantourien ma na vefe ket gwelloc’h testiñ an OKG war un hir-dermen, betek 2 vloaz da-skouer, evit merzhout ma na vez ket a efedoù toksek all, a yafent war-wel goude ma vefe roet kalz a wech a OKG da zebriñ. Met diaezamantoù a zo c’hoazh gant an doare-mañ : -na vez ket annavezet an elfenn toksek hag e efedoù -ret eo rein ar sustañs er ur c’hementad uhel en ur zoujañ diouzh magadur al loen, padal e vez produet an elfenn toksek e kementadoù bihan, ha ret eo kaout kalz a loened.

Barnañ ar riskloù goude bezañ bet kroget da werzhañ an OKG Daoust da vezañ bet klasket don ar riskloù en un OKG bennak a-raok bezañ bet kroget d’o werzhañ, e seblant bezañ pouezus kenderc’hel da arnodiñ ar produ OKG a-benn merzhout ma na vez ket a efedoù goude un termen hir-tre. Ret eo derc’hel kont ivez ez eus pobloù hag a zo kizidikoc’f eget ar re all, ha neuze ez eo ret diwall memestra.