Kevreadurezh : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: hi:वाक्यविन्यास |
D Robot ouzhpennet: war:Sintaksis |
||
Linenn 92: | Linenn 92: | ||
[[vi:Cú pháp học]] |
[[vi:Cú pháp học]] |
||
[[wa:Adjinçaedje del fråze]] |
[[wa:Adjinçaedje del fråze]] |
||
[[war:Sintaksis]] |
|||
[[zh:语法学]] |
[[zh:语法学]] |
||
[[zh-classical:語法學]] |
[[zh-classical:語法學]] |
Stumm eus an 1 Gen 2013 da 11:37
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kevreadurezh (saoz: syntax) pe ereadurezh evit komz eus studi ar reolennoù hag a dalvez er yezh-mañ-yezh da sevel frazennoù reizh e-keñver ar yezhadur. E berr e tenn ar gevreadurezh da urzh an elfennoù en ur frazenn ha d'al liammoù kenetreze.
Kregiñ a reas ar gevreadurezh gant studioù yezhadurel Panini anvet Ashtadhyayi ha kregiñ a reas ar skiant a-vremañ gant al levr Grammaire générale et raisonnée gant Antoine Arnauld. Mont war ziorren a reas studi ar gevreadurezh en XXvet kantved a-drugarez da dud brudet all evel Noam Chomsky.
Klask a ra ar gevreadurezh kompren reolennoù mont-en-dro yezhoù resis hag ivez dre o c'heñveriañ klask goût pe reolennoù a zo boutin d'an holl yezhoù, da lâret eo perzhioù kevreadurezhel ar yezhadur hollek. Ur skiant eo ar gevreadurezh ha klask a ra deskrivañ mont-en-dro ar yezhoù evel ma vezont komzet ha skrivet kentoc'h evit sevel reolennoù evit o implijout en un doare "reizh".
Pal studioù ar gevreadurezh a c'hell kemmañ. Keit ha ma klask ar "gevreadurezh furmel" kompren ha sevel displegadennoù a denn da mont-en-dro ar yezh en empenn (ar "mont-en-dro diabarzh") e klask ar "gevreadurezh kantouezel" displegañ reolennoù mont-en-dro ar yezh evel ma vez implijet e gwirionez (ar mont-en-dro diavaez), dreist-holl dre dielfennañ skridoù.