Carlota Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 38: Linenn 38:
[[ru:Карлота Жоакина, инфанта Испанская]]
[[ru:Карлота Жоакина, инфанта Испанская]]
[[sv:Charlotta Joakima av Spanien]]
[[sv:Charlotta Joakima av Spanien]]
[[th:คาร์ลอตา โจวควินาแห่งสเปน สมเด็จพระราชินีแห่งโปรตุเกส]]

Stumm eus an 8 Eos 2012 da 22:34

Ar rouanez Carlota Joaquina Teresa de Borbón

Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.

He buhez

Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried Maria Luisa de Parma. Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João VI (1767-1826). Hennezh e oa eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ne voe sevenet an euredavat nemet d'an 9 a viz Genver 1790 e Lisboa.