Marie-Louise de Lamoignon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Pajenn krouet gant : "D’ar Pantekost 2012 eo bet kanonizet an Itron Louise-Elisabeth Molé de Champlâtreux (1763-1825), diazezourez « C’hoarezed Sant-Loeiz », kongregasïon ar Garitez San..."
 
D Bianchi-Bihan kaset ar bajenn An Itron Molé da Louise-Elisabeth Molé: da adwelout gant neb a garo
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 Mae 2012 da 05:22

D’ar Pantekost 2012 eo bet kanonizet an Itron Louise-Elisabeth Molé de Champlâtreux (1763-1825), diazezourez « C’hoarezed Sant-Loeiz », kongregasïon ar Garitez Sant-Loeiz. Ar santez-mañ he deus heuliet strizh hent ar Garitez kristen pa oa dimezet koulz ha pa yeas da leanez. Eus an noblañs uhel – he zad a oa maodiern ar Justis e 1787 – e oa tregont vloaz pa voe dibennet he gwaz da sul Fask 1794 e-pad « Spont Bras » an Dispac’h Gall e Pariz. Glac’haret bras e savas enni ar c’hoant da vont en Urzhioù, met ne reas ket da sentiñ ouzh he c’hofesour. Hemañ he c’halvas pa voe anvet eskob e Gwened. Neuze « an Itron Molé » a savas ur skol gentañ e Gwened, a reas he leoù kentañ, ha kalz a verc’hed a fellas dezho mont en urzh nevez savet ganti e 1803. Ar wech kentañ eo en Istor an Iliz ez eus ul lid a ganonekizadur e Breizh.