Robert Koch : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D r2.7.2) (Robot ouzhpennet: ml:റോബർട്ട് കോഖ് |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sa:राबर्ट् कोख् |
||
Linenn 82: | Linenn 82: | ||
[[ro:Robert Koch]] |
[[ro:Robert Koch]] |
||
[[ru:Кох, Роберт]] |
[[ru:Кох, Роберт]] |
||
[[sa:राबर्ट् कोख्]] |
|||
[[sah:Роберт Кох]] |
[[sah:Роберт Кох]] |
||
[[sh:Robert Koch]] |
[[sh:Robert Koch]] |
Stumm eus an 4 Gen 2012 da 06:16
Robert Koch a oa ur mezeg alaman, ganet d'an 11 a viz Kerzu 1843 e Clausthal, ha marvet d'ar 27 a viz Mae 1910 e Baden-Baden. Brudet eo evit bezañ dizoloet bazhennigoù kleñved al langis anvet diwar e anv : bazhennig Koch. Chom a ra unan eus krouerien ar bakterioniezh.
Buhez
Mont a reas war studi ar skiantoù naturel ha hini ar vezegiezh e Göttingen. Unan eus e gelennerien, Jacob Henle, a oa un difenner eus damkaniezh ar mikroboù savet gant Louis Pasteur e 1860. Dont a reas da vezañ eilmezeg ospital Hambourg da gentañ.
Digor a-walc'h e oa e spered peogwir e oa dedennet ivez gant an arkeologiezh hag an arvevadoniezh.
Ar c'hentañ eo e 1876 da zont a-benn da c'hounit bazhennig ar serk dizoloet e 1850 gant ar C'hallaoued Rayer ha Davaine. Diorren a reas da-geñver an degouezh-se meur a deknik nevez evit livañ, gounit ha anavezout kellidoù ar c'hleñvedoù.
E 1880 e kemeras penn labourva bakterioniezh Berlin.
E 1882 e tizolo bazhennig kleñved al langis