Heureuchin Kornôgeuropa : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D r2.6.5) (Robot ouzhpennet: ltg:Ezs
Linenn 74: Linenn 74:
[[lb:Europäesche Kéiseker]]
[[lb:Europäesche Kéiseker]]
[[lt:Ežys]]
[[lt:Ežys]]
[[ltg:Ezs]]
[[myv:Сеель]]
[[myv:Сеель]]
[[nl:Egel]]
[[nl:Egel]]

Stumm eus an 29 Eos 2011 da 13:02

Heureuchin Kornôgeuropa


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Erinaceomorpha
Kerentiad : Erinaceidae
Genad : Erinaceus
Anv skiantel
Erinaceus europaeus
G. Fischer, 1814
genadoù all :
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Heureuchin Kornôgeuropa a zo ur bronneg bihan ha dreinek. Erinaceus europaeus eo e anv skiantel.
An heureuchin n'en deus ket cheñchet kalz abaoe 15 milion a vloavezhioù, met en em ober en deus graet ouzh e vuhez amprevanataer diouzh an noz.

Dreineg, laer-avaloù hag avalaouer a vez graet eus an aneval-se ivez.

Deskrivadur

Aes eo anavezet an heureuchin gant an drein a zo war e gein. Etre 5000 ha 7000 draen en deus hag a bad 18 miz. Blev kleuz deuet da vezañ reut gant keratin eo an drein-mañ.

Evit en em zifenn e c'hell an heureuchin mont en ur voul pa vez dañjer.

E vent : Eus 22 cm da 27 cm.
E bouez : Eus 400 g da 1,2 kg.
Pavioù berr en deus gant skilfoù. E lost a zo berr-tre. Ne wel ket mat met e zivskouarn a zo lemm hag e fri tanav.

Kentoc'h diouzh an noz e vev an heureuchin ha kousk a ra an darn vrasañ eus an devezh dindan ur bod, ur maen, geot pe en un toull en douar. En diskar-amzer, pa zeu an amzer da vezañ yen hag e voued da vezañ rouez ez a da c'hoañvaat. Pa vez o c'hoañvaat e tiskenn gwrez an heureuchin etre 1 °ha 6° C.

Boued

An amprevanetaer eo an heureuchin met debriñ a ra buzhug, melc'hwed, frouezh ha kebell-touseg ivez. Ar c'hwil-derv, ar c'hevnid, ar senk a gav mat.

Gouennadur

Pa vez bloaz e c'hell ar barez heureuchin dougen kelin. Eus 4 betek 6 kolen e c'han goude bezañ douget anezhe eus 31 da 35 devezh. Un torad nemetken he deus bep bloaz. 10 penn-bronn he deus.
Dall eo ar c'helin nevez-c’hanet. Ur pennadig war-lerc'h e teu dezhe drein blot ha gwenn. Pa vezont 36 eurvezh eo teñval an drein nemet ar penn anezhe hag a chom gwenn c'hoazh. Pa vezont 11 devezh e c'hell ar c'helin mont en ur voul ha pa vezont 22 zevezh e teuont er-maez eus an neizh. A-benn 4 pe 6 sizhun e vez dizonet an heureuchined bihan.
An heureuchinez an hini eo a ra war-dro he c'helin.

Hirhoal

Etre 7 ha 10 vloaz e vev d'ar muiañ met peurliesañ ne vev nemet 3 bloavezh. Tro-dro 60-70 dre gant anezhe a varv a-raok bezañ bloaz. Lod a varv gant an naon pa vezont o c'hoañvaat, lod all a zo debret gant broc'hed, lern, marted, hoperien-noz...


Reoliñ al loened noazus

An heureuchin a zebr betek 200 g a amprevaned bemnoz ha sikour a ra al liorzher da reoliñ an amprevaned en e jardin.