Diaoul Tasmania
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Usurzhad : | Marsupialia | ||
| Urzhad : | Dasyuromorphia | ||
| Kerentiad : | Dasyuridae | ||
| Genad : | Sarcophilus | ||
| Anv skiantel | |||
| Sarcophilus harrisii Boitard, 1841 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Diaoul Tasmania (Sarcophilus harrisii) a zo ur godelleg kigdebrer hag a vev en Enez-Tasmania.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe m'eo aet tigr Tasmania da get eo diaoul Tasmania ar c'higdebrer godellek brasañ. Chaseal a ra diouzh an noz preizhoù a bep seurt mentoù. Debriñ a ra gagnoù ivez. En e-unan e vev nemet e c'hoarvez a-wechoù e vefe meur a ziaoul o tifretañ war an hevelep gagn.
Du eo feur an diaoul, gant tarchoù gwenn war e vruched hag e benn a-dreñv. Etre 50 ha 80 cm eo hirder e gorf ha war-dro 30 cm eo e lost. Etre 4 ha 12 kg eo e bouez.
Ganet e vez ar c'helin goude un dougen 30 devezh.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad bev nemetañ eus ar genad Sarcophilus eo.
