Diaochan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Diao Chan (Tierniezh Qing)

Diaochan pe Diao Chan (sinaeg plaenaet: 貂蝉; sinaeg henvoazel: 貂蟬, Pinyin: Diāochán) (160/161/169/171/173/174 - 198/199 pe diwezhatoc'h) a oa ur gourtizanez sinaat. Peurvuiañ e kreder ne oa nemet un dudenn eus ar romant sinaat An Teir Rouantelezh (pe Sanguo Yanyi, 三國演義), savet gant Luo Guanzhong, diwar darvoudoù ha tud eus dibenn marevezh an dierniezh Han (a oa krog da vont war an diskar en 175, betek en 220) hag eus marevezh an Teir Rouantelezh (220-265 goude JK), ha skrivet er XIVvet kantved.

Diaochan a zo korollerez ha sonerez, koant evel an deiz, anezhi unan eus Peder c'hened Hensina.