Diadoked
Neuz
(Adkaset eus Diadok)
Talvezout a ra an termen Diadok (e gresianeg διάδοχος / diadokhos) kement ha "warlerc'hiad". Savet eo ar ger war διά / dia ("dre") ha δέχομαι / dekhomai ("degemer"), da lavaret eo ger evit ger, "an hini a dreuzkaser ar vazh-roue drezañ".
Savet eo bet ar ger gant an istorour alaman Johann Gustav Droysen.
Hennezh eo an anv bet roet d'ar jeneraled o deus renet goude marv Aleksandr Veur hag a zo bet rannet an impalaeriezh etrezo e -323 :
- Antigon ar Born ;
- Antipater ;
- Kasandr ;
- Lysimac'hos ;
- Eumenos ;
- Perdikkas ;
- Ptolemaios ;
- Seleukos.
Er marevezh a-vremañ etre 1832 ha 1973 eo bet adimplijet an termen diadok evit ober anv eus pennhêr tron Gres.
Diadoked |
Antigon – Antipater – Kasandr – Eumenos Lysimac'hos – Perdikkas – Ptolemaios – Seleukos |