Mont d’an endalc’had

Diac'hinad Anderson

Eus Wikipedia

Diac'hinad Anderson a zo un diac'hinad hag a ziskouez ar fed 'n eus ket dre ret, ur studier gant un diplom uheloc'h eget hini e gerent, ur renk sokial uheloc'h. An diac'hinad-mañ a zo bet lakaet war-wel gant Charles Arnold Anderson (1907 - 1990) e 1961 en ur pennad anvet "A Skeptical Note on the Relation of Vertical Mobility to Education" embannet gant ar gelaouenn American Journal of Sociology. Hervezañ eo "statud sokial bennak ar vibien tost dizalc'h diouzh o live deskadurezh, diplom bennak". Da lavaret eo, an diplom a zo evel ar moneiz ; gallout a ra c'hoarvezout dezhañ ur c'hwezhadur, ar pezh a grou un didalvoudekaat eus an diplomoù. Gallout a reomp adlavarout an diac'hinad Anderson gant ar gerioù-mañ : an diplom da gaout plasoù sokial a zo muioc'h-mui ret met nebeutoc'h nebeutañ trawalc'h.

An diac'hinad a ziskouez ez eo digresket splet sokial hag ekonomikel an diplomoù : ar memes diplom, a remziad da remziad, na ro ket mui ar memes chañs da dizhout ar memes sort plasoù sokiomicherel. An didalvoudekaat eus an diplomoù a c'hell bezañ displeget gant ar c'hresk bras a ziplomidi, dirak ar c'hresk gorrekoc'h a blasoù sokial eus ar memes live eget ar perzhekadur. Neuze ne 'z eus ket a liamm gwir etre gwellaat al live perzhekadur un hinienn hag e bignadur sokial, so o dislavarout ur wech ouzhpenn ar veritokratiezh.