Dhafer Youssef

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dhafer Youssef en Oslo Jazzfestival, e 2015.

Dhafer Youssef (en arabeg : ظافر يوسف) hogen Dhafer bin Youssef bin Tahar Maarref e wir anv, ganet d'an 19 a viz Du 1967 e Teboulba, zo ur soner ha kaner tunizian. Kregiñ a reas da ganañ en euredoù, evel alies er broioù muzulman. Buan e voe brudet e vouezh ma voe pedet da ganañ er skingomz Radio Monastir.

E-pad dek vloaz, entre 1989 ha 1999, eo bet o chom hag o labourat e Vienna, en Aostria. Abaoe 2002 emañ e Pariz o chom. Levezonet eo bet gant sonerezh India, ha kenlabouret en deus gant tud e-leizh : Carlo Rizzo, Paolo Fresu, Nguyên Lê, Iva Bittová, Omar Sosa, Bill Laswell, Nils Petter Molvær, Bugge Wesseltoft, Eivind Aarset, Markus Stockhausen, Gilad Atzmon, Jack DeJohnette hag ar gitarour aostrian Wolfgang Muthspiel, a sone gantañ e 2007 en albom Glow.

E bladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]