Mont d’an endalc’had

Dexter Horton

Eus Wikipedia
Dexter Horton e 1903
Bez Dexter Horton

Dexter Horton, ganet e d'ar 15 a viz Du 1825[1] e Seneca Lake, New York hag aet da Anaon d'an 28 a viz Gouhere 1904[2], a oa krouer ar c'hentañ ti-bank e kêr Seattle. A-raok ma voe savet ar bank Dexter Horton e 1870 e veze sevenet an eskemmoù arc'hant gant marc'hadourien. Graet e vez eus Dexter Horton unan eus founding fathers kêr Seattle.

Dexter Horton a oa ganet e 1825 e Seneca Lake, e stad New York. Desavet e oa bet en un atant e stad Illinois. Pa oa paotr yaouank e oa bet o vevañ en Oregon. Distroet e oa goude-se eus Oregon da Seattle. Goude bezañ bet o labourat evel micherour evit Henry Yesler e tigoras ur ispiserezh. Brav e oa deuet an aferioù evitañ.

Ul lodenn eus aferioù ar stal e oa an amprestoù ha diwall an arc'hant fiziet gant ar pratikoù. E 1870 Dexter Horton a zigore ar c'hentañ stal a zeuas da vezañ kentañ ti-bank Seattle. Un hendad eo neuze d'ar Seattle First National Bank, a zeuas da vezañ ar Bank of America[3].

Hervez an hengoun e Seattle, degadoù a vloavezhioù goude Emgann Seattle, Gardner Kellogg, penn da zont pomperien Seattle, a oa o toullañ tro-dro e di ha kavet e oa bet gantañ un obuz didarzh eus an USS Decatur. En lakaat a reas a-enep ur souch hag a oa bet o klask deviñ hag aet da zebriñ. Dexter Horton a oa o tremen da eno a baouezas hag azezañ war ar souch evit en em dommañ. An obuz a oa tarzhet ha lazhet e oa bet an den war an taol.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]