Devezh Etrebroadel ar Yoga
Disklêriet e voe devezh an 21 a viz Mezheven Devezh Etrebroadel ar Yoga gant Bodadeg Veur Aozadur ar Broadoù Unanet d'an 11 a viz Kerzu 2014[1] Ar Yoga a zo ur pleustr eus ar c'horf hag ar spered a gaver e orin en India ouzhpenn 6000 vloaz 'zo. Unaniñ ar c'horf hag ar spered eo e bal.[2].
Disklêriadur an devezh-se a oa deuet goude galv Ministr kentañ India Narendra Modi da geñver Bodadeg Veur Aozadur ar Broadoù Unanet d'ar 27 a viz Gwengolo evit degemer an 21 a viz Mezheven evel Devezh Etrebroadel ar Yoga[3],[4],[5],[6] ma lavaras :
« Ar yoga zo ur prof dibriz a-berzh hengoun India. Enkorfañ a ra unaniezh ar c'horf hag ar spered ; ar preder hag an ober ; an dalc'h hag ar sevenidigezh ; an emglev etre mab-den hag an natur ; un hentenn hollek evit ar yec'hed hag an hevoud. N'eo ket ur bleustradenn met bez' eo kentoc'h dizoleiñ skiant an unaniezh ennoc'h hoc'h-unan, ar bed hag an natur. Dre cheñch hon doare-bevañ hag hon emskiant e c'hell sikour ac'hanomp da dalañ ouzh cheñchamantoù an hin. Strivomp da gas degemer un Devezh Etrebroadel ar Yoga da benn. »[7]
O kinnig an 21 a viz Mezheven, hag a zo ar goursav-heol, da Zevezh Etrebroadel ar Yoga e lavaras Narendra Modi ez eo an deiziad-se an devezh hirañ eus ar bloaz en hantervoul norzh, ha bez' en deus ur ster dibar e kalz a lec'hioù er bed[8].
Diouzh savboent ar yoga e verk ar goursav-heol an tremen da dakṣiṇāyaṇa. Anvet eo al loargann kentañ goude ar goursav-heol Guru Pūrṇimā.
Govind Gurbani Yog Guru, Besprezidant Rajasthan Swasthya Yog Parisad Jaipur India en doa embannet e vefe hanter-kant mil den o pleustriñ ar yoga e Rajasthan d'an 21 a viz Mezheven.
Lidañ Devezh Etrebroadel ar Yoga
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War-dro 40000 den gant Ministr Kentañ India Narendra Modi hag un niver bras a uhelidi o doa graet 21 asana (stummoù yoga) e-pad 35 munutenn evit lidañ kentañ Devezh Etrebroadel ar Yoga e Rajpath e New Delhi d'an 21 a viz Mezheven 2015. Lidet e voe an deiz gouestlet d'ar yoga gant milionoù a dud dre ar bed[9].
Daveennoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) UN Declared 21st June as International Day of Yoga
- ↑ (en) What is International Yoga Day? (Petra eo Devezh Etrebroadel ar Yoga ?)
- ↑ (en) UN should adopt an International Yoga Day: Modi (An ABU a rankfe degemer Devezh Etrebroadel ar Yoga : Modi)
- ↑ (en) India leader proposes International Yoga Day (Penn India a ginnig Devezh Etrebroadel ar Yoga)
- ↑ (en) PM Modi asks world leaders to adopt International Yoga Day (Goulenn a ra ar Ministr Kentañ Modi gant pennoù ar bed degemer Devezh Etrebroadel ar Yoga)
- ↑ (en) Narendra Modi asks world leaders to adopt International Yoga Day (Narendra Modi a c'houlenn gant pennoù ar bed degemer Devezh Etrebroadel ar Yoga)
- ↑ (en) Modi calls for Yoga Day in US General Assembly
- ↑ (en) UN declares June 21 as 'International Day of Yoga'
- ↑ (en) Massive turnout