Mont d’an endalc’had

Derby Museum and Art Gallery

Eus Wikipedia
Ar savadur eus an XIXvet kantved ma oa ar mirdi hag a zo bremañ levraoueg

An Derby Museum and Art Gallery eo mirdi kêr Derby en Bro-Saoz. Diazezet e voe en 1858, ha pellamzer e voe er savadur ma emañ Levraoueg Kêr Derby bremañ. Hiziv emañ tostik alese. Eno e c'haller gwelout un toullad mat a livadurioù eus an XVIIIvet ha XIXvet kantved ha dreist-holl oberoù al livour Joseph Wright of Derby a oa o chom e Derby end-eeun.

Ouzhpenn un darn eus livadurioù Wright e c'haller gwelout oberennoù gant an arzourien-mañ: William Frederick Austin, E.E. Clark, Harold Gresley, Alfred John Keene, George Bailey, David Payne, George Turner, Ernest Townsend, George Francis Yarnell, Samuel ha Louise Rayner.