Mont d’an endalc’had

Deiziadur broadel India

Eus Wikipedia

Deiziadur broadel India (anvet deiziadur Saka a-wezhioù) eo an deiziadur ofisiel sivil implijet en India. Implijet e vez war un dro gant an Deiziadur gregorian, gant The Gazette of India, abadennoù keleier All India Radio, hag an deiziadurioù hag an embannoù graet gant gouarnamant India[1].

En un doare forc'hellek e c'hall an anv-se bezañ implijet evit komz eus an deiziadur hindouek, hag an oadvezh Saka a zo implijet gant meur a zeiziadur disheñvel ivez.

Framm an deiziadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Miz (Sañskriteg) Miz (Tamileg/தமிழ்) Pad Deiz kentañ (Gregorian) Zodiak an Trovanoù
1 ChaitraChitirai (சித்திரை)30/3122 a viz MeurzhAries
2 VaishākhVaikasi (வைகாசி)3121 a viz EbrelTaurus
3 JyaishthaAani (ஆனி)3122 a viz MaeGemini
4 ĀshādhaAadi (ஆடி)3122 a viz EvenCancer
5 ShrāvanaAavani (ஆவணி)3123 a viz GouereLeo
6 BhādrapadPurratasi (புரட்டாசி)3123 a viz EostVirgo
7 ĀshvinAiypasi (ஐப்பசி)3023 a viz GwengoloLibra
8 KārtikKaarthigai (கார்த்திகை)3023 a viz HereScorpio
9 MargshishMaargazhi (மார்கழி)3022 a viz DuSagitarius
10 PaushThai (தை)3022 a viz KerzuCapricorn
11 MāghMaasi (மாசி)3021 a viz GenverAquarius
12 PhālgunPanguni (பங்குனி)3020 a viz C'hwevrerPisces

Er bloavezhioù bizeost, Chaitra zo 31 deiz ennañ hag a grog d'an 21 a viz Meurzh kentoc'h. Ar mizioù e hanterenn gentañ ar bloavezh zo enne pep a 31 deiz, da zerc'hel kont eus fiñv goustatoc'h an Heol a-dreuz d'an ekliptik d'ar mare-se.

Dont a ra anvioù ar mizioù eus deiziadurioù hindouek koshoc'h. Abalamour da se ez eus kemmoù en doare da zistagañ anezhe, hag ez eus peadra da faziañ pa glasker goût da betore deiziadur e tenn un anv miz.

Kontet e vez ar bloavezhioù en oadvezh Saka, a laka e vloavezh 0 da gregiñ er bloavezh 78 eus an Oadvezh kumun. Da c'houzout pegoulz e vez ar bloavezhioù bizeost e lakaer 78 ouzhpenn an niver a vloavezhioù eus ar bloavezh Saka - ma kaver un disoc'h a glot gant ur bloavezh bizeost en deiziadur gregorian, neuze ez eo ar bloavezh saka ur bloavezh bizeost ivez. Heñvel eo e framm ouzh hini deiziadur Persia.

Kroget e oad da implij an deiziadur-se gant ar Bodad da adreizhañ an deiziadur e 1957, en ul lodenn eus kendeiziadur hag eus almanak merdeerezh India, a gaved ennañ ivez titouroù all diwar-benn ar stered, ha reolennoù ha koulzioù da brientiñ deiziadurioù evit ar relijion hindouek, en ur striv da glask unvaniñ ar gizioù-se. Daoust d'ar striv-se, stummoù lec'hel diazezet war mammennoù evel ar Surya Siddhanta a zo anezhe c'hoazh.

Kregiñ a reas implij ofisiel an deiziadur-se d'ar c'hentañ a viz Chaitra, 1879 eus an oadvezh Saka, pe d'an 22 a viz Meurzh, 1957. Koulskoude, war a hañval, ne reont van implijidi ar gouarnamant ouzh deiz-kentañ'r bloaz an deiziadur-sehag a implij kentoc'h an deiziadurioù relijius[2].

  1. Lec'hienn ofisiel gouarnamant India, Deiziadur broadel
  2. "Hindu" New Year's day and related issues
  • Mapping Time: The Calendar and its History by E.G. Richards (ISBN 0-19-282065-7), 1998, pp. 184–185.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]