Deiz ar serviedenn
Neuz
![]() |
N'eus daveenn ebet er pennad-mañ. Gallout a rit labourat d'e wellaat dre ober dave da vammennoù solius. Tabut a c'hall sevel diwar an diouer a zaveoù, hag ar pennad a c'hall bezañ diverket. |
Deiz ar serviedenn (Towel Day e saozneg) a vez lidet bep bloaz d'ar 25 a viz Mae evit enoriñ deiz marv Douglas Adams. Pedet e vez an dud da dapout pep a serviedenn koronk ganto e-pad an deiz. Kroget e oa bet al lid e 2001 goude marv Douglas Adams d'an 11 a viz Mae 2001. Diwar penn-oberenn ar skrivagner (The Hitchhiker's Guide to the Galaxy) eo ar serviedenn. Klotañ a ra deiz ar serviedenn gant ar Geek Pride Day.