Dee Caffari

Eus Wikipedia
Dee Caffari

Denise Caffari pe Dee Caffari, bet ganet d'an 23 a viz Genver 1973 e Watford (Hertfordshire, Bro-Saoz), a zo ur vageerez-dre-lien vreizhveuriat.

D'an 18 a viz Mae 2006, goude 178 devezh war vor, eo kentañ bageerez oc'h ober tro ar bed hec'h-unan hep skoazell a reter da gornôg.

E 2008 emañ da 8vet er redadeg STAR (Single-handed Trans-Atlantic Race) e-bourzh Aviva.

Er redadeg Vendée Globe 2008-2009 emañ da 6vet, ha setu hi an hini gentañ oc'h ober tro ar bed hec'h-unan a reter da gornôg hag a gornôg da reter.