Danial Saiboulatov
Neuz
Danial Saiboulatov a zo bet ganet e 1970.
Mestrc'hoarier echedoù belgiat eo.
Mestr Etrebroadel FIDE eo.
Trede e voe en Tournamant aozet gant ar c’hleub CREC e Marchienne-au-Pont adalek ar 15 a viz Eost betek an 22 a viz Eost 2002. Adalek an 2 a viz Gouere betek an 10 a viz Gouere 2005, c'hoari a reas e Kampion Belgia a voe en Aalst . Unnekvet e voe gant 4,5 poent.
2 360 edo e renk Elo e miz Here 2008.
Stadegoù e Simbase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an diellaoueg echedoù Simbase, diwar 54 fartienn, Saiboulatov en deus :
- gounezet 19 partienn,
- kollet 13 partienn,
- nulaet 22 bartienn.
55 eo e dregantad a drec'hoù neuze.