Dan Carter

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Dan Carter e 2011

Daniel William Carter lesanvet « Dan Carter », ganet eo d'ar 5 a viz Meurzh 1982 e leeston. Ur c’hoarier rugbi micherel eo. Dan Carter a c’hoari er post niverenn dek. Dan Carter a c’hoari evit skipailh an All Blacks. All Blacks eo anv ar strollad a Zeland-Nevez.

E 2015 dan carter a oa anvet da wellañ c’hoarier rugbi ar bed. Enskrivet en deus 1598 poent gant skipailh an all blacks. Goude trec’h skipalh Zeland-Nevez e gourfenn kib ar bed 2015, Dan Carter en deus echuet e micher war an dachenn etrebloadel. Dan Carter a zo 1.78 m ha pouez a ra 94 kg .

Ar c'hentañ klub o tegemer Dan Carter e oa hini ar Canterbury crusaders e Zeland-Nevez. Dan carter a chomo eno etre 2003 ha 2008. Goude Dan carter en deus graet ur dro e-kichen Perpignan, e su ar Frañs . Chomet eo e-pad bloaz, etre 2008 ha 2009. Goude-se, ez eo distroet er skipailh Canterbury Crusaders ha chomet eo eno etre 2009 ha 2015 . Ar koulzad-se ar racing (ur c'hlub e Pariz) en deus tutaet ar star-se .