Dagens Nyheter

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pajenn gentañ an Dagens Nyheter, o kemenn peñse an Titanic.

Dagens Nyheter (distaget (ˈdɑːɡəns ˈnyːˈhɛtər] e svedeg) (berraet e DN) zo ur gazetenn bemdeziek eus Sveden. Embannet e vez e Stockholm, evit ar vro a-bezh. Ar gazetenn svedat hag a vez skignet ar muiañ eo. E 2013 e veze gwerzhet 282 800 skouerenn anezhi hag a veze lennet gant 758 000 a dud bemdez.[1] E-pad ur pennad e oa kazetenn ar gostezenn liberal.[2] Hiziv c'hoazh e seller outi evel ur gazetenn frankizour ha dizalc'h.

Krouet e oa bet e 1864 gant Rudolf Wall.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.