Mont d’an endalc’had

Cynan ap Hywel

Eus Wikipedia

Cynan ap Hywel, mab da Hywel, a voe roue Gwynedd (999 - 1005), ha marteze ivez hini Deheubarth.

Ren a reas war-lerc'h Maredudd ab Owain hag en doa tapet ar rouantelezh digant tierniezh Idwal Foel p'en doa lazhet Cadwallon ab Ieuaf.

E 999 eta e tistroas Gwynedd etre daouarn diskennidi Idwal.

Mervel a reas e 1005 (pe 1002 pe 1003 hervez ar skridoù kozh). Berr e voe ren Cynan eta, ha n'ouzer netra diwar e benn.

N'ouzer ket ivez dre benaos e teuas Aeddan ap Blegywryd, ha ne oa ket kar dezhañ, da ren war e lerc'h. Mont a reas Deheubarth gant an daou vreur Edwin ab Einon ha Cadell ab Einon.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • John Edward Lloyd (1911) A history of Wales: from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)