Merienaer korr
Neuz
(Adkaset eus Cyclopes)
| |||
---|---|---|---|
Ur merienaer korr plouzet
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Usurzhad : | Xenarthra | ||
Urzhad : | Pilosa | ||
Kerentiad : | Cyclopedidae | ||
Genad : | Cyclopes | ||
Anv skiantel | |||
Cyclopes didactylus Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar merienaer korr (Cyclopes didactylus) a zo ur bronneg amprevanetaer hag a vev e Kreiz ha Suamerika.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Keit eo e gorf hag e lost, gant un hirder war-dro 20 cm pep hini. Etre 150 ha 300 g eo e bouez. Arc'hantek eo e vlevenn, gant ur roudenn zu war e gof. Moal eo penn e lost.
Bevañ a ra er gwez dreist-holl hag azasaet eo e gorf ouzh ar vuhez-se: tapout a ra krog er brankoù gant e skilfoù hag e lost. En em vagañ a ra diwar merien.
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad nemetañ eo er genad Cyclopes hag er c'herentiad Cyclopedidae.