Mont d’an endalc’had

Cumbia

Eus Wikipedia
Kouer eus Panamá o seniñ cumbia gant ar violin
Merc'hed o tañsal ar c'humbia.

Cumbia zo un doare sonerezh-pobl eus Colombia ha Panamá. Un dañs eo ivez.

Ganet eo war aod ar Mor Karib, diwar meskañ sonerezh henvroiz, Kentamerikaned anezho, hini sklaved eus Afrika ha hini ar Spagnoled e Pocabuy, e kanienn Momposina.

Ur c'haner hag ur violin a veze da gentañ, un akordeoñs a vez bremañ atav. Un arouez broadel eo deuet da vezañ, e Colombia, evel ar vallenato.

Bremañ e vez sonet ivez e broioù all: Perou, Arc'hantina, Mec'hiko. Ha sonet e vez ivez gant lazoù salsa. E broioù an Andoù eo brudetoc'h eget ar salsa zoken[1].

Eus ar c'humbia e teu luskadoù all evel ar porro, ar gaita, ar chalupa, ar bullerengue, ar garabato, ar chandé, an tambora, ar berroche, ar paseo, ar son, ar puya, a-douez un toullad re all. Meur a stumm disheñvel zo eus ar c'humbia, hervez ar rannvroioù : cumbia sampuesana, soledeña, cienaguera, momposina, sanjacintera, cartagenera, cereteana, magangueleña, entre re all.

Komz a reer ivez eus tecnocumbia, gant binvioù tredan hag elektronek.