Crunchyroll

Eus Wikipedia
Logo Crunchyroll 2012.

Crunchyroll zo un embregerezh embann mangaoù video stadunanat hag etrevroadel kement hag ur gumuniezh enlinenn. Embannet e vez muioc'h-mui dafar o tont eus Azia ganti evel sonerezh, dramaoù... Savet e 2006 gant ur strollad tud eus an University of California, Berkeley, Crunchyroll hag e harperien kenwerzhel a embann pe a ro tu da 23 milion a ezel da welet filmigoù. Crunchyroll zo ur skourr da Ellation, hag a zo perc'hennet gant Otter Media ur skourr da AT&T ha The Chernin Group. Crunchyroll en deus burevioù e San Francisco ha Tokyo, ezel eo d'ar gevredigezh Nippon Douga Kyoukai (Kevredigezh an tresadennoù-bev japanat).