Mont d’an endalc’had

Croes Eliseg

Eus Wikipedia

Croes Eliseg pe Colofn Eliseg zo ur golonenn e Kembre, savet e koun roue Powys Elisedd ap Gwylog, marvet e 755, gant e vab.

Nepell diouzh Croes Eliseg emañ Abati Glyn y Groes, e-kichen Llangollen, e Sir Ddinbych. Krediñ a reer e voe graet ur fazi gant ar c'hizeller a skrivas "Eliseg" e-lec'h "Elisedd".

Croes Eliseg
Engravadur eus an XIXvet kantved

E c'hourvab, Cyngen ap Cadell a savas ur peul evel maen-koun dezhañ nepell diouzh al lec'h m'emañ abati Glyn y Groes (Valle Crucis) krouet diwezhatoc'h. Ober a reer Peul Eliseg anezhañ, hogen ar meneg Eliseg a lenner war ar peul a rank bezañ ur fazi a-berzh bener an enskrivadur.

An enskrivadur latin war ar peul a zo bremañ diaes-kenañ da lenn, met evit doare e oa sklaeroc'h da vare Edward Lhuyd en adskrivas. Evel-henn emañ troidigezh al lodenn a denn da Elisedd :

Sed ar skrid:

+ Concenn fab Catell, Catell fab Brochmail, Brochmail fab Eliseg, Eliseg fab Guoillauc.
+ A'r Concenn hwnnw, gor-ŵyr Eliseg, a gododd y maen yma ar gyfer ei hen daid Eliseg.
+ Yr Eliseg hwnnw a gasglodd ynghyd etifeddiaeth Powys . . . allan o afael yr Eingl â'i gleddyf ac â thân.
+ Pwy bynnag sy'n ailadrodd yr arysgrif yma, rhoed fendith ar enaid Eliseg.

Sed an droidigezh:

+ Concenn mab Catell, Catell mab Brochmail, Brochmail mab Eliseg, Eliseg mab Guoillauc.
+ Hag ar Concenn-mañ, gourvab Eliseg, a savas ar maen-mañ evit e gourdad-kozh Eliseg.
+ An hevelep Eliseg, a juntas kevret hêrezh Powys . . . er-maez galloud an Angled war-bouez e gleze ha dre an tan.
+ Nep piv bennak a adlavar ar pozioù, ra vennigo ene Eliseg.

Ar gevredigezh Cadw a ra war-dro ar monumant bremañ.

Taolet e voe ar peulvan d'an traoñ gant ar Roundheads e-pad brezel diabarzh Bro-Saoz, ha digoret ar bez dindanañ.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • John Edward Lloyd (1911) A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, Green & Co.)