Cristina Córdula
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs, Brazil |
Anv e yezh-vamm an den | Cristina Cordula |
Anv-bihan | Cristina |
Anv-familh | Da Cunha, Cordula |
Deiziad ganedigezh | 30 Her 1964 |
Lec'h ganedigezh | Rio de Janeiro |
Kar | Raul Córdula |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | model, kazetennerezh skinwel |
Implijer | M6 |
Bet war ar studi e | Gama Filho University |
Lec'h annez | Pariz |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cristinacordula.com/ |
Maria Cristina Córdula da Cunha, pe Cristina Córdula hec'h anv-micher, ganet d'an 30 a viz Here 1964 e Rio de Janeiro, zo ur guzulierez a skeudenn, kinnigerez skinwel ha bet eo top model brazilian. E Bro-C'hall emañ o chom abaoe 2004, kinnig a ra abadennoù skinwel liammet ouzh al look war M6 ha Téva evel Les Reines du shopping, Cousu main pe Nouveau look pour une nouvelle vie.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Cristina Córdula zo ganet d'an 30 a viz Here 1964 e Rio de Janeiro, e Brazil. An tad a oa penn un embregerezh, ar vamm a oa sokiologourez ha burutellerez arz. Studiet he deus ar c'hazetenniñ hag ar c'hleweled e skol-veur Gama Filho. Troet he deus e-barzh bruderezhioù a-raok kregiñ gant an dibunadegoù hag ar poltriji mod evit kazetennoù d'an oad a 16 vloaz.
Top model
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ma oa o tibunañ e Milano, ur c'hamalad a orin eus São Paulo a roe dezhi ar c'huzul da droc'hañ he blev berroc'h. Ur wech troc'het he blev e krog evit gwir da vezañ brudet evel top model etrebroadel. Labourat a ra evit an tiez brudet Yves Saint Laurent, Chanel pe Dior.
Erruet eo en Europa e 1985, dre ma oa bet merzet gant un embregerezh spagnol. Dibunadenn ziwezhañ Cristina Córdula evit ar c'hemener gall Marc Bohan.