Costanza d'Altavilla (1082-1135)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Costanza d'Altavilla zo ivez.

Costanza d'Altavilla (1082 – goude 1135) a oa ur briñsez eus Sikilia, hag a voe Rouanez Italia.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Ruggero Iañ, kont Sikilia ha da Eremburga di Mortain. C'hoar e oa da Malgerio, kont Troina, ha lezc'hoar da Ruggero II Sikilia.

E 1095 e voe dimezet Costanza da Corrado di Lorena, pe Konrad Italia, mab pennhêr d'an impalaer Herri IV ha d'e gentañ pried, Berta Savoia. Jubennet e voe an dimeziñ gant ar pab Urban II, a oa o klask ober emglev d'ar poent gant kont Sikilia. Ne ouzer ket ha bugale a voe.

Kenrejant Germania e voe he fried adal 1087 betek 1098, ha kenrejant Italia ivez adal 1093 betek 1098. Pa savas bec'h etre Herri IV hag ar pab Urban II, ez eas Corrado a-du gant ar pab a-enep e dad.

Kurunennet e voe evel kenroue Italia e Milano gant an arc'heskob Anselmo III. Hervez Landolfo Iuniore, istorour eus Milano, e voe kurunennet e Monza ivez, e-lec'h ma oa kurunenn houarn ar rouaned lombard.

Ur pennadig goude sened-iliz Piacenza, e 1095, e touas Corrado bout feal da Urbano II e Cremona ha mont a reas evel paotr-kezeg da ambroug aneval ar pab, war-droad, e sin a uvelded.

Diskaret[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Ebrel 1098, goude tri bloavezh a emgannoù gant e vab, Herri IV a zeuas a-benn da lemel ar gurunenn digant Corrado hag envel a reas e vab yaouankañ Herri V da bennhêr.

Goude-se ne oa tamm galloud ebet ken gant Corrado en Italia. Marvet e oa ar pab Urban II, d'an 29 a viz Gouere 1099, ha gantañ e oa aet pep spi evitañ da adsevel war an tron.

Mervel a reas Corrado d'ar 27 a viz Gouhere 1101. Ne addimezas ket Costanza, ha ne voe kaoz anezhi ken.