Cossyphicula roberti
Neuz
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Muscicapidae | ||
Genad : | Cossyphicula | ||
Anv skiantel | |||
Cossyphicula Grote, 1934 | |||
Anv skiantel | |||
Cossyphicula roberti (Alexander, 1903) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cossyphicula roberti[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Muscicapidae.
Ar spesad nemetañ er genad Cossyphicula an hini eo.
Anvet e voe Callene roberti (kentanv) da gentañ-penn (e 1903) gant an evnoniour breizhveuriat Boyd Alexander (1873-1910) : dougen a ra anv-bihan ar major Robert Alexander[2] (1873-1928), breur gevell da vBoyd Alexander.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned a bep seurt (c'hwiled ha biskoul en o zouez), divellkeineged bihan ha hugennoù[3].
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver an daou isspesad[4] anezhañ en Afrika :
- Cossyphicula roberti roberti, (Alexander, 1903), e reter Nigeria, kornôg Kameroun, Bioko,
- C. r. rufescentior, e reter Republik Demokratel Kongo, Rwanda ha mervent Ouganda.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Cossyphicula roberti war al lec'hienn BirdLife International.
- (en) Cossyphicula roberti war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) Bo Beolens, Michael Watkins & Michael Grayson, The Eponym Dictionary of Birds, Bloomsbury Publishing, 2014.
- ↑ (en) Cossyphicula roberti el lec'hienn HBW Alive: Handbook of the Birds of the World Alive.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Cossyphicula roberti.