Coscoroba coscoroba
| |||
---|---|---|---|
![]() Coscoroba coscoroba.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Anseriformes | ||
Kerentiad : | Anatidae | ||
Genad : | Coscoroba | ||
Anv skiantel | |||
Coscoroba coscoroba (Molina, 1782) | |||
D'ar vevoniezh![]() ![]() ![]() e tenn ar pennad-mañ. |
Coscoroba coscoroba[1] zo ur spesad evned en is-kerentiad an Anserinae eus Kerentiad an Anatidae, hag a zo bet studiet gant Juan Ignacio Molina e 1782.
Al labous nemetañ er genad Coscoroba eo, ha n'eus is-spesad ebet dezhañ[2].
E Suamerika hepken e kaver al labous : Arc'hantina hag an Inizi Maloù, Bolivia, Brazil, Chile, Paraguay, Uruguay.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bras a-walc'h eo al laboused, brasoc'h eget gwazi hogen bihanoc'h eget elerc'h ar genad Cygnus : 90-115 cm eo o hirder, ha war-dro 1,55 metr o hed-eskell. Pounneroc'h e vez ar pared (3,8-5,5 kg) eget ar parezed (3,1-4,5 kg).
Goloet-holl a bluñv eo penn Coscoroba coscoroba, ar pezh a zo disheñvel diouzh an elerc'h ; dre m'emañ o zreid stag war-eeun dindan o c'horf e c'hallont kerzhet e-lec'h treuzigellat evel ma ra an darn vuiañ eus an evned-dour.
Dre vras ez eo an evn damheñvel ouzh an houidi-korz (Anas platyrhynchos) anvet American Pekin, a zo ur ouenn wenn bet maget evit ar c'hig en SUA abaoe 1873 diwar pevar hinienn a oa bet degaset eus Sina[3]. Gwenn int o-daou, nemet ez eo brasoc'h Coscoroba coscoroba ; ouzhpenn da se, ruz eo e bigos hag e dreid, pan eo orañjez flamm re an houad "amerikan".
-
American Pekin
-
Coscoroba coscoroba

N'eus ket gwall vras a ziforc'h etre ar par hag ar barez : gwenn-holl eo o fluñv, war-bouez begoù du ar 6 pluñvenn-dorn na vezont gwelet aes nemet pa vez al labous o nijal. Glas-gris eo pigos ar ploged pa zigloront, ha roudennet o fluñv a-hed o c'horf ; da wenn-holl ivez e troont goude un eizh miz bennak.
Kriadennoù kreñv a laosk ar ploged betek o oad-gour ; daou c'halv o deus goude-se : un hopadenn verr da c'hervel ur c'heveler pe ur gevelerez revel, hag ur galv hiroc'h da argas enebourien[4].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hep studiañ pelloc'h ez eus bet gwelet Coscoroba coscoroba o tebriñ plant-dour dreist-holl, plant-douar a-wezhioù, divellkeineg-dour bihan ha pesked bihan ivez. En ur neuial pe en ur batouilhat e dourioù bas e klask e voued peurliesañ, petra bennak ma c'hoarvez gantañ peuriñ war an douar kalet. Alies e vez gwelet o tebriñ gant evned ar spesad Cygnus melancoryphus, hogen ral a wezh ec'h a en e sav evel ma reont.
Gouennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En nevezamzer e ouenn ar spesad, da lavaret eo adalek miz Mae betek miz Here en Arc'hantina an Norzh, e miz Gouere ha miz Eost e Brazil ar Su, hag adalek miz Gouere betek miz Kerzu e Chile.
Padus eo ar c'houbladoù. Ur grugell glasvez goloet a c'heot tener e vez an neizh savet gant ar par hag ar barez a-gevret, staliet war un enezennig korz a zo hanter war-neuñv pe war geot hir tost-tost d'an dour.
Etre 4 ha 9 vi zo en ur gorad, vigelc'hiezk o stumm, war-dro 88 mm o hirder, 60 mm o zreuz ha 167 gramm a bouez e pep unan anezho. Diwallet e vez ar barez gant ar par pa vez o c'horiñ e-pad un 35 devezh bennak. Goude ganedigezh ar ploged e ra an tad hag ar vamm war o zro betek ma vefent gouest da nijal, eleze a-hed 14 sizhunvezh d'ar berrañ ha betek ur bloaz d'an hirañ.
Annez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kreisteiz Suamerika dre vras eo annez Coscoroba coscoroba[5].
A-hed ar bloaz e vev an evn e kreiz Arc'hantina hag a-hed aodoù Uruguay ha Brazil ar Su.
Adalek Su Chile ha Su Arc'hantina betek Enezeg Douar an Tan hag Inizi Maloù e ouenn ivez, hogen ne chom ket eno er goañv : da neuze e nij etrezek an norzh betek kreiz Chile, Norzh Chile, Norzh Arc'hantina, Paraguay, Uruguay, ha Su Brazil.
Hiniennoù zo bet gwelet e Bolivia, koulz hag e meur a lec'h e Brazil en tu all da harzoù boas e diriad.
Lagonioù glasvezek, geunioù dour dous eo annezioù Coscoroba coscoroba ; war lennoù graet gant an dud e chom a-wezhioù ivez. En douaroù izel e vev al labous peurliesañ, petra bennak ma 'z eus bet gwelet hiniennoù e lec'hioù ken uhel ha 1 300 metr ; unan da nebeutañ zo bet gwelet da 2 000 metr.
-
Ploged e Rio Grande do Sul, Brazil
-
O kouronkañ e Weltvogelpark Walsrode, Alamagn
-
O neuial e Slimbridge, Bro-Saoz
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Coscoroba coscoroba @ BirdLife International. Kavet : 25 Genver 2025.
- (en) Coscoroba coscoroba @ IUCN. Kavet : 25 Genver 2025.
- (en) Species Lists of Birds for South American Countries and Territories @ SACC. Kavet : 25 Genver 2025.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ (en) IOC World Bird List v14.2 /niv. 322-323. Kavet : 25 Genver 2025.
- ↑ (en) Ashton, Mike & Chris. The Domestic Duck. Ramsbury, Wiltshire : The Crowood Press, 2014 (ISBN 978-1-84797-970-4)
- ↑ (en) Coscoroba coscoroba @ Xeno-canto. Kavet : 25 Genver 2025.
- ↑ (en) Coscoroba coscoroba @ Avibase''. Kavet : 25 Genver 2025.