Mont d’an endalc’had

Cornelia Vetterlein

Eus Wikipedia
Cornelia Vetterlein

Cornelia Vetterlein pe Christina Antonietta Cornelia Vetterlein, pe von Künsberg goude dimeziñ, ganet da zeiz Nedeleg 1811 en Münchberg, e-kichen Bayreuth, e Frankonia (hanternoz rouantelezh Bavaria), a oa ur goantenn alaman e rouantelezh Bavaria en XIXvet kantved.

Merc'h e oa d'ar c'huzulier Vetterlein ha merc'h-vihan da liorzhour lez Bayreuth, Schneider. En 1843 e timezas d'ar baron impalaerel Franz Ludwig von Künsberg hag ur verc'h o doe.

Ar roue Ludwig Iañ Bavaria a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened, e kastell Nymphenburg, ma'z eus dastumet 36 poltred eus itronezed a renk uhel eus kêr München, brudet-bras o c’hened.

En darn vrasañ eus taolennoù ar boltredaoueg ne vez ket a welva heverk en diadreñv met amañ eo poltredet Cornelia evel mestrez ar c'hastell a weler adreki hag arouez ar stabilded.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.