Corantijn
Neuz
Ar stêr Corantijn zo ur stêr e Surinam, e Suamerika, ha hirañ stêr ar vro gant 724 km hed dezhi.
Eienañ a ra er menezioù Acarai, redek a ra trema an norzh dre ar Boven-Corantijn ("Corantijn Uhelañ") a-hed 724 km etre Guyana ha Surinam, hag aberiñ er Meurvor Atlantel e-kichenik Corriverton, e Guyana ha Nieuw Nickerie, e Surinam ; ul lestr-treizh a gas eus an eil kêr d'eben.
Listri a c'hall mont war ar stêr, a-hed 120 km, betek Apura, e Surinam .
Lammoù-dour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo al lammoù-dour Wonotobo, Frederik Willem IV (Anora), King George VI Falls, hag ivez Barrington Brown Falls, Drios Falls ha Maopityan Falls.