Mont d’an endalc’had

Concours national de la résistance et de la déportation

Eus Wikipedia

Concours National de la Résistance et de la Déportation, berraet e CNRD, ("Kenstrivadeg vroadel ar Rezistañs hag an Deportadur, KVRD) zo ur genstrivadeg bet krouet e 1961 gant Lucien Paye (1907-1972), maodiern an Deskadurezh-Stad Bro-C'hall.

Mammenn ar mennozh a oa bet gant ar Confédération nationale des Combattants volontaires de la Résistance (CNCVR), ar Fédération nationale des déportés et internés de la résistance (FNDIR) hag ar gevredigezh « Le Réseau du Souvenir » renet gant ar beleg ha rezistant Michel Riquet (1898-1993). Pal ar genstrivadeg eo derc'hel bev eñvor ar Rezistañs hag an deportadurioù e-touez ar re yaouank, evit bezañ ur skouer evito en deiz-ha-hiziv. Reiñ a ra an tu dezho da furchal an dielloù kement ha da gejañ ouzh deportidi ha rezistanted, o sevel liamm etre int hag ar remziadoù all.

E miz Ebrel 2020 e oa bet nullet ar genstrivadeg en abeg d'ar bedreuziad COVID-19.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]