Concolitanus

Eus Wikipedia

Concolitanus pe Konkolitanos (Κουκολίτανος), a oa unan eus an daou bennbrezel e penn ar Gaesatae, goprsoudarded c'halian a veve en Alpoù nepell diouzh ar stêr Roen.

Brezel a rejont da Republik Roma en emgann Telamon e -224. Gant e genseurt Aneroëstes e voe gopret gant ar Boied hag an Insubred da ober brezel d'ar Romaned a oa o klask trevadenniñ tolead Picenum diwar-goust ar C'halianed. Goude emgann Telamon, hiriv e Toskana, e voe tapet gant ar Romaned ha lakaet d'ar marv. Aneroëstes a dec'has hag en em lazhas.