Come On in My Kitchen
Neuz
Come On in My Kitchen
| Seurt oberenn | kanaouenn |
|---|---|
| Tachenn | Blues |
| Dezerc’her | Robert Johnson |
| Deiziad embann | Gouere 1937 |
| Label sonerezh | Vocalion Records |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
| Sonaozer | Robert Johnson |
| Testenn gant | Robert Johnson |
Come On in My Kitchen zo ur ganaouenn (war un ton blues) gant Robert Johnson hag a oa bet embannet e miz Gouere 1937, goude bezañ bet sonenrollet e miz Du 1936 en ul leti brudet (Gunter Hotel) eus San Antonio (Texas) (SUA).
Ar ganaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur paotr a gan eo bet kuitaet gant an hini a gar ha pediñ a ra unan all da zont en e di.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet eo bet gant un toullad mat a arzourien all ivez, John Renbourn, ar Steve Miller Band, Paul Williams & Friends, David Bromberg Band, John Hammond, Guitar Slim, Rory Block, Cassandra Wilson, Keb' Mo', Climax Blues Band hag Eric Clapton en o zouez.