Cœlophysis
| |||
---|---|---|---|
relegenn Coelophysis bauri
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Reptilia | ||
Usurzhad : | Dinosauria | ||
Urzhad : | Saurischia | ||
Isurzhad : | Theropoda | ||
Kerentiad : | Coelophysidae | ||
Iskerentiad : | Coelophysinae | ||
Genad : | Coelophysis | ||
Spesad : | Coelophysis bauri | ||
Pelec'h e veze kavet | |||
{{{2}}} | |||
Prantad | |||
{{{2}}} | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Cœlophysis a oa unan eus ar c'hentañ spesad dinosaored chaseour. Bevañ a rejont e diwezh an Triaseg uhelañ etre 230 ha 205 milion vloaz kent hon oadvezh e Mec'hico-Nevez, en Arizona, er C'honnecticut hag e su Afrika. O anv a dalvez « furm gleuz » abalamour d'o eskern lez kleuz.
Gallout a raent tizhout 3 metr hirder, 55 kantimetr uhelder ha pouezañ 80 kilo[1]. Gouest e oa o geol strizh ha gwevn da dapout krog e preizhoù bihan prim.
Krommet e oa o dent war-dreñv ha savet e oa o c'harvanoù e doare ma c'hallfe an div lodenn risklañ an eil ouzh eben.
Ar Coelophysis a chasee moarvat a vagadoù, er memes doare hag ar bleizi hiziv an deiz, ar pezh a roe tu dezhe da dagañ preizhoù brasoc'h evel ar Placerias, stlejviled bronneg a oa anezhe c'hoazh d'ar mare-se.
Ar spesad skouer, C. bauri, a oa deskrivet gant Edward Drinker Cope e 1889. An anv Rioarribasaurus zo heñvelstêr da Coelophysis. Un dinosaor all, Megapnosaurus, a vez sellet outañ alies evel heñvelstêr da Coelophysis.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Coelophysis bauri zo anavezet diouzh un niver a relegoù karrekaet klok. C. bauri a oa un dinosaor skañv e framm, dezhañ 3 metr hirder, 55 kantimetr uhelder ha pouezañ 80 kilo[1].
Coelophysis a oa moan ha moarvat e oa ur reder prim. Daoust ma'z eo un dinosaor kentidik, emdroadur stumm korf an Theropoda a oa bras dija e-keñver loened evel Herrerasaurus hag Eoraptor. Heñvel eo bruched Coelophysis ouzh stumm diazez korf an Theropoda, met gouriz an ezel krec'h en deus un nebeud perzhioù arouezius dedennus : C. bauri en doa ur furcula, evel an evned, ar c'hentañ skouer anavet e-touez an dinosaored. N'halle implijout nemet tri eus e 4 biz avat rak ar pevare a oa kuzhet e kig ar pavioù a-raok.[2]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deskrivadenn eus an dinosaor Cœlophysis war ar PaleoWiki
- The Paleobiology database : Coelophysis, Cope (1889)
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 Schwartz, Hilde L., Gillette, David D. (1994). "Geology and taphonomy of the Coelophysis quarry, Upper Triassic Chinle Formation, Ghost Ranch, New Mexico". Journal of Paleontology 68 (5): 1118–1130. Kavet 2008-06-21
- ↑ Rinehart, L.F., Lucas, S.G., and Hunt, A.P. 2007. "Furculae in the Late Triassic theropod dinosaur Coelophysis bauri". Paläontologische Zeitschrift 81(2):174-180.