Club Atlético Vélez Sarsfield
Club Atlético Vélez Sarsfield (pell anavezetoc'h evel Vélez Sarsfield) zo ur c'hleub mell-droad arc'hantinat bet krouet d'ar 1añ a viz Genver 1910 e Floresta (unan eus karterioù Buenos Aires).
Tri den yaouank — Julio Guglielmone, Nicolás Marín Moreno ha Martín Portillo — a voe diazezerien ar c'hleub, o vadeziñ anezhañ Club Atlético Argentinos de Vélez Sarsfield er penn-kentañ. Dont a ra an anv anezhañ diwar hini "Vélez Sarsfield", un ti-hent-houarn er c'hornôg da Vuenos Aires. N'eo nemet d'an 23 a viz Here 1913 ma voe lamet ar ger "Argentinos" evit reiñ an anv a anavezer hiziv an deiz.
Un nebeud lesanvioù a oa bet roet d'ar c'hleub a-hed e istor : El Fortín, La "V" azulada.
C'hoari a ra e grogadoù en Estadio José Amalfitani a vez graet El Teatro Colón del Fútbol anezhañ ivez.
C'hoarierien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1962-70 ha 1978 : Daniel Wellington,
- 1967-73 ha 1980-84 : Carlos Bianchi,
- 1991-2000 ha 2004 : José Luis Chilavert Paraguay.