Cluain Meala

Eus Wikipedia
Cluain Meala

Cluain Meala (Clonmel e saozneg) zo ur gêr eus kreisteiz Iwerzhon, e kontelezh Tiobraid Árann. Kêr vrasañ ar gontelezh eo hag unan eus an div gêr-benn, war ribl ar stêr Siúir. Brudet eo Cluain Meala evel ur gêr ma voe stourmet kalet ouzh arme Cromwell, er XVIIvet kantved.

Talvezout a ra an anv Cluain Meala kement ha "prad ar mel" e brezhoneg. Anvet eo bet evel-se, moarvat, dre ma oa kontet douar ar vro da vezañ strujus.