Cionn Mhálanna
Neuz
Cionn Mhálanna (Malin Head e saozneg[1]) zo ur beg-douar e hanternoz Iwerzhon, an hini norshañ eus an enezenn, e kontelezh Dún na nGall. Dek kilometr dioutañ, pelloc'h er mor, emañ an enezenn anvet Inis Trá Tholl.
Beg pellañ ledenez Inis Eoghain eo Cionn Mhálanna. War ar beg-douar ez eus ur savlec'h hinouriezh ha barradoù-avel kreñv a weler eno alies, betek an nerzh 12 war skeul Beaufort. Ar gorventenn greñvañ zo bet gwelet eno biskoazh a oa d'ar 16 a viz Gwengolo 1961, pa oa bet an avel o c'hwezhañ betek 181,5 km/h.