Cinclus mexicanus
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Cinclus mexicanus,
luc'hskeudennet en Enez Kodiak.
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Aves | ||
| Urzhad : | Passeriformes | ||
| Kerentiad : | Cinclidae | ||
| Genad : | Cinclus | ||
| Anv skiantel | |||
| Cinclus mexicanus Swainson, 1827 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Cinclus mexicanus[1] a zo ur spesad golvaneged eus kerentiad ar Cinclidae, hini an dourlaouiged.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement ha "dourlaouig Mec'hiko" e talv an anvadur skiantel.
"Dourlaouig Amerika" a vez graet anezhañ e bulgareg, farsieg, finneg, galleg, katalaneg, rusianeg, saozneg, ukraineg ha vietnameg, ha "dourlaouig gris" en alamaneg, hungareg ha svedeg.
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevañ a ra diwar amprevaned (Ephemeroptera, Odonata, Plecoptera, Trichoptera peurgetket) en o stad larvel dreist-holl.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar spesad a gaver ar pemp isspesad anezhañ[2] :
- Cinclus mexicanus anthonyi, eus menezioù kreisteiz Mec'hiko (Chiapas) da Honduras ha Guatemala,
- Cinclus mexicanus ardesiacus, e menezioù Costa Rica ha kornôg Panamá,
- Cinclus mexicanus dickermani, e kreisteiz Mec'hiko,
- Cinclus mexicanus mexicanus, e douaroù uhel hanternoz ha kreiz Mec'hiko,
- Cinclus mexicanus unicolor, eus Inizi an Aleouted da Alaska, kornôg Kanada ha kornôg Stadoù-Unanet Amerika.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ N'en deus ar spesad anv boutin ebet testeniekaet e brezhoneg evit poent.
- ↑ Cinclus mexicanus war al lec'hienn Avibase.

