Cimburgis Mazovia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Cimburgis Mazovia

Cimburgis Mazovia, en alamaneg Cimburgis von Masowien (Varsovia 1394–1429; pe Cymburgis, Cimburgis, Zimburgis, Cimburga), pe Cymbarka mazowiecka e poloneg, a oa ur briñsez polonat, hag a zimezas e 1412 da Ernst Aostria (arc'hdug goude 1414), eus an Tiegezh Habsburg .

Ganet e oa e Varsovia, e dugelezh Mazovia

Merc'h e oa da Siemovit IV, eus Tiegezh Piast Mazovia, ha d'e bried Alexandra Lituania, merc'h d'an Dug Meur Olgierd, eus tiegezh ar Gédiminides, ha c'hoar da Ladislas II Jagellon, roue Pologn.

Petra bennak ma oa aet da fall dimeziñ e vreur henañ Guillaume gant ar briñsez polonat Jadwiga en un doare mezhekaus, ez eas Ernst, goude marv e bried kentañ, Marc'harid Pomerania, da gêr Krakow da c'houlenn dorn Cimburgis.


Beziet eo en abati Lilienfeld.

He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]