Christophe Samson

Eus Wikipedia

Christophe Samson a zo ur rugbier gall ganet e Clermont-Ferrand (Puy-de-Dôme) d'ar 1añ a viz Meurzh 1984. C'hoari a ra en trede renk evit skipailh RC Toulon. E 2006 oa bet kaset d'ar Roc'hell e evit dizoleiñ bed ar rugbi a-vicher e Pro D2 -an eil rummad-. Gant ar Stade Rochelais eo bet betek gourfenn ar c'hampionad: kollet en deus anezhi enep Dacs. Distroet oa e Clermont e 2007 er c'hlub ma oa bet stummet. C'hoariet en deus en un doare amreizh dindan roched ar Jaunards daoust dezhañ bezañ war an dachenn evit c'hoari gourfenn an Top 14 e 2008.

Kluboù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2006-2007. Stade Rochelais
  • 2007-2010. ASM Clermont Auvergne
  • 2010-2011. RC Toulon


Loreadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • gourfennad Pro D2 2007
  • gourfennad Kampionad Frañs 2008